a) Plegenn o c'hoarvezout pa revez en ur ser daou zarvoud o rekizañ an un loaz.
b) Plegenn o c'hoarvezout da geñver aozidigezh un daolenn dre ennegañ strewet, pa zegouezh an un alc'houez gant div elfenn disheñvel.
c) Plegenn o c'hoarvezout en ur rouedad lec'hel pa vez daou berzhiad oc'h ec'hodiñ en ur ser war ar skor unel.
Er bredelfennerezh e komzer eus kenniñv pa vez kenstourm etre darvennoù diabarzh kontrol. Hervez an dro ez eo diskelat ar c’henniñv (pa c’hoarvez da skouer etre ur c’hoant hag un erverkad divezel, etre daou drivliad dislavarus) pe enkelat, o tont neuze a-wechoù war wel, distummet, e-barzh ar c’henniñv diskelat hag o reiñ tro da ziflukadur an azonoù, da strafuilh ar realezh hag an neuzid, h.a. Hervez an elfennoù e kenstourm, e komzer eus kenniñv etre eriunañ ha difenn, kenniñv etre an ensavioù pe ar reizhiadoù diseurt, kenniñv etre al luzadoù, kenniñv edipel erfin m’en em gav enebet n’eo ket hepken an eriunoù kenetrezo hogen an eriunoù ouzh ar berzad.
la dynamique du conflit défensif propre à chacun, dialusk ar c’henniñv-difenn piaouel da bep hini (sl. ASSOCIATION) ; il entre en conflit avec le moi et le surmoi, ez a e kenniñv gant ar me hag an dreistme (sl. ÇA) ; on parle en psychanalyse de conflit lorsque s’opposent des exigences internes contraires, er bredelfennerezh e komzer eus kenniñv pa vez kenstourm etre darvennoù diabarzh kontrol (sl. CONFLIT PSYCHIQUE) ; selon les éléments en conflit, on parle de conflit entre le désir et la défense, […], hervez an elfennoù e kenstourm, e komzer eus kenniñv etre eriunañ ha difenn, […] (sl. CONFLIT PSYCHIQUE) ; le sujet cherche à éviter une situation conflictuelle génératrice de tension, klask a ra ar gouzrec’h mont e-biou d’ur blegenn genniñvel tennderus (sl. FUITE DANS LA MALADIE) ; l’affleurement du conflit œdipien, an dont war wel eus ar c’henniñv edipel (sl. HYSTÉRIE) ; le conflit d’autorité avec le père, ar c’henniñv aotrouniezh ouzh an tad (sl. INTÉRIORISATION) ; la façon dont le sujet humain se situe par rapport à son sexe biologique est le terme aléatoire d’un processus conflictuel, an doare m’en em savlec’h ar gouzrec’h e-keñver e rev vevedel zo disoc’h anheulret un argerzh kenniñvek (sl. MASCULINITÉ — FÉMINITÉ).