Aozañ ar boued zo reiñ un neuz dezhañ – hag unan dereat –, graet gant urzh ha luniet mat. Ha petra a lakaer en aoz-se ? Moarvat heberzh an aozennoù, ar c'heginañ, betek an erouezadur dirak an hini azezet ouzh taol.
A-fet steriegezh, n'emañ ket pell diouzh aveiñ, hag en troiennoù evel ``reiñ un terk da'', ``bezañ e terk'', ``terket mat diouzh ho plaz'' ez anad un durc'hadur ster etrezek ur pred aozet a-zoare, gant kement danvez a zo ret : an aozennoù pennañ, met ivez an terkennoù a zegas an draig bennak ouzhpenn.