Preder
condensationcondensationa) glizhenniñ, b) kendouesaat, c) bodellañ ― Geriadur ar mediaoù
condensationglizhennadur g. ― Geriadur ar fizik
condensationkendouesadur g. -ioù ― Geriadur ar gimiezh
condensationglizhennadur g. -ioù ― Geriadur ar gimiezh
condensationglizhenniñ ― Geriadur ar verdeadurezh

On hivernera le bateau après avoir fait le plein du réservoir fixe, cela afin d'éviter les problèmes de condensation.

Evit parraat ouzh ar glizhenniñ hag an heuliadoù anezhañ, e ranker barrañ beol ar c'heflusker enbourzh a-raok lakaat ar vag da c'hoañviñ.

condensation (Psychan.)Verdichtungdazbec'hiañ ― Gerva an brederouriezh
condensation (réaction chimique)kendouesadur g. ― Gervaoù skiant
condensation (réaction chimique)kendouesadur g. ― Geriadur ar fizik
  • produit de condensation de l'urée disoc'h diwar gendouesadur an urea
condensation (réaction)kendouesaat ― Geriadur ar gimiezh
Condensation.Verdichtung.condensation.dazbec’hiañ. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Unan eus modoù-arc’hwelañ pennañ an argerzhioù diemouez : un derc’had a dalvez drezañ e-unan evit lies chadennad-strollata ma emañ en o foent-kejañ. Ent armerzhel, ez eus annodet ennañ gremmoù o tont eus an holl chadennadoù-se d’e vec’hiañ. Emañ an dazbec’hiañ o werediñ en azon ha, dre-vras, en holl furmadurioù an diemouez. En hunvre ez eo an anatañ. Enni ne adkaver ket an dud pe an traoù a anavezer er vuhez amhun, hogen tudennoù ha doareoù o tennañ pep hini da lies den pe da lies plegenn war un dro. Daspugnet e vez div pe lies tudenn en unan, kendeuzet elfennoù a orin liesseurt d’ober un unvez. Lakaat a reer an dazbec’hiañ war wel dre geñveriañ danevell diskelat an hunvre ouzh he endalc’hed enkelat : un droidigezh verraet anezhi eo hemañ. An dazbec’hiañ avat ned eo ket un diverrañ : desavelet eo pep elfenn diskelat gant lies eulad enkelat ; war un dro, pep hini eus an euladoù-mañ a adkaver e meur a elfenn eus an danevell diskelat ; a-du-rall, an elfenn diskelat ned eo ket derc’had en hevelep keñver evit pep hini eus an euladoù derc’het ganti : n’o gougevred ket evel ma rafe ur meizad.

Deskrivet eo an dazbec’hiañ gant Freud diwar-bouez tri c’heal : a)  ar gremm annodiñ, b) an derc’hadoù stag kenetrezo dre ar strollata, c)  dizalc’hted bras pe vrasoc’h ar gremm-annodiñ e-keñver an derc’hadoù. Ar gremm-annodiñ (anvet c’hoazh “nerzh luzadel”, “bount al luzad”, “libido”, “pegement kantaezad”) a c’hell riklañ a-hed ar chadennadoù-strollata ha bezañ berniet, bec’hiet el lec’hioù-kejañ, er c’hlomboentoù anezho. An derc’hadoù lec’hiet er c’hlomboentoù-se, annodet enno ur gremm bec’hiet, eo a ya d’ober an hunvre hag ar furmadurioù all kevatal.

Displeget eo an dazbec’hiañ gant Freud dre wikefreoù diseurt eus an diemouez : a) war-benn hepkoriñ ar garez o virout ouzh an derc’hadoù a ziraez an emouez, ez a ar gremm annodet enno da annodiñ e derc’hadoù all e-maez karez, dre anadenn an treuzlec’hiañ ; b) en argerzh kentael emañ bodet an amveziadoù — gremm diere, klask d’an hevelepted-verzout — o reiñ tro d’an dazbec’hiañ.