Preder
base de données : conception d'une database designergrafañ ur stlennvon ― Geriadur ar stlenneg

Ergrafañ, pe c'hoazh : danzen, ur stlennvon a reer eus an argerzh o loc'hañ diwar ur stad a draoù kantouezel hag o tisoc'h gant ar stlennvon keñverek. Lies tennad a vez d'an argerzh-se :

1. Dezvonnañ er gantouezelezh an elfennoù o deus d'ober gant ar saviad a venner derc'hennañ.

2. Kevelstrollañ an elfennoù bet dalc'het d'ober un trevnad ; hevelep gwezhiañ a ampleg ez eus bet dibabet un delvan dibarek a roadennoù.

3. Deluniañ an trevnad diwar-bouez un areg deskrivañ (despizañ) roadennoù ; a se e tegouezher gant un deskrivadur (despizadur) eus ar stlennvon da vezañ kennaouet d'an arveriaded koulz ha d'ar reizhiad ardeiñ stlennvon. Emañ dibab an areg e dalc'h an delvan roadennoù arveret, o c'houzout e vez a-wechoù lies areg evit un delvan lavaret.

4. Gwiriañ hag an deskrivadur aozet a vast da ezhommoù an arloañ (ma ne vast ket, distreiñ d'an derou ha ren un argerzh danzen nevez).

Un argerzh kemplezh ha skoemp eo ergrafañ ur stlennvon. D'e gas da vat, e ranker alies danzen a-zistag istrevnadoù en erdu strolloù diseurt arveriaded (gwazrannoù un embregerezh), pezh a zisoc'h gant un teskad selledoù arveriad. Un eil tennad eo kevaniñ ar selledoù, eleze kendeuziñ ent argammedek ar selledoù diseurt war-benn diraez goulun bloc'hel ar stlennvon.

conception ― Geriadur ar stlenneg
  • ― assistée ergrafañ ameilet [circuit intégré à a.s.]
  • ―d'une base données ergrafañ ur stlennvon, danzen ur stlennvon [base de données : c.]
  • la ― des méthodes de programmation ergrafañ an hentennoù gouleviñ [programmatique]
  • ―et écriture d'un programme ergrafañ ha skrivañ ur goulev [programmation]
  • ―et mise en œuvre des robots ergrafañ ha gwerc'hennañ ar robotoù [robotique]
  • la ―et la réalisation d'un algorithme ergrafañ ha seveniñ un treol [analyse]
  • ―et réalisation d'un S.G.P.O. ergrafañ ha seveniñ ur RADU [système de gestion de p.o.]
  • ―et réalisation d'un système informatique ergrafañ ha gwerc'hennañ ur reizhiad stlennegel [méthodologie informatique]
  • défaut de ―d'un algorithme parallèle si en ergrafañ un treol a-stur [étreinte fatale]
  • défaut de ―d'un programme parallèle si ergrafañ ur goulev a-stur [famine]
  • l'ensemble du cycle de vie des logiciels depuis la ―jusqu'à la validation hoali a-bezh ar meziantoù adalek an ergrafañ betek ar gwiriekaat anezho [atelier de génie l.]
  • les erreurs de conception ar fazioù ergrafañ [calculateur analogique]
  • lois de ―d'exploitation reolennoù ergrafañ ar c'horvoiñ [Warnier : méthode &]
  • méthodologie de ― des programmes hentennouriezh ergrafañ ar goulevioù [Warnier : méthode &]
  • les outils d'aide à la ― an ostilhoù harpañ an ergrafañ [base de données : r.]
  • les systèmes de ―humaine ar reizhiadoù ergrafañ denel [langage de spécification]
conception ― Geriadur an armerzh
  • conception dynamique de l'économie meizadur dialuskel an armerzh.
conceptiondanzead ― Gerva an brederouriezh
conceptiondanzeadur ― Gerva an brederouriezh
conceptionconceptionengehentañ ― Geriadur ar vezekniezh

Heuliad an anadennoù (kediañ, frouezhigiñ) o tisoc'h gant furmidigezh ar vi.

conception (Philo.)meizadur ― Gerva an brederouriezh
conception assistée par ordinateur, C.A.O.computer aided design, CADergrafañ ameilet dre urzhiataer, ERAU ― Geriadur ar stlenneg

"Hollad ar c'halvezderioù amkanet da sevel roadennoù o teskrivañ an ergorenn a venner ergrafañ, da zazverañ ar roadennoù-se er mod etrewezhiat evit degouezhout gant ur furm bengennet a ergrafañ, ha da c'henel ar stlennadoù ret da oberiañ an ergorenn adal ar roadennoù deskrivañ an ergrafañ kadavet en urzhiataer, ha pa ve pe get ameilet an oberierezh-se". An despizadur-se gant M. Lang zo bet addezgeriet gant J. Hatvany : "Hollad an emelloù adalek sevel roll an diferadurioù betek genel ar stlenn ret da aozañ ar c'henderc'had".

Ostilhoù an ERAU :

Ar periantoù azasaet diouzh an ERAU a vez dezho araezioù diorreet a-fet kalvezderioù kevregañ ha korvoerezh er mod etrewezhiat. Eus dimeziñ an urzhiataer gant kalvezderioù ar c'hevregañ ez eus diwanet ur skourr nevez d'ar stlenneg, ar stlenngevregañ hag e zeverad, ar stlenngevregañ etrewezhiat. Ouzhpenn an araezioù stlennegel da geweriañ ha da gadaviñ ar roadennoù, e tiforc'her tri rizh ostilhoù ERAU :

- an niverelaer, evit enankañ ar roadennoù kevregat er furm niverel ;

- an hewel kevregañ etrewezhiat, evit o gwereañ hag o c'heweriañ ent emzivizel ;

- an dresell, da embann an disoc'hoù.

Ar meziantoù zo daou rumm anezho :

- ar meziantoù diazez, o kefleuniañ an arc'hwelioù boutin da lies tachenn arloañ ;

- ar meziantoù arbennik, piaouel d'un dachenn arloañ lavaret.

An trevnadoù ERAU .

Unan eus ar c'hudennoù pennañ eo dibab ar c'hefluniad periantoù ha meziantoù azasañ diouzh ar pal mennet. Da gas an dibab-se e reer gant delvanoù jedoniel o talvout da zarvanañ desezadur an trevnad - diwar-bouez ur goulev ergrafañ ameilet dre urzhiataer evel just !

conception fonctionnellefunctional designergrafañ arc'hwelel ― Geriadur ar stlenneg

Erspizañ ar c'heñverioù arc'hwelel etre lodennoù ur reizhiad keweriañ ar stlenn.

conception logiquelogical designergrafañ mezoniel ― Geriadur ar stlenneg

Studi arc'hwelel oc'h ober gant hentennoù deskrivañ furmel e-giz ar boelloniezh arouezel.

pensée, conception, compréhensiondezevadur ― Gerva an brederouriezh
représentation, conception, visiondelvadur ― Gerva an brederouriezh