Preder
compromis ― Geriadur an armerzh
  • (accord) treuzvarc'had g.
  • conclure un compromis kembreudañ
  • (juridique) kevrat gourskarat.
compromisskarata g. -où ― Geriadur ar verdeadurezh

En navigation à voile le choix est toujours difficile : faut-il serrer le vent pour raccourcir la route ou laisser porter pour aller plus vite ?

Le meilleur compromis entre vitesse et cap ne peut se trouver que par approximations successives : on règle les voiles en fonction du cap que l'on fait, mais le cap que le bateau peut faire dépend du réglage des voiles.

Pa verdeer dre lien e vez bepred diaes an dibab : ha ret eo touzañ an avel evit berraat an hent pe olentiñ evit mont buanoc'h ?

Ar skarata gwellañ etre tizh ha ligorn ne c'haller kavout nemet dre arnesâdoù kenheuilh : ar gouelioù a reizher a-geñver gant al ligorn a zalc'her, hogen hervez reizhidigezh ar gouelioù e vez al ligorn a c'haller derc'hel.

compromis (Dr)kevrouezad ― Gerva an brederouriezh
établir un compromis (Dr.)kevrouezañ ― Gerva an brederouriezh
Formation de compromis.Kompromissbildung.compromise-formation.furmadur treuzvarc’had. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Furm gwisket gant an arvoustred o tistreiñ d’an emouez e-barzh an azon, an hunvre ha, dre-vras, nep dedaolad eus an diemouez : enni, an derc’hadoù arvoustret zo distummet gant an difenn betek bezañ dianavezadus. E-se, e c’hell ar c’hoant diemouez ha darvennoù an difenn ober o mad a-gevret eus an hevelep furmadur diwar-bouez an hevelep treuzvarc’had. Azonoù an neuroz “zo disoc’h ur c’henniñv […]. An daou nerzh bet dispartiet a gej en-dro en azon hag a ra ar peoc’h, koulz lavarout, dre an treuzvarc’had ez eo furmidigezh an azonoù. Pezh a ro da gompren harzusted an azon : dalc’het emañ a zaou du”. Hag eñ zo un treuzvarc’had a bep azon ? A dra sur, ha zoken mar kaver degouezhioù ma n’eus roud ebet eus an difenn gant un distro direndael eus an arvoustred pe, en eneb, ma anad an difenn digemmesk kuit a levezon a-berzh an arvoustred, — daou zegouezh pellañ eus skalfad an treuzvarc’hadoù gallus. “An azonoù o devez da bal pe ur boziadur revel, pe un difenn outañ, ha trec’h eo dre-vras an darbenn c’hoantleuniañ en darfell, an dizarbenn anezhañ, an askezegezh, en neuroz mac’hennel.”