Preder
amniotique : brides ∼s, maladie ∼, complexe ADAMADAM complexnaskoù l. (g.) amnionel, kleñved g. amnionel, kemplezh b. ADAM ― Geriadur ar vezekniezh

Naskoù stirek etre daou boent eus speur an amnion pe etre an amnion hag ar grouell ; e devoud an ambidoù ganedigel e vent.

argument d'un complexearguzenn ur c'hemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
Caïn : complexe de ∼, complexe d'intrusionCain's complexkemplezh b. Kain, kemplezh an emgoradur ― Geriadur ar vezekniezh

Emzalc'h galen ur bugel ouzh e vreudeur ha c'hoarezed kantaezet evel emgorerion pa rank rannañ ganto preder ha karantez e gerent.

castration : complexe de ∼castration complexkemplezh b. ar spazhadur ― Geriadur ar vezekniezh

Er Bredelfennerezh, kemplezh kreizet war eriunell ar spazhadur ; gant bredelfennerion 'zo eo bet astennet keal ar spazhañ betek ober anezhañ un heñvelster d'an dioueriñ ; e se e ra aozerion 'zo gant geriennoù evel spazhadur genaouel (Gl.  castration orale).

complexe ― Geriadur ar stlenneg
  • entiers, réels, imaginaires, ―s kevanion, gwerc'helion, derc'helion, kemplezhion [type de variable]
  • expression portant sur des nombres ― riñvenn o tougen war niveroù kemplezh [expression arithmétique]
  • processus élémentaires ou ―s argerzhioù elfennel pe gemplezh [1.pointeur]
  • variable entière, logique, réelle, complexe argemmenn gevan, mezoniel, gwerc'hel, kemplezh [variable]
  • variables simples et ―s argemmenoù eeun ha kemplezh [commun]
complexekemplezh g. & aa. ― Gervaoù skiant
complexe ― Geriadur an armerzh
  • adjectif kemplezh
  • masculin kemplezh b. -ioù
  • complexe sidérurgique kemplezh houarnourel.
complexekemplezh aa. & b. -ioù ― Geriadur ar gimiezh
  • complexes métalliques kemplezhioù metalek
complexekemplezh aa. & g. -ion ― Geriadur ar jedoniezh
complexecomplexkemplezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

1 Termen hollek arveret da venegiñ an teskad elfennoù a ya d'ober ul luniad bonan pe gleñvedel. 2 Kevreted daou anaez war an un lec'hienn groc'hen pe glaourgenn (livant meizh ha livant argalet, mezennbeskennfo ha kantroazhfo, h.a.). 3  Er Bredelfennerezh, luniad diazez eus an darempredoù etrepersonel hag an doare ma emsavlec'h ar gouzrec'h en e geñver (sl.  castration : complexe de —).

complexe = tissu complexékendoueziad g. -où, kemplezhad g. -où ; gwiad g. -où kendoueziet, gwiad kemplezhet ― Geriadur ar verdeadurezh
complexe conjuguékemplezh keveilet ― Geriadur ar jedoniezh
Complexe de castration.Kastrationskomplex.castration complex.kemplezh ar spazhadur. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Kemplezh kreizet war eriunell ar spazhadur, houmañ o reiñ respont d’an amrin ez eo evit ar bugel an diforc’h korfadurezh etre ar revioù (bezañs pe ezvezañs ar c’halc’h), displeget dre lamidigezh ar c’halc’h digant ar plac’h. Disheñvel eo luniad ha gweredoù kemplezh ar spazhadur hervez ar revioù : gant ar paotr e sav an aon na zeufe e dad d’e spazhañ en abeg d’e oberiezh revel ; gant ar plac’h e vez kantaezet ezvezañs ar c’halc’h evel ur c’haouadenn a glask-hi dinac’h, kempouezañ pe digoll. Emañ kemplezh ar spazhadur e darempred strizh gant kemplezh Edip hag, ent arbennik, gant an arc’hwel-berzañ ha -reoliñ a zo enni.

complexe de salles de cinémacineplexliesplezh b.-ioù (skeudennvaoù) ― Geriadur ar mediaoù
Complexe d’électre.Elektrakomplex.Electra complex.kemplezh Elektra. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Jung evel kemparzhek d’an Edip gourevel, ar plac’h vihan o kaout, hervezañ, e-keñver he mamm un amluskegezh heñvel ouzh hini ar paotr bihan e-keñver e dad. Dizarbennet eo bet seurt tezenn gant Freud ha dialiet gantañ arver an termen.

Complexe d’infériorité.Minderwertigkeitskomplex.complex of inferiority.kemplezh an tru, kemplezh an istalvoudegezh. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen degaset gant Adler, oc’h aroueziñ dre-vras kement emzalc’h, derc’had, real o tiskouez en un doare kuzh pe goloet ar santad bezañ istalvoudek.

Sl. SENTIMENT D’INFÉRIORITÉ.

Complexe d’œdipe.Ödipuskomplex.Œdipus complex.kemplezh Edip. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Teskad frammet a c’hoantoù orget ha galen a-berzh ar bugel e-keñver e gerent. En he furm yael, ez adkaver al luniad eus istor Oidipous-Roue : ar c’hoant ma varvfe ar c’hevezer ez eo an dudenn genrev hag ar c’hoant revel d’an dudenn allrev. Er furm nac’hel e kaver ar gin : karantez ouzh ar c’har kenrev ha kasoni warizius ouzh ar c’har allrev. En devoud e vez an div furm kemmesket diouzh derezioù diseurt evit ober ar furm lavaret klok eus kemplezh Edip.

Hervez Freud, emañ ar buhezadur eus kemplezh Edip en e varr etre tri ha pemp bloaz, da-geñver ar bazenn gastrel ; he diskar zo merk ar mont tre en enkelvezh. Da vare ar gaezouregezh e c’hoarvez dezhi adenaouiñ ha bezañ mestroniet gant ur berzh bras pe vrasoc’h hervez ar rizh dibarek a zebarzh ergerc’henn.

Ur roll-diazez zo da gemplezh Edip e luniatadur ar bersonelezh hag e durc’hadur an eriunañ.

Gouez d’ar vredelfennerion ez eo-hi ahel-daveiñ pennañ ar vredkleñvedouriezh, hag evit pep furm a gleñved e strivont da spisaat ar modoù eus he savlec’hiadur hag eus he diskoulmadur.

Unan eus amkanioù an denoniezh vredelfennadel eo adkavout an tric’horn edipel, hollveziadel hervezi, en holl sevenadurioù ha n’eo ket hepken e-barzh ar re ma ren ar familh briedel.

complexe immun, immun-complexe, complexe antigène-anticorps, complexe antigène-anticorps-complémentimmune complex, antigenantibody complexhangaegemplezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

Kediad un antigen hag un antikorf spesadel, lec'hiek pe amredat, en araez da lenañ ar glokaenn ; mar bez kenfeur an antigen hag an antikorf hevelep ma kenemneptuont pe mar bez reñverek an antikorf, e c'houzedont e rezh kemplezhioù dizileizh a vez fagokitet diouzhtu ; mar bez reñverek an antigen, e tisoc'h kemplezhioù hezileizh a chom en amred, en arvar da zevoudañ anadennoù kleñvedel, leiek pa vez izel tolz mol an antigen, grevusoc'h pa vez bras e dolz mol, rak neuze e tarvez ur blivadur lec'hiek ha bloc'hek eus ar glokaenn hag anaezioù liesseurt a anver kleñvedoù an hangaegemplezhioù : anafoù war speur ar gwazhied bihan, el lounezh pergen (glomerulonefrit), er flugez all (avufo, kirroz, fibroz ar skevent), er c'hroc'hen (lupuz, skleroderma), en arzoù (liesarzfo rumatoidel), h.a.

Complexe paternel.Vaterkomplex.father complex.kemplezh tadel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Freud da verkañ unan eus arvezioù pennañ kemplezh Edip : an darempred amluskek ouzh an tad.

complexe, nombre complexekemplezh aa. & g. -ion ― Geriadur ar fizik
COMPLEXE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

une organisation complexe de la mémoire, un urzhiatadur kemplezh eus ar c’hounerezh (sl. ASSOCIATION) ; complexes de représentations, kemplezhioù derc’hadoù (sl. ASSOCIATION) ; la conception de Freud est critiquable en ce qu’il prétend expliquer le complexe (la perception) par le simple (la représentation), arzaeladus eo meizadur Freud pa venn displegañ ar c’hemplezh (ar merzout) dre an eeun (an derc’hañ) (sl. ÉPREUVE DE RÉALITÉ) ; l’activité de pensée compliquée qui se déploie de l’image mnésique à l’établissement de l’identité de perception, an oberiezh-dezevout luziet o vont eus ar gounderc’hadenn betek saveladur an hevelepted-verzout (sl. IDENTITÉ DE PERCEPTION — IDENTITÉ DE PENSÉE).

Complexe.Komplex.complex.kemplezh b. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Teskad frammet a zerc’hadoù hag a eñvoradoù, dezho kantaezegezh vras, diemouez evit darn pe en holl. Amparet e vez ar gemplezh diwar an darempredoù a ya d’ober istor ar bugelvezh. Ganti en em gav luniataet pep gwastad eus ar bred : ar fromoù, an emzalc’hioù, an ersavioù azas.

A-douez ar gerioù he deus ar yezh voutin amprestet digant ar bredelfennerezh ez eo moarvat an termen kemplezh an hini boazietañ. Koulskoude ne vez ket arveret nemeur gant ar vredelfennerion dres en abeg d’an treuz implij a vez graet anezhañ. Tri ster a c’haller digejañ dezhañ :

1) Ar ster orin o verkañ ur c’hempennadur stabil a-walc’h a chadennadoù-strollata. Er c’hemeradur-mañ e ra aozerion vrezhonek ’zo gant ar furm “kemplezhiad” ; hogen, o vezañ ma reer gant an termen evit aroueziñ koulz framm ar c’hempennadur hag an endalc’hed anezhañ, ez eo eeunoc’h ober gant ar bonad “kemplezh” hep-mui.

2) En ur ster hollekoc’h ez anver a-wechoù “kemplezh” un teskad tresoù personel mui pe vui frammet, — o c’houlakaat e kaver aze furm digemm ur blegenn eus ar bugelvezh a dalvezfe da luniata ar plegennoù nevez. Freud e-unan en deus diskuliet seurt gwariadur bredonielour eus arver an termen.

3) En e ster strizh — an hini a gaver er c’herienn “kemplezh Edip” — ez arouez an termen ul luniad-diazez eus an darempredoù etrepersonel hag an doare m’en em savlec’h ar gouzrec’h ennañ.

Eisenmenger : complexe d'∼Eisenmenger's complexkemplezh b. Eisenmenger ― Geriadur ar vezekniezh

Kalonanaez ganedigel dibaot, naouus dre ur c'hehentad etre-kofigoù uhel, dehouloadur an aortenn, usvoll hag uswask talmerennoù ar skevent ha dre usteñv ar c'hofig dehou a ziflistr lod eus e wad en aortenn ; an dedro, merket ent klinikel gant an dulaz hag ar skrouediadoù gwad, a ya peurliesañ d'ar marv a-raok an tregontvet bloavezh.

fonction numérique complexekevreizhenn niverel kemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
forme exponentielle d'un nombre complexerezh argemmvac'hel un niver kem- plezh ― Geriadur ar jedoniezh
forme cartésienne (ou algébrique) d'un nombre complexerezh kartezel (pe aljebrel) an niver kemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
image ponctuelle du complexedelvad poentel ar c'hemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
image vectorielle du complexedelvad sturiadel ar c'hemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
infériorité : “complexe” ou sentiment d'∼inferiority “complex”, sense or feeling of inferiority“kemplezh” b. pe santad g. an tru pe an istalvoudegezh ― Geriadur ar vezekniezh

Hervez Adler, kentrader an termenoù-se, santad soliet en ur gwander organel gwerc'hel a strivfe an den d'e gempouezañ, gwikefre a ve en orin an holl neurozioù ; Freud a ziorzhas tezennoù ar raklenad organel hag an dianlenad hollek dre loañ santad an tru e-touez an azonoù neuroz.

interprétation géométrique d'un nombre complexedesteriadur mentoniel un niver kemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
jonction : complexe de ∼junctional complexkemplezh b. juntel ― Geriadur ar vezekniezh

Trevnad loet e blein kern ar c'helligoù epitelel ouzh o endlidañ hag o stankañ an esaou etrezo, anezhañ teir reizhiad juntañ : adalek ribl rez ar gellig betek an donder : ar zonula occludens, ar zonula adherens hag ar macula adherens.

K : complexe ∼K complexkemplezh b. K ― Geriadur ar vezekniezh

Arvez eus an empennvarrwezañ naouus dre ur wagenn c'horrek dastroc'het gant luskelladoù herrek, a stader e-kerz ar c'housk, ar c'homa, an hunwezhiñ evel respont d'ur fraouaat skiantennel.

module d'un complexemoll ur c'hemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
nombre complexekemplezh g. -ion ― Gervaoù skiant
nombre complexeniver kemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
oedipe : complexe d' ∼Oedipus complexkemplezh b. Edip ― Geriadur ar vezekniezh

(Bredelfennerezh) Emzalc'h reol ar bugel etre 3 ha 5 bloaz, orget ouzh e gar allrev ha galen ouzh e gar kenrev, anezhañ hervez Freud ar skoulm a zo en e zalc'h an diorreadur bredrevel a-bezh (sl. GBLF § 212).

partie imaginaire d'un complexelodenn derc'hel ur c'hemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
partie réelle d'un complexelodenn werc'hel ur c'hemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
plan complexeplaenenn gemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
pointe-onde : complexe ∼spike and wavekemplezh b. pikbaot, pikbaot g. ― Geriadur ar vezekniezh

Anadenn empennvarrwezadel gemplezh oc'h arreata gant un talm reoliek a 3 pe 3,5 dre eilenn, anezhi ur pik (0,08 s) heuliet diouzhtu gant ur wagenn volzek a heled damgevatal, gorrekoc'h (0,2–0,5 s), erzerc'had rizhek eus an droug bihan (Gl.  petit mal), furm droukfell leiek (sl.  électroencéphalo-gramme, épilepsie généralisée).

prothrombique : complexe ∼prothrombin complexkemplezh b. protrombek ― Geriadur ar vezekniezh

Stroll globulinoù a gendaol, pa vezont kediet ouzh ar Ca 2+ hag ouzh an tromboplastin, da furmiñ an trombin. Er stroll emañ ar protrombin, an akelerin, ar c'honvertin ha ar barenn Stuart.

racine complexegwrizienn gemplezh ― Geriadur ar jedoniezh
racines n-ième d'un complexen-vonadoù ur c'hemplezh ― Geriadur ar jedoniezh