Preder
complémentaire ― Geriadur ar stlenneg
  • MOS ― MOS kenglokaus [MOS]
complémentaireklokaus ― Geriadur an armerzh
  • mutuellement complémentaire kenglokaus ; kenglokadek
  • rente complémentaire leve klokaat.
complémentairecomplementaryklokaus, ˘klokaat ― Geriadur ar mediaoù
complémentaireklokaus ― Geriadur ar fizik
complémentaireserzhus ― Geriadur ar jedoniezh
complémentairekenglokaus ― Geriadur ar jedoniezh
complémentaireklokaus ― Geriadur ar jedoniezh
complémentaire : système ∼complement systemreizhiad b. klokaennel ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad kedrannoù ar glokaenn hag an enzimoù (konvertazioù) en araez d'o blivaat.

couleur complémentairegourzhliv g. -ioù ― Geriadur ar fizik
Série complémentaire.Ergänzungsreihe.complemental series.steudad kenglokadek. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Termen arveret gant Freud evit ober meiz war arbennelezh an neuroz ha distremen an dazeilad a redife da zibab etre parennoù ezdeuat hag endeuat : kenglokaus eo e gwir ar parennoù-se, an eil o vezañ seul wanoc’h ma’z eo kreñvoc’h eben, hevelep ma c’haller renkañ un teskad degouezhioù hervez ur skeuliad ma emañ an daou rizh parennoù e ginargemm ; n’eo nemet en daou benn eus ar steudad ma kavfed pep parenn he-unan en he stad pur.

E-barzh Vorlesungen zur Einführung in die Psychoanalyse (Darleadurioù evit deren d’ar bredelfennerezh, 1916-1917), e pouez Freud war geal ar steudad kenglokadek. Da gentañ a-geñver gant kudenn derou an neuroz : arabat eo dibab etre ur barenn endeuat a zo ar glenadur hag ur barenn ezdeuat a ve ar gouheb ; ginargemmañ a reont : evit ma teraoufe an neuroz e spir un daraez dister mar bez kreñv ar glenadur, hag a-c’hin. A-du-rall, ar glenadur a c’haller isrannañ e div barenn genglokaus : genezh hêrezhel ha buhezadur bugel. Meizad ar steudad kenglokadek a rofe bep taol an dro da zezlec’hiañ pep degouezh e-barzh ar steudad hervez ar perzh keñverel kemeret gant ar genezh, ar glenadur bugel hag an daraezioù diac’houde.