Doare un trevnad funiek a c'haller kennaskañ e-lec'h unan all hep daskemm periant na meziant dindan ur padvezh darbennadus evit ar c'horvoerezh.
Ezvezañs kederwezh etre gwadoù daou c'houzrec'h en doare ma c'haller treuzskuilhañ gwad an eil d'egile hep ma ve dazgludet hemati ar roer gant plasma ar roadour.
Amprouad renet ouzh gwele ar gouziviad evit gwiriañ kempadusted gwadoù ar roer hag ar roadour, anezhañ meskañ war ul lavnenn ur berad eus plasma ar roadour gant ur berad eus gwad ar roer ; e tro un digempad A, B, O, e c'hoarvez dindan 4 pe 5 munud un dazgludadur merzhadus d'ar sell diglav.
Keñver etre gwiadoù div hinienn hevelep ma c'hallfed imboudañ un organ a 'n eil ouzh eben hep risklañ un distaol ; amplegad berzh an imboudañ eo ma ve unrezh pe dost gladoù hilel ar roer hag ar roadour, eleze ma ve enno an hevelep genennoù gwiadkempadusted ; anez da se e vez distaolet an imboudenn diwar-bouez un erwezhiañ hangaeel ; kemm a lakaer etre an antigenoù na gevaraezont e mod ebet ar gempadusted : antigenoù ar reizhiad eritrokitel ABO hag ar reizhiad HLA (digempad muiek), o tiennegañ an imboudañ, hag an antigenoù kiriek d'un digempad leiek a rankor neptuiñ dre ziounit hangaeastalerioù (sl. antigène tissulaire, groupes tissulaires, rejet de greffe, système HLA).