Diskiblezh darbennet gant Urzh ar vezeion e Frañs, oc'h amplegañ ur gouiziadur dibarek ateget gant un testeni studi arbennik pe un argerzh perzhegañ, embreget gant ur mezeg war un dro gant ar vezekniezh hollek pe gant un arbennigiezh all ; e se e lakaer kemm etre ar mezeg perzheget araezek (Gl. médecin qualifié compétent) pe perzheged g. -idi daouembreg pe daouembregour, hag ar mezeg arbennigour (Gl. médecin spécialiste) pe perzheged unembreg, unembregour pe arbennigour strizh (Gl. spécialiste exclusif).
1 Bezañs en ur bevedeg eus un antikorf gwadveizel (o tec'han an hangae dourennel) pe eus limfokit T (gwezherioù an hangae kelligel). 2 Perzh piaouet gant al limfokit T, roll an toazon o vezañ pouezus en amparidigezh hevelep gougon (sl. cellules immunocompétentes, cellules thymodépen-dantes).