Nod o reiñ an tu da arverañ ur voneg nevez.
Nod o klozañ ul lerc'hiad nodoù skrivet en ur voneg disheñvel diouzh ar voneg voas.
Nod o tigeriñ ul lerc'hiad nodoù skrivet en ur voneg disheñvel diouzh ar voneg voas.
Trevnad reolennoù o talvout da rezhiennañ roadennoù e doare kevuntal en ur furm arskarek.
Rizh boneg ma vez rezhiennet an nodoù lizhersifrennel gant regoù a-zerc'h luc'hlennet.
Askouezhad da eizh bit eus ar voneg c'hwec'h bit, arveret hiziv gant an darn vuiañ eus an urzhiataerioù.
Boneg 7 bit + 1 bit gwiriañ parded o kevaraezañ 128 kevosodad, bet ijinet evit aesaat treuzkas ar stlenn etre an urzhiataerioù.
Boneg nodoù skoueriekaet (ISO/R 646-1967, Afnor NF Z 62-010).
Boneg a zo enni spletadoù lizherennoù hepken.
Boneg a zo enni lizhrennoù ha sifrennoù war un dro.
Boneg oc'h ober gant an nodoù 0 hag 1 nemetken, e rezh bitoù diouzh an dro.
Boneg daouredel ma vez rezhiennet pep nod dre n bit.
Boneg o rezhiennañ nodoù dre ul lerc'hiad 0 hag 1.
Boneg niverel ma vez rezhiennet an nodoù 0 dre un anskog ha pep lerc'hiad nodoù 1 dre un heuliad skogoù a heled mui ha lei a bep eil.
Boneg daouvlein kempennet e doare da hepkoriñ nep reveziadenn eus ouzhpenn n anskog kenheuilh.
Boneg ma vez ensoc'het bitoù gourleizhat a spasoù ingal er c'hemennad bep ma vez treuzkaset.
Boneg dinoiñ ar c'hammadoù, araezus ouzhpenn d'o delec'hiañ hag, e troioù 'zo, d'o reizhañ emgefreek.
Seurtad boneg polinomel.
Boneg hevelep ma vez ar stlenn da dreuzkas dastroc'het e bloc'hoù, ar stlenn gourleizhat o vezañ riñvet a-zizalc'h evit pep bloc'h.
Kefluniad an treorc'hadoù arveret war ur gartenn dreorc'hañ da rezhiennañ an nodoù lizhersifrennel hag arbennik.
Boneg endalc'het war un dro gant menegerioù stad an ijinenn (trevonnoù, keveratadoù) ha gant maez amplegad an ditouroù torr kemalenn amplegadek, o talvout da spisaat amplegadoù an diskourrañ.
Boneg korek ma tistro a-drovezh an un kefluniadoù daouredel da geñver bonekaat heuliad an niveroù.
Teskad an testennoù kefridiel amkanet da wareziñ ha da herouezañ yec'hed an hiniennoù hag ar strollennoù.
Rizh boneg ma vez pep sifr dekredel rezhiennet dre ur c'hefluniad 4 bit.
Rizh boneg kevaraez da riñvañ, adal ar c'hemennad da dreuzkas, ar stlenn gourleizhat da ouzhpennañ dezhañ e doare ma ve dinoet ur wech paket ar c'hammadoù treuzkas mar bez diwar-bouez ar riñvadur a-c'hin.
Boneg ma vez rezhiennet pep sifr dekredel dre un niver daouredel pemp savlec'h, daou anezho o vezañ miret evit an nodoù 1.
Teskad ar stlennadoù hêrezhel enskrivet er c'hromozomoù ret da enaozañ, diouzh ur steuñv munudaouet raksavelet piaouel da bep hinienn, ar proteinoù bezant e-barzh kelligoù he bevedeg : ar goulev o c'hoarvezout eus an daouadoù bazennoù nitrogenek oc'h amparañ arrevelloù an DNA, treuzskrivet war an RNA kannad (mRNA), a vez erounezet gant harp ar ribozomoù dre ziuz ha trevnañ an amindrenkennoù a ya d'ober proteinoù ar protoplasm ; lavarout a reer e vez ar c'henenn-mañ genenn o vonegañ enaozerezh ar protein-mañ protein (sl. base, cistron, codon, gène, hérédité, opéron, ribosome).
Rizh boneg vloc'hoù ma vez ar bitoù stlenn gourleizhat e rezh kefluniadoù linennek.
Boneg lizhersifrennel kevaraez da arverañ arouezioù kouneiat da rezhiennañ ur voneg daouredel pe niverel.
Bodad reolennoù o talvout da zesavelañ arventennoù ar skogoù a ya d'ober un arhent niverel evit ma c'hallfe hemañ rezhiennañ diforc'hell nep lerc'hiad nodoù 0 hag 1.
Lodenn eus un ditour ma vez meneget e rezh boneget an niñvadur da ren.
Sl. [polynome générateur]
Boneg oc'h ober war un dro gant kouneiadoù ha naoudioù da rezhiennañ ennegoù.
Reizhiad niveriñ ma vez pep sifr eus un niver dekredel rezhiennet dre ur c'hefluniad peder elfenn daouredel.
Destladur kefridiel etrevroadel an enzimoù, kavlec'hiet hervez un niverenn peder steudad sifrennoù etrezo pikoù goude an div lizherenn EC (Enzyme Commission) ; ar steudad kentañ a verk ar stroll (1. oksidoreduktaz, 2. transferaz, h.a.), an eil steudad an isstroll, an trede an eilisstroll, ar pevare ar renk en deus an enzim en eilisstroll ; da skouer, EC 3.1.3.1 zo arouez ar fosfataz alkaliek, EC 1.1.1.27 al laktikodezhidrogenaz.
Boneg reizhañ kammadoù aozet gant an ijinour amerikan R.W.Hamming.
Trevnad dorn o lenn ar merkoù boneget war an traezadoù e gwerzh gant ar stalioù.
Nod arveret pa vez daou dalvoud gant nodoù boneget hervez ma'z int parzh en ur stroll nodoù pe unan all. An nod arzalc'h a veneg emañ an holl nodoù d'e heul parzh en unan eus ar strolloù betek ma tegouezho ar voneg arzalc'h all.
e-barzh kemperzh ur voneg vloc'hoù, heuliad bitoù o c'hoarvezout eus ar stlennad da wareziñ, arrevellet ouzh ar stlennad gourleizhañ keñverek riñvet diwar ar stlennad da wareziñ dre araez ar voneg desellet.
Boneg linennek amparet e doare ma seller ar k bit da dreuzkas evel gwezhiaderioù ur polinom P(x) a zerez par da k - 1 d'ar muiañ.
Heuliad lizherennoù (etre 3 ha 5) oc'h aroueziñ rizh an ardivink ensteudet. An teir lizherenn gentañ zo ar re bouezusañ :
Al lizherenn gentañ a arouez ar gavenn ma c'hoarvez ar fraouadur : hini ebet (O), ur c'hentez (A), ur c'hofig (V) pe an daou (D).
An eil lizherenn a ziskouez ar gavenn ma 'z eo c'hoarvezet an dinoadur : hini ebet (O), ur c'hentez (A), ur c'hofig (V) pe an daou (D).
An trede lizherenn a zitour respont an adalf d'an dinoadur : heudiñ (I), fraouaat (T), an daou (D) pe hini ebet (O).
Ar pevare lizherenn a zenaou war vezañs (R) pe ezvezañs (O) eus emazasadur an talm fraouaat da gevassav an talmangwezh, eleze ha yevet eo an adalf ouzh ar striv pe get.
Ar pempet lizherenn a ziskouez bezañs pe ezvezañs ur fraouaat liesload : hini ebet (O), ur c'hentez (A), ur c'hofig (V) pe nep kenaozad eus A pe V (D).
Bez' ez eus bremañ adalfoù hep sont ha hep klozenn : kevaraezañ a reont ur fraouaat unkavenn hep sont. Yevet int ouzh gwrezverk ar c'horf, pezh a ro tu da vuiaat tead ar galon mar kresk gwrezverk ar c'horf. Desezet war-eeun er c'hofig dehou diwar-bouez ur c'hateter ebarzhet e gwazhienn ar vorzhed (e-kichen pleg ar varlenn), ne rekizont gwezhiadenn surjianel ebet, ha n'eus kleizenn ebet enta.