Preder
coagulationkaoulediñ ― Geriadur ar fizik
coagulationkaoulediñ ― Geriadur ar gimiezh
coagulationcoagulationkaoulediñ ― Geriadur ar vezekniezh

Steudad an argerzhioù enzimatek o treuzfurmiñ ul liñvenn vevel en ur sonnenn pe un damsonnenn gaotek ; kaoulediñ ar gwadveiz, anadenn blasmatek, o klokaat ar gwadkaeañ kentael, zo eil lankad ar wikefre herzel ouzh ar gwadliñv.

coagulation intravasculaire disséminée : syndrome de ∼ (CIVD), syndrome de défibrination, coagulopathie de consommationdisseminated intravascular coagulation syndromeazoniad ar c'haoulediñ engwazhiedel strewek, kaouledanaez beveziñ ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad gwadliñvel naouus dre steuz ar fibrinogen eus ar gwad amredat e dianlen an dinod trumm eus parennoù o vlivaat an trombin hag o tec'han daspugnadoù fibrin e-barzh ar gwazhied bihan hag ar steviadur anezho dre trombozioù padennek ; dre ma vevez hevelep kaouledadurioù ar fibrinogen, ar parennoù V hag VIII hag ar pladanoù, ez a ankaouledus ar gwad hag e tarvez gwadliñvoù ; dre zastaol e tinod ur wadheparinegezh endeuat hag ur fibrinloezañ ; azoniad a stader da c'houde ur gwilioud, ur gwezh surjianel war ar brusk (war ar galon gant skoevredad) pe war ar raksavenn, ur wadlestegezh, ur bleuz, ur c'hankr hollekaet, ur c'hirroz, ur pistriadur, h.a. ; mezeget e vez dre an heparin hag, en ur stad olañ eus ar c'hleñved, dre skoilherioù ar fibrinloezañ.

coagulation plasmatiqueplasmatic coagulationkaoulediñ plasmatek ― Geriadur ar vezekniezh

Kaoulediñ daleet a stader gant an amwadoù grevus hag an hemofiliezh : amzer o devez an hemati da c'houzediñ, ken e c'hoarvez ar gaouledenn eus ul lodenn grec'h arwenn, treuzluc'h, pladanoù ha leukokit anezhi, hag ul lodenn draoñ, ruz, demer, an hemati ouzh he ober.

coagulation : facteurs de la ∼coagulation factorsparennoù l. (b.) ar c'haoulediñ ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad an danvezennoù (proteinoù enzimatek an darn vuiañ anezho) perzhiat e danzeidigezh ar gaouledenn fibrin, arouezet dre ur sifrenn roman en destladur etrevroadel : parenn I, ar fibrinogen ; parenn II, ar protrombin ; parenn IIa, an trombin ; parenn III, an tromboplastin gwiadel ; parenn IV, ar c'halkiom ; parenn V, ar proakelerin ; parenn V leiden, protein C ; parenn VI, an akelerin ; parenn VII, ar prokonvertin ; parenn VIIeil, parenn Stuart ; parenn VIII, an tromboplastinogen pe parenn enephemofilek ; parenn IX, parenn enephemofilek B ; parenn X, parenn Stuart ; parenn Xa, parenn X blivaet ; parenn XI, PTA (Sz.  plasma thromboplastin antecedent), diaraoger an tromboplastin plasmatek ; parenn XII, parenn Hageman ; parenn XIII, FSF (Sz.  fibrin stabilizing factor) parenn stabilaer ar fibrin.

facteurs de coagulationcoagulation factorsparennoù kaoulediñ ― Geriadur ar vezekniezh

Elfennoù o tasperzhiañ e kaoulediñ ar gwad, proteinoù plasmatek an darn vuiañ anezho ; arouezet int bet gant ur c'hengor etrevroadel a 'n destladur dre un heuliad sifroù roman eus I da XIII ; dre ar lostrann a ez arouezer ar furmoù blivaet anezho, piaouer da berzhioù treluskañ pe da gedparennoù, sl. : parenn Xa (sl.  cofacteur).