1 Penn klinik skoriad a'n ospitalioù (chef de clinique-assistant des hôpitaux) : e Frañs, ezel eus koskor ar skol veur hag an ospitalioù tutaet a-douez an ezdiabarzhiaded ha karget da gelenn ar brantadourion war ar c'hlinik ha da glevout ouzh ar glañvourion dindan renerezh ar gelennerion ; pep penn klinik zo war un dro skoriad a 'n ospitalioù. 2 Prezour penn klinik (attaché chef de clinique) : e Frañs, penn klinik hep karg ospitalel, na vez fiziet ennañ nemet kargoù skolveurel e-keñver ar studierion brantadour.
1 Gwazrann ospital ma vez studiet ha kelennet ar c'hlinik. 2 Kurdi, prevez peurliesañ, ma prederier klañvourion gweleat pe valeat.
1 Studi rageeun ar glañvourion (ent klasel : “e-tal o gwele”) hep amoug an erc'hwilioù klokaat (pe imbourc'hioù amglinikel, Gl. examens complémen-taires pe paracliniques). 2 Teskad an anaoudegezhioù dastumet dre ar studi-se. 3 Kelennerezh an anaoudegezhioù-se. 4 A-zave da studi rageeun ar glañvourion.
• chef de clinique penn klinik • diabète clinique diabet klinikel • infection clinique poread klinikel • méthode anatomoclinique hentenn neuzklinikel • signes cliniques arouezioù klinikel • syndrome radioclinique azoniad skinklinikel.
classe de névroses présentant des tableaux cliniques variés, rummad neurozioù dezho taolennoù klinikel diseurt (sl. HYSTÉRIE) ; forme clinique, furm glinikel (sl. MASOCHISME) ; constituant un des cadres majeurs de la clinique psychanalytique, a zo aet d’ober unan eus sternioù pennañ ar c’hlinik bredelfennadel (sl. NÉVROSE OBSESSIONNELLE) ; constatation clinique, stadadenn glinikel (sl. PRINCIPE DE CONSTANCE).
∆ Dav eo diforc’hañ : 1) Gl. clinique a., kement a denn da studi rageeun ar glañvourion, Br. klinikel a. ; 2) Gl. clinique b., a) studi rageeun ar glañvourion, b) teskad an anaoudegezhioù dastumet dre ar studi-se, c) kelennerezh an anaoudegezhioù-se, Br. klinik g. ; 3) Gl. clinique b., rann ospital ma vez studiet ha kelennet ar c’hlinik, b) ensavadur, peurliesañ prevez, ma vez prederiet klañvourion, Br. klinikenn b.
Prantad kentañ an imbourc'h mezegel, lies lankad ouzh e ober, ent klasel : 1) atersiñ war 1a) diagentoù personel ha familhel ar gouziviad, 1b) ar strafuilhoù arc'hwelel gouzañvet gantañ (ar paz, ur pistig), 1c) an arouezioù hollek (an derzhienn, ar skuizhnez) ; 2) erc'hwiliañ korf ar gouziviad dre bevar hent : 2a) ensellout, 2b) teuta, 2c) kiziata, 2d) selaouennañ.
Teskad an azonoù hag an arouezioù dastumet dre an imbourc'h klinikel.
Dedalvezadur an anaoudegezhioù bredoniel damkanel ha kalvezel evit deznaou ha prederiadur ar c'hleñvedoù bred.
Erbedadennoù danzeet ent hentennek gant an Amsez Riezel Enkredekaat hag Endalañ er Yec'hed (AREAY) ha goude gant Aotrouniezh Uhel ar Yec'hed (AUY), amkanet da skoazellañ an embregour da zibab an arouelioù azasañ en amveziadoù klinikel roet. Eztennet eo anezho an Daveoù Mezegel Enebadus (DME) gant sinerion ar C'henouestl mezegel.