Trouz sec'h, parchek, trebad, klevet etre eil ha trede trouz ar galon (stlak dibenn-sistol pe mezsistol, Gl. clic télé- ou mésosystolique) ; naouus d'ar skortedoù mintrek leiek dre volzennad an trapig mintrek.
Trouz krenn ha berrbad en 2l tachad etre-kostoù kleiz hag o c'hoarvezout etre 5 ha 7/100 s goude deroù an trouz kentañ, azon eus usvoll an aortenn pe an dalmerenn a-skevent, e dianlen un isvoll trapig peurliesañ.
Trouz krenn ha berrbad, kreñvadur ur gedrann eus kentañ pe eil trouz ar galon da geñver serridigezh pe digoridigezh an trapigoù ; termen genadel arveret e daou zegouezh dreist holl : 1) stlak an diflistr deroù-sistol, a glever pa zigor trumm ar sac'helloù kornloarek aortenn pe a-skevent (sl. claque-ment artériel protosystolique), 2) stlak an digeriñ mintrek (Gl. claquement d'ouverture de la mitrale, COM, Sz. opening snap), er 4e tachad etre-kostoù kleiz, e deroù an diastol, diouzhtu goude eil trouz ar galon, klevet hogos bepred pa vez isvoll mintrek.
Trouz trapigoù ar galon pa zigoront pe pa serront (sl. claquement valvulaire).
Kalvezder o c'hoarvezout a viziañ war un arlun, h.a. hag a bouezañ div wech lerc'h ouzh lerc'h buan war afell al logodenn.