Kalvezder amkanet da barraat ouzh skorted lemm ar galon dre adsavelañ erfenn ar gwad en amred trogorfat ha kurunerel ; mar chom ar merata kalon mod eeunañ an amredeilañ, e vez kaset hemañ da benn er salioù oberata diwar-bouez argerzhioù kemplezh ouzh kemplezh (sl. aortomyoplastie).
Distreiñ treug an amred talmerel diouzh un tiriad bonan dre araez an amred kengostezel war-du un tiriad iswazhiedet (e dianlen un anaf talmerel isvollus pe stevius), hevelep distreugañ o tevoudañ iswazhiedadur an tiriad bonan (sl. crosse aortique : syndrome de la ∼, sous-clavière voleuse : syndrome de la , sous-clavière voleuse : syndrome de la ∼ ).
Tizh an amred bloc'hel a vez desavelet dre vuzuliañ ar padvezh etre sankadur un aozad prouad en ur wazhienn drobarzh hag an erzerc'hadur anezhañ en ur poent pell eus ar wazhiadurezh, da skouer : blaz un aozad saourek pe eter, un erwezh bevedel resis, pe dinod ul livrezh gant ar fluoreskein.