Blev reut ha kromm ensteudet war ribl rez ar malvennoù.
Azledadoù kitoplasm e furm bizied maneg, berr ha moan, diouzh blein kern kelligoù 'zo, un diazkorfig (Gl. corpuscule basal) e dibenn o gwrizienn, ganto un arc'hwel fiñval ; niverus kenan alies, e lakaont dre o fiñv danvezennoù evel ar glaour da zilec'hiañ war c'horre an epiteliennoù blevanek, er bronkez da skouer.
Anaezad hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek enkilek, naouus dre anniñv ar blevanoù kreniat epitelel, o tevoudañ adalek an oad kentañ frifoioù arreat, da rouestladoù dezho godfoioù, bronkezfoioù, usvoll bronkez ; difiñv ha gaonac'h e vez ar spergelligoù ; ur wech diwar div e stader ur situs inversus.