Preder
arthrose, rhumatisme chronique dégénératifarthrosis, osteoarthritisartroz g., remm henek dic'henezhadel ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad rumm anaezioù dic'henezhadel ar c'henvelloù, naouus ent neuziadurel dre anafoù ha distruj ar migern, diwan amdeñvennoù askorn ha migorn, ent klinikel dre laurioù, strakadoù, disneuziadoù, andrafted, hep tromaot na distresadur ar stad hollek ; tizhout a reont ar glin, al lez, kenvelloù ar mell kein hag ar bizied.

asthme à dyspnée continue, asthme chroniquechronic asthmaastma trec'hwezh diastal, astma henek ― Geriadur ar vezekniezh

Astma a-gozh hep mui a entremezioù analañ reol dedroet trema ar skorted wentadur steviadel padek.

Bartter : syndrome de ∼, hypokaliémie chronique familiale avec hyperkaliurieBartter's syndromeazoniad Bartter, kaliomwadisvec'h henek familhel gant kaliomdroazhusvec'h ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez erzerc'h adalek ar vugeliezh dre an ustroazh, ar goursec'hed, ar goulerc'h kreskiñ, usvec'h an aldosteron diwar usvorc'h an angiotensin da heul uswe kentael ar benvegadoù nes-bloueig, an alkaloz hag an dedaniezh ; klañvadur arwashaus, marvus dre zigempouez dourkevionel pe skorted al lounezhi.

bronchique chronique obstructivechronic obliterative bronchitisskeventfo henek stevius ― Geriadur ar vezekniezh

Bronkezfo eus rumm ar bronkezskeventadoù henek stevius, naouus dre ar paz hag ar c'hraostañ e-doug lies miz eus ar bloaz war dri bloaz da nebeutañ (despizadur reuziadoniel) ; an isvoll foel pe fibrozel eus ar c'horrvronkez flipezenn ha dibenn a leia gwentadur ar skevent war var da zedreiñ en emfizem skevent hag er skorted analadel.

bronchite chroniquechronic bronchitisbronkezfo henek ― Geriadur ar vezekniezh

Keal reuziadoniel dec'heriet evel henn : nep azoniad anezhañ ur paz, padek pe spanaus, kevret gant usvorc'h ar bronkez (ha n'eo ket dre ret ar c'hraostañ), o c'hoarvezout e-doug tri mizvezh, hep ma ve a-undalc'h, bep bloaz ha daou vloaz lerc'h ouzh lerc'h da nebeutañ.

bronchopneumopathie chronique obstructiveobstructive bronchopneumopathybronkezskeventad henek stevius ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad genadel kleñvedoù ar bronkez hag ar skevent naouus dre skorted ar gwentadur, dezho da azon pennañ ar bec'h oc'h enanalañ hag aliesoc'h oc'h ec'hanalañ ; seurtadoù anezho : ar bronkezfo henek, an astma, an emfizem.

chronique ― Geriadur an armerzh
  • (maladie) henek
  • féminin hanezadur g.
chroniquechronichenek aa. ― Geriadur ar vezekniezh

A-zivout un devoud kleñvedel, o tedreiñ gorrek, o padout pell amzer ; dre ledanviñ e komzer eus klañvourion henek ; ar bezañ henek, a-zivout un devoud kleñvedel, eo an henegezh (Gl.  chronicité).

chronique ― Geriadur ar vezekniezh

endartérite chronique entalmerennfo henek il existe plusieurs formes chroniques de la maladie lies furm henek ez eus d'ar c'hleñved inflammation aiguë, subaiguë ou chronique tanijenn lemm, goulemm pe henek insuffisance chronique de l'irrigation skorted henek an eroueriañ maladie chronique kleñved henek péricardite chronique amgalonennfo henek utilisation chronique d'un médicament hirarver ul lia.

CHRONIQUE. ― Geriadur ar bredelfennerezh

attente anxieuse chronique, gortoz enkrezek henek (sl. NÉVROSE D’ANGOISSE) ; psychose chronique, psikoz henek (sl. PARANOÏA) ; terme proposé par Kraepelin pour désigner des psychoses délirantes chroniques, termen kinniget gant Kraepelin da aroueziñ psikozioù ambreel henek (sl. PARAPHRÉNIE).

cirrhose biliaire primitive, cirrhose ou maladie de Hanot-Mac Mahon, cirrhose biliaire xanthomateuse, ictère cholestatique chronique par cholangiolithe et péricholangioliteprimary biliary cirrhosis, xanthomatous cirrhosiskirroz bestlel kentael, kleñved Hanot-Mac Mahon, kirroz bestlel ksantomatus ― Geriadur ar vezekniezh

Naoued avu dibaot, o teraouiñ a-sil goude pemont vloaz gant ar merc'hed peurliesañ, da azon kentañ dezhañ un debron ha, da heul, un ikter henek doues pe douesoc'h, terzhienn, troazhvestlegezh ha livrezh reol an oulennoù, un avu tev ha kalet, ur felc'h usventek, ur gwadusvec'h bilirubin, kolesterol, lipid hollel ha fosfatazoù alkaliek ; e-kerz an dedro emdarzh, marvus bepred dindan 5 bloaz ent keitat, e tinod ksantomoù kroc'hen, misug, dirazekaat, uswask porzhel ; ar prederiadur nemetañ eo treuzplantadur an avu ; dianav eo an arbenn : kevarguziñ a reer ur wikefre unanhangaeel, un tizhad viruzel, un orin hilel.

eczéma chroniquechronic eczemaekzema henek ― Geriadur ar vezekniezh

Plakadoù debronek dihevonn, sec'h nemet da geñver ar resmiadoù lemm, anezho furm liesañ ar c'hleñved.

érythème chronique migrateurerythema chronicum migranseritem henek kilhataer ― Geriadur ar vezekniezh

Dispuilhad oc'h emastenn prim en dro da flemmad un deureugenn, o vont war furm un andell walennek a 30 da 50 cm trogelc'h a chom un nebeut mizvezhioù kent steuziañ.

fatigue chronique, maladies des yuppieschronic fatigue syndromeazoniad ar skuizhnez henek ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad deskrivet en USA, o kevrediñ un asikted vras andispleget hag o padout c'hwec'h mizvezh da nebeutañ, un derzhiennig, ur c'hwarrenn, arzadoù ; an arbenn, kevarguzet, e ve ar viruz EB, gant pe hep mononukleoz poreel, pe viruzoù all (kitomegaloviruz, herpetoviruz).

glomérulonéphrite chroniquechronic glomerulonephritisbloueigfo henek ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad rumm al lounezhadoù boutin etrezo sez an anafoù er bloueig hag un dedro gorrek ha direoliek etrezek ur skorted lounezh marvel ; hogos bepred e stader ur wikefre hangaeel e rezh ar gouzediñ eus hangaegemplezhioù amredat, dibaotoc'h a wech e rezh kelligpistriusted antikorfoù antikennenn.

granulomatose septique progressive, chronique ou familialeprogressive septic granulomatosis, chronic granulomatous diseasegranulomatoz lestel argammedek, granulomatoz henek familhel ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez hêrezhel enkilek, revereet, o tizhout ar baotred, naouus, ken abred ha kentañ bloavezh ar vuhez, dre boreadoù ha linadurioù er gwerblennoù, ar c'hroc'hen hag ar flugez (ar skevent pergen), niverus, adfeilhus ha marvus war verr pe verroc'h termen ; dre ar vezañs en holl organoù eus granulomoù foel ; dre un elwenn gant usniver ar granulokit neutrofil — ar re-mañ a fagokit ar garvevion nemet e vezont divarrek d'o dispenn ; dre wadusvec'h ar gammaglobulinoù, gant reolded an immunoglobulinoù, an antikorfoù amredat hag an erwezhioù dreistkizidigezh daleet ; kiriek eo divigad un enzim (an NADPH oksidaz) o tec'han steuz ar fagokitañ.

Hashimoto : goitre lymphomateux de ∼, thyroïdite ou thyroïdose chronique de ∼, thyroïdose involutiveHashimoto's diseasepennsac'h g. limfomatus Hashimoto, tiroidoz  g. henek Hashimoto, kleñved Hashimoto, tiroidoz atroat ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved a-wechoù familhel, naouus ent neuziadurel dre ensiladur limfokit ha skleroz leiek ar skoedenn, ent klinikel dre ur pennsac'h strewek kalet kevret gant arouezioù gougel miksedem, o tizhout ar maouezed en o rageizikvan, ent ardarzhel dre un anadenn unanhangaeañ, ar skoedenn o vezañ gwazhet gant unanantikorfoù antiskoedenn diwanet da heul un ec'hwazhiad tiroglobulin, ent vevoniel, dre usvec'h an tireostimulin (TSH), an antikorfoù antitiroglobulin hag antitiroperoksidaz.

hépatite chroniquechronic hepatitisavufo henek ― Geriadur ar vezekniezh

Poread an avu manguñv alies en e zeroù, o tedreiñ gorrek dre resmiadoù terzhienn hag ikter etrezek ur c'hirroz gant usvent an avu hag ar felc'h, krennet a-wechoù gant ar marv dre wadliñvoù diwar uswask porzhel, koma avuien pe dic'henezhadur yud ; naouus ent neuziadurel dre anafoù kantet en deroù er gremoù etreflipezennel (ensiladur plasmolimfokitel), stad anvet avufo henek trebadek (Gl.  h. c. persistante) ; en un eil stad, dre aloubidigezh ar flipezennoù ha gwazhadur kentañ kelligoù an avu, an avufo henek gwezhius (Gl.  h. c. active) eo ; un trede stad, ar c'hrevusañ, an avufo henek keuzius (Gl.  h. c. agressive), eo hini marvennadur ar c'helligoù avu ; en orin an avufoioù henek emañ an avufoioù C dreist holl, B ha D ivez, nepred A, an avufoioù liaien hag an avufoioù unanhangaeel (sl.  cirrhose post-hépatitique).

histoire (événementielle), chroniqueHistoriehanez ― Gerva an brederouriezh
insuffisance rénale chroniquechronic renal failureskorted lounezh henek ― Geriadur ar vezekniezh

Falladur henek arc'hwelioù al lounezh, e dianlen un niver lounezhadoù ganedigel pe arzeuat (bloueigel, tuellennel pe entremezel), naouus dre muiadur argammedek kreatinin ar plasma ha strafuilhoù dourkevionel ; er pleustr, e teznaouer ar s. l. h. pa ziskenn dizeul ar c'hreatinin dindan 90 mL/min dre 1,73 m2 gorread korf ; pazenn dibenn ar s. l. h., pa dremen an dizeul dindan 10 mL/min dre 1,73 m2, a redi d'ar c'harzhañ ezlounezhel war hir dermen hag, en degouezhioù grevusañ, d'an treuzplantadur lounezh.

leucémie lymphoïde chroniquelymphatic leukaemialeukemiezh limfoidel henek ― Geriadur ar vezekniezh

Leukemiezh o tarvezout e tro an oad a 60 vloaz, naouus dre neridigezh ar gwiad limfoidel hag aloubadur ar bevedeg gant limfokit azv, hogos bepred eus ar rizh B, dibaot kaer eus ar rizh T, a ra etre 70 ha 99 % eus kelligoù ar gwad (50 000 ar gwadfeur anezho) hag an hanter eus kelligoù ar mel, kevret gant c'hwarrennoù hollek, avufelc'husvent, feur izel an immunoglobulinoù er gwad ; goude ur prantad a lies bloavezh stabilded, e tedro d'ar marv dre an amwad, an olpladanoù ha rouestladoù poreel.

leucémie myéloïde chronique, leucose myéloïdechronic myeloid leukaemialeukemiezh vieloidel henek ― Geriadur ar vezekniezh

Paotañ furm leukemiezh, naouus dre un usvent bras a 'r felc'h hag un usvent argrenn a 'n avu, ur gourelwenn etre 100 000 ha 300 000 oc'h angorzhañ an holl ac'hadoù leukokit, dreist holl ar granulokit eozinofil ha bazofil hag elfennoù yaouank na gaver ent reol nemet er mel ; studi ar genrizh a laka war wel hogos bepred ar c'hromozom Filadelfia ; en desped d'ar skin- ha d'ar c'himigurañ e chom an dedro marvus dindan dri bloaz (sl.  chromosome Philadelphie, myélomatose, myéloprolifératifs : syndromes ).

lombarthrie, lombarthrose, arthrose lombaire, rhumatisme lombaire chroniquelumbar osteoarthritisartroz g. dargreizel, dargreizartroz, remm g. dargreizel henek ― Geriadur ar vezekniezh

Furm remm dic'henezhadel henek lec'hiet el livenn dargreiz hag o tevoudañ argrommadoù diwar zistummadurioù ar mellennoù (choukadoù, soutadoù, askorndeñvennoù) ha laurioù kriz a-loan pe a-goazez.

lupus érythémateux chroniquelupus erythematosus, discoid lupus erythematosuslupuz eritematus henek ― Geriadur ar vezekniezh

Dermatoz naouus dre ur blakenn hevonn ruz, un nebeut ensiladek, gourc'hennus, o skoanañ en he c'hreiz, sezet war ar parzhioù dizolo : fri, divvoc'h, divskouarn, brigenn, daouarn, ha war glaourgenn ar genoù ; deskrivañ a reer furmoù strizhkantet pe diskoidel, gant ensiladur hag hiperkeratoz muiek ha kleizennadur sklerozek ; ha furmoù emdizhat, diavas, darwazhus, o tedreiñ dre resmiadoù emledus hag argizus ; anaez spegus, adfeilhus ha kuñv peurliesañ ; dianav eo e arbenn.

mononucléose chronique : syndrome de ∼chronic mononucleosis syndromeazoniad ar mononukleoz henek ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad pore dibaot diwar viruz Epstein-Barr, o padout mizvezhioù ha bloavezhioù, naouus dre ezreolderioù an hangae dourennel ha kelligel kevret gant erzerc'hadoù diseurt : usvent an avu, ar felc'h hag ar gwerblennoù, avufo henek, skeventfo entremezel, azoniad ar misug, gwazhiedsaefo.

myélite chronique interstitielle ◊ ◊ melfo ― Geriadur ar vezekniezh

pe eskern velfo henek entremezelFurm eus ar mieloz angweüs, skleroz ar mel eskern, aloubet gant kelligoù histioidel, skoilhus ouzh paridigezh an hemati, ar granulokit hag ar pladanoù.

NOTENN : En un darn vras eus ar yezhoù hag e TA, e tave ar stirann -myel- war un dro d'ar mel a-livenn ha d'ar mel eskern. Daoust d'o evezh bras evit pourchas termenoù sklaer ha diforc'hell, en dro-mañ ne zeuas ket aozerion ar PNA hag an TA a-benn da emglevout evit diraez an disparti geriadurel. Hiziv, evel kant vloaz 'zo, da intent -myel- n'eus da amoug nemet ar boazioù arverañ hag ar c'hemperzh. Neoazh, evit diren amsteriegezh termenoù 'zo e kinnigan ouzhpennañ furmoù evel livennvelfo, eskernvelfo e-kichen melfo.

néphrite chronique avec perte de potassiumpotassium-losing nephritislounezhfo henek kaliomadavadel ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad dibaot lestrlounezhfo naouus dre ur skorted lounezh gant reñver ezvevennañ ar c'haliom dre an troazh, fuad o tec'han ur gwadisvec'h kaliom hag alkaloz kennevidel, erzerc'haet gant glazoù, asikted kaherel garv peluzus a-wechoù, tuadur d'ar c'hoempad.

néphropathie tubulaire chroniquechronic tubular nephritislounezhad pibellel henek ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez naouus dre zaralladur un pe lies arc'hwel eus ar pibelloù, gwech lodek en ur skorted lounezh bloc'hel, gwech digenvez hag o vezañ neuze pe ganedigel kentael, pe eilvedel da gleñvedoù hêrezhel ar c'hennevid (kistinoz, glikogenoz, kleñved Wilson, h.a.), pe c'hoazh da bistriadurioù.

ozène, rhinite chronique fétideozenaozen g., frifo g. henek louvus ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez glaourgenn ar fri, da azon pennañ anezhañ ar flaer taolet gant an divfron ; stadañ a reer isteñv ar glaourgenn hag an askorn danlec'hiet, ur glaourlin ha trouskennoù gell o c'holeiñ speur kavenn ar fri ; gwezher an o. a ve Klebsiella ozenae (sl.  cacosmie, cacostomie).

pancréatite chronique héréditairehereditary chronic relapsing pancreatitisilgreizfo henek hêrezhel ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved treuzkaset er mod aotozomek trec'hek oc'h erzerc'hañ adal ar vugeliezh dre gaouadoù kof laurus hag adfeilhus ; en oadour e vez naouus dre arouezioù skorted ha razekadurioù en ilgreiz.

paralysie générale progressive, périencéphalite chronique diffusegeneral paralysis on the insaneseizi g. hollek argreskus, envedi b. beluzel ― Geriadur ar vezekniezh

Rouestlad goulerc'hat a 'r sifiliz, naouus, ent neuziadurel dre un danijenn strewek ar c'hreizennoù nervel hag ar goloioù anezho gant bezañs Treponema pallidum er gwiadoù, ent klinikel dre zisleberadur argammedek ar meizerezh, un ambren (meurvreadezh) ha strafuilhoù nervel : luziadur ar gomz, maboù lagad distummet, kren an teod; dedreiñ a ra d'an envedi ha d'an andalc'hiadezh ; darvezout a ra ar marv dindan 3 pe 4 bloaz.

NOTENN : Da envel ar c'hleñved-mañ eo boaziek ar gerioù Gl.  paralysie, Sz.  paralysis, Al.  Lähmung, evit da steuz al loc'hañ bezañ un azon a eil renk. Kinnig a ran ivez ober gant Br.  seizi ha peluz. Ne 'm eus ket kredet terriñ an henvoaz, seul gent ma 'z eo dibaot kaer hiziv ar sifiliz “pervedel” (sl.  syphilis).

pemphigus chronique bénin familialbenign chronic familial pemphiguspemfiguz henek kuñv familhel ― Geriadur ar vezekniezh

Kroc'henad dibaot eus stroll ar pemfigoidoù, familhel, treuzkaset er mod trec'hek, o tarvezout gant an oadour yaouank, naouus ent klinikel dre blakadoù eritematus, warno gloevennoù, sezet war ar gouzoug, an divgazel, plegoù ar varlenn hag ar rannbarzhioù fraezhganadel, dre vonanded ar stad hollek hag e guñvded daoust d'an adfeilhoù a-hed ar bloavezhioù ; ent wiadoniel dre anafoù akantoliz hebiat da vevadegezh ar c'helligoù.

poliomyélite antérieure chroniquechronic anterior poliomyelitislouetvelfo araok henek ― Geriadur ar vezekniezh

Distruj gorrek hag argammedek ar c'helligoù eus kerniel araok ar mel alivenn, o tec'han un dedroadur gorrek kenan eus isteñv ar c'higennoù (sl.  Werdnig-Hoffmann : amyotrophie de ).

polyarthrite chronique de l'enfant, polyarthrite chronique juvénileStill diseaseliesarzfo henek ar vugale pe ar yaouerion ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez paotoc'h gant ar merc'hed, o teraouiñ e-tro an oad a 4 bloaz, naouus dre goeñv ha laur kemparzhek kenvelloù an daouarn, an daoulin hag an treid, uheladur bras tizh gouelediñ an hemati, elwenn neutrofil ; alies, da geñver ar resmiadoù, e c'hrevusa an anafoù, o lezel nammoù war o lerc'h (tromaotoù, direizhoù ar c'hreskiñ), rouestladoù lagadel (koraelenvezfo, kornsaefo, ferennlug) ; er furmoù rustañ (furmoù reizhiadel — d'ar re-mañ ez amberz an aozerion c'hallek an anvad maladie de Still), e kaver kevredet uswrester, yazadoù, gwazhadoù amgalonenn, krezenn, ampelenn, felc'husvent ha gwarrennoù ; andispleg e chom arbenn ar c'hleñved, ha prouenn ebet n'eo deuet da harpañ ar goulakadurioù poreel pe hangaeel.

polychondrite atrophiante chroniquechronic atrophic polychondritisliesmigornfo g. isteñvus henek ― Geriadur ar vezekniezh

Kleñved dibaot, kevret gantañ anafoù lagad (amlersaefo, sl.  épisclérite, koraelenvezfo, sl.  iridocyclite , kevresaefo, sl.  conjonctivite) ha steuziadur dic'henezhadel klok pe klokoc'h ar migern, hemañ o tizhout ar fri (fri trouskin (sl.  nez en lorgnette), an divskouarn, ar c'henvelloù (liesarzfo laurus ha disneuzius) ha, dreist holl, ar forzhioù analañ : boukaet emañ kebradur migornel ar vriant hag ar vronkez ha, dre se, diaezet grevus ar gwenterezh ; dre resmiadoù e tedro ar c'hleñved, en ur rouestlañ alies gant tizhadur ar stad hollek hag ar galon ; dianav eo e arbenn ; troet emañ an imbourc'herion etrezek goulakadennoù un orin enzimatek, unanhangaeel pe hangaegemplezhel.

prurigo simplex chronique ou vulgaireneurodermatitisprurigo g. eeun henek pe boutin ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad prurigo naouus dre un debron feuls ha kravat, o tisoc'h gant ul linadell, un eritem ha goude gant likenekadurioù muiek kevret gant burbuennoù ha livegadoù, un ekzema ha klisiadennoù. Padout a ra an dermatoz-se bloavezhioù. Ar prurigo eeun henek a c'hell bezañ strewek (likenekaat strewek, debron hennadek strewek Brocq ha Jacquet) pe kantet (plakenn likenekaat, liken eeun henek Vidal, debron hennadek henek kantet Brocq ha Jacquet).

psychose hallucinatoire chroniquepersecution complexpsikoz trezerc'hadel henek ― Geriadur ar vezekniezh

Psikoz naouus dre zeveizadurioù ambreek, a rizh gant mennozioù heskinadur ha trezerc'hioù (sl. idées de persécution).