• choc aérien, blessure par souffle, blast injury aerstroñsad, bloskanafad, fuc'hanafad • choc anaphylatoxinique bleuz darwallvanel • choc cardiogénique à la suite d'une intervention de chirurgie cardiaque bleuz kalonien da heul ur gwezh surjianel war ar galon • choc de la pointe du coeur horos kern ar galon • choc hypo-volémique bleuz gwadisventel • choc réversible bleuz eiltroüs • dû au choc des surfaces articulaires diwar genskeiñ an talbennoù kenvellañ.
Bleuz darwalladel devoudet gant ensinkladur an allergen spesadel da geñver ur prouad deznaouiñ pe ur gur digizidikaat.
Bleuz o c'hoarvezout trumm un nebeut munudoù goude ensinkladur un antigen ez eo bet ar gouziviad kizidikaet outañ dre berzh un ensinkladur diagent, da azonoù dezhañ debron hollek, gwelvded, enkrez, yenaat, koma ; er furmoù skañvoc'h e stader gouliñvoù kroc'hen-glaourgenn, linadell, paz, trec'hwezh astmavanek ; gwikefre ar bleuz darwalladel eo an dazgwered hangaeel etre an antigen hag an antikorf gwadveizel spesadel (reagin) bezant war ar c'helligoù bazofil, a ra d'ar re-mañ dilaoskiñ hanteradoù kimiek gwazhiedfrankaer, an hini pennañ anezho o vezañ an histamin.
Santadur ur stok hag un harz pa laka an imbourc'her treñv an troad da riklañ war dreuz en ur zerc'hel ar c'har difiñv : an azon eo eus diempradur gevel an ufern dre un torr (sl. ballottement du pied : signe du ∼ ).
Skorted lemm an amred gwad devoudet gant ur poread, dreist holl diwar hadennoù Gram - ; bleuz o teraouiñ dre ur gridienn hag ur renn terzhienn uhel ha trumm. ; bleuz o teraouiñ dre ur gridienn hag ur renn terzhienn uhel ha trumm.
Bleuz ma chom hogos reol ar gwask talmerel hag an eroueriadur gwad trobarzhel bennozh d'an ustead kalon ha d'ar gwazhiedstrishaat trobarzhel.
Bleuz naouus dre ur c'hoempad diwar ur gwazhiedfrankaat trumm ha muiek : goude un daraez, e kerz poreoù 'zo (tifoid), un darwallad, h.a.
Santadur poentek, a-gorvez gant ar poulz, merzhet gant an dorn harpet ouzh rannbarzh kostezel araok kleiz ar brusk, o klotañ gant horos kern ar galon da geñver ar sistol.
Hentenn arveret da brederiañ migorvezioù kalon 'zo, anezhi diskargañ ur bec'hiad tredan e-doug un amzer verr tre a-dreuz d'ar brusk.
Stumm a vez gant tos ar gern da geñver usvent ar c'hofig kleiz, heñvel ouzh santadur ur voull o koeñviñ er voz.
Santadur ouzh bizied an imbourc'her o teuta ar grozh vec'hiek pa zistro da horosiñ outo blein ar grouell o doa pouezet warnañ (sl. ballottement foetal).
Bleuz o c'hoarvezout e kerz un oberatadenn surjianel, diwar hirbad ar gwezh, ar c'holl gwad, an digempouez dourennel, disfreg ar gwiadoù.
Santadur ur stok merzhet gant biz an imbourc'her pa bouez trumm war dalbenn araok ar padelleg, an askorn-mañ o vont da skeiñ ouzh an askorn morzhed, o lakaat erzerc'h ur fennad liñvenn er glin.
Santadur ur stok diwar genskeiñ talbennoù kenvellañ an askorn morzhed hag ar skin da geñver fiñvoù nesaat-pellaat ar c'har war ar vorzhed, oc'h erzerc'haat rogad stagelloù kengostezel ar glin.
Bleuz gwresterek kevret gant eritroderma skarlegvanel ha tizhadoù grevus ar pugnez, dec'hanet gant un toksin stafilokokel.
Azoniad klinikel a-geñver gant divig lemm amred ar gwad, o tisoc'h gant an isvec'h oksigen er gwiadoù, ar morgud, an asikted, yenaat an eizhaennoù, an iswrester, ar poulz bihan hag herrek, an isvorc'h troazh ha koemp ar gwask talmerel ; div wikefre a zeskriver d'ar bleuz : 1) pe bleuz gwadisventel, gant leiad trumm an distro gwazhiennel a) dre zigresk tolz ar gwad amredat (gwadliñv, daraez, devad, oberatadenn), b) dre zourisvec'hiañ lemm ha koll natriom (darc'hoal, c'hweladoù puilh, kleñved Addison pe akidoz diabetel), c) dre wazhiedfrankaat hollel (bleuz darwalladel, damougel, pristriadel, poreel, gwadvakteriel), 2) pe bleuz kalonien, gant skorted lemm leuniadur ar galon e dalc'h a) ur c'houchadur, b) un ustead muiek, c) un angwazhiad, d) ur c'halongaherfo, e) un enfroù skevent bloc'hek, f) un isvoll aortek ha mintrek strizh.
type de névrose où l’apparition des symptômes est consécutive à un choc émotif, rizh neuroz a ziwan e azonoù da heul ur stroñs fromel (sl. NÉVROSE TRAUMATIQUE).
Gwagenn wask pellennek dewerc'het dre araezadoù tredanliñvrenel, gwasktredanel, tredanwarellel, usstenioù (sl. lithotritie).
Skorted analadel lemm o tarvezout e bogvezh pe e souzvezh ur bleuz gwadisventel (poreel ar peurliesañ). Azonañ a ra dre un analerezh herrek kenan, enkrez, kefroù, un dulaz na zereizh ket an oksigengurañ. Alies kenan e vez marvus an dedro, pe en un nebeut eurvezhioù pe dindan 2 pe 3 deiz e-kreiz ur bleuz dieiltro gant gouliñv skevent, pe dindan 10-20 devezh dre skorted analadel argreskus diwar dinodadur herrek ur fibroz entremezel ha logigel kevret gant trombozioù korrwazhiedel ha diwanadur lienennoù gwervanek el logigoù (sl. choc, détresse respiratoire de l'adulte, membranes hyalines).
Protein enaozet da heul ur c'heuziad gwrezel, oloksigenel pe all, ouzh ar bevedeg.
Skorted lounezh lemm heskwadien diwar koemp trumm ar gwask talmerel, dezhi lies arbenn : bleuz gwadliñvien, daraez, azoniad ar flastr, gwezh surjianel, bleuz pistriboreel, h.a. (sl. Bywaters : syndrome de ∼, syndrome d'écrasement, syndrome d'écrasement).