Preder
accident vasculaire cérébral, AVCcerebrovascular accident, strokedarvoud gwazhiedel empenn, orc'had g. empenn ― Geriadur ar vezekniezh

Rouestlad empenn lemm eus ur c'hleñved gwazhied, anezhañ ur boukadur (orc'had boukadel) pe ur gwadliñv empenn pe empenn-pilhon (orc'had gwadliñvel) (sl.apoplexie, ictus).

angiome cérébralencephalic angiomaangiom an empenn ― Geriadur ar vezekniezh

Kammneuziad gwazhiedel e-barzh an empenn, an ilpenn pe ar mel, anezhañ ur c'hehentad etre ar reizhiadoù talmerel ha gwazhiennel hep etrebezañs korrwazhied.

cérébralcerebralempennel aa., ˘empenn ― Geriadur ar vezekniezh

A-zave d'an empenn (sl.  accident vasculaire cérébral, cerveau, encéphale, ramollissement cérébral).

cortex cérébral, écorce cérébrale, manteau, palliumcerebral cortex, mantle, palliumpluskenn empenn, mantell b. (empenn) ― Geriadur ar vezekniezh

Lavnenn steuñvenn louet en dro d'an div hanterenn empenn ; studiet e vez ekeñver he c'hefluniadur (adeiladezh, Gl.  architectonie), trevnadur he c'helligoù (kelligadeiladezh, Gl.  cytoarchitectonie), staladur ar gwiennoù mielinek diouti (mielinadeiladezh, Gl.  myéloarchitectonie).

engagement cérébral, hernie cérébralecerebral herniationempennankad g. ― Geriadur ar vezekniezh

Disvount darnoù 'zo eus an empenn dre igorennoù enklopennel ar bilhonenn dev, anezhañ rouestlad treloc'hel a 'n uswask enklopennel diwar arbennoù lec'hel (gwadliñv, yoc'henn o kreskiñ buan, gwatoñv is-tev daraezel) ; hervez an igorenn, e tiforc'her 1) an ankad dindan falc'h an empenn pe ankad is-falc'h (Gl.  engagement sous la faux, Sz.  subfalcial herniation), stadet alies e tro gouliñv an empenn, oc'h angorzhañ parzh araok an hanterennoù empenn, hep grevusted, 2) an ankad ividig (Gl.  engagement temporal, Sz.  temporal herniation) ma 'z a lodenn draoñ an dolbezenn ividig, linket dre igorenn telt an ilpenn, da amwaskañ kef an empenn, o tevoudañ koma, mabusvoll e tu an anaf, reuter ec'hempennded, ustead kalon, elanal, daskomprad analadel hag alies ar marv diwar gwadliñv e 'r c'hef empenn, 3) an ankad ilpenn pe ankad an huegoù (Gl.  engagement cérébelleux pe amygdalien, Sz.  tonsillar herniation), ken grevus all : emsilañ a ra huegoù an ilpenn dre an toull bras o stankañ ode ar pevare kambr hag o strizhañ an hirvel.

gigantisme cérébralcerebral gigantismkeurempennegezh b. ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad stadet diwar ar c'hanedigezh, naouus dre ur c'hresk savder-pouez re herrek, hep strafuilh enborc'hadel ; dre gammneuziadoù ar c'hlopenn hag an dremm (klopenn ec'honek hag argouc'h, tal ledan ha bolzennek, gwaregoù abrant balirek), bolc'hadur ar c'hambroù empenn ; dre ul labanded hag, a-wechoù, glizi.

hémisphère cérébralHEMISPHERIUM CEREBRIhanterenn b. empenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
hémisphère cérébralcerebral hemispherehanterenn empenn ― Geriadur ar vezekniezh

Tolzenn wiad nervel enklopennel disrannet diouzh an hanterenn all gant falc'h an empenn ha diouzh an ilpenn gant an telt anezhañ, ouzh he ober ur bluskenn ha gronnoù diaz a steuñvenn louet, steuñvenn wenn etrezo (sl.  cerveau).

peptide cérébral natriurétique, BNPbrain natriuretic peptide, BNPpeptid natriomdroasheiat empennel, BNP ― Geriadur ar vezekniezh

Peptid bet dizoloet e 1988 en empenn (alese e anvad) ar moc'h ha borc'het dreist holl gant kelligoù kaher ar c'hofigoù ; dindan imbourc'h emañ an dezventañ anezhañ e-keñver deznaouiñ hag erdebiñ ar skorted kalon : arouez houmañ e ve ur gwadvec'h BNP dreist da 400 pg/mL, tra ma ve reol ar gwadvec'hioù dindan 100 pg/mL (sl.  natriurétique).

ramollissement cérébral ou cérébromalaciecerebral softening or encephalomalacia or cerebromalaciaboukadur empenn pe empennvlodad g. ― Geriadur ar vezekniezh

Annon marvennañ ar gwiad empenn diwar un heskwad dre dromboz pe diwar un enfroù talmerel, oc'h erzerc'haat ent klinikel dre un orc'had. Ent gwiadoniel ez argemm liv ar gwiad gwazhet hervez hended an anaf hag anv zo a vlodadur melen, gwenn pe louet.

trigone cérébralFORNIXkrommenn b. ― Geriadur ar gorfadurezh
tronc cérébral : syndromes du ∼brain stem syndromeazoniadoù g. kef an empenn ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad azoniadoù diwar dizhadur an nervgreizennoù loet etre ar mel a-livenn hag an empenn (sl. bulbaire, protubérantiels ha pédonculaires : syndromes ).