Preder
cellulaire ― Geriadur ar stlenneg
  • logique ― mezoni gelligel [―]
cellulaire : tissu ∼ sous-cutanésubcutaneous cellular tissuegwiad g. kellaouek endan-groc'hen ― Geriadur ar vezekniezh

Furm eus ar gwiad kenglenel loet dindan ar c'hroc'hen, anvet c'hoazh gwiad kenglenel laosk (Gl.  tissu conjonctif lâche) dre ma vez rouesoc'h enni ar gwiennoù kollagen, pe gwiad lavnennek (Gl.  tissu lamelleux) dre ma vez stalet e rezh kennennoù tanav ; hervez an aozerion ez eo ar gwiad kellaouek pe ur parzh eus ar c'houdonenn, pe ar c'houdonenn he unan, pe ur gwiad dioutañ loet etre ar c'houdonenn hag ar faskienn ; evit aozerion all ez eo ankantrat lakaat kemm etre ur gwiad kellaouek endan-groc'hen ha stummoù all ar gwiad kenglenel.

cinétique cellulairecellular kineticskorzhoniezh ar gellig ― Geriadur ar vezekniezh

Termen leterc'hadek da aroueziñ ar studi eus kenheuliad ha padelezh lankadoù nergor ar gellig, dedalvezet da amprouiñ an aozadoù enepkankrek (sl.  cinèse, cycle cellulaire).

culture cellulairetissue culture, cell culturetiñvañ kelligoù, tiñvañ gwiadel ― Geriadur ar vezekniezh

Derc'hel bev greadoù kelligoù o tont eus organoù denel pe loenel (lounezhi marmouzion, skevent rizhelloù denel, yoc'hennoù) pe eus klonoù ; arveret e vez an tiñvadurioù kelligel er Vakteriouriezh evel meteier tiñvañ ar viruzoù ha bakteri 'zo (sl.  culture bactérienne).

cycle cellulairecell cyclenergor g. ar gellig ― Geriadur ar vezekniezh

Kenheuliad lankadoù emrannañ ar gellig ; goude ur prantad eraozañ G1 (Sz.  gap 1), e teu al lankad S (Sz.  synthesis, enaozañ an histonoù, enaozañ hag azeilañ an DNA), al lankad eraozañ G2 ha, d'e heul, al lankad M (mitoz) o klozañ an nergor hag o tifourkañ war ul lankad G1 nevez (sl.  caryocinèse, cinétique cellulaire, mitose).

déshydratation (intra)cellulaire : syndrome de ∼syndrome of (intra)cellular dehydrationazoniad an dourisvec'h enkelligel ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad azonoù diwar usgrenn ar plasma : itik, sec'hded glaourgenn ar genoù, koll pouez, asikted, morgud, trec'hwezh, terzhienn vihan, istroazh, gwadusvec'h urea ; azoniad dec'hanet gant usvec'h kevionennoù ar plasma (natriom) hag ar c'holl dour, pe lounezhel (diabet heuz, skorted lounezh), pe koazhadel (c'hweladurioù, darc'hoal, suc'hadur stomok, skorted an euvriñ dour), pe kroc'henel (c'hweziñ), pe analadel (briantenbenañ) ; da rouestlad e c'hell darvezout ar c'homa uc'hosmoler ; ar prederiadur eo diounit dileizhennoù isgrennek hag erskrivañ ur reol voued hep holen.

formule cellulaire ou cytologique ◊ ◊ kelligrestrad g. ― Geriadur ar vezekniezh

Kenfeur ketep ar seurtadoù kelligoù bezant en ul liñvenn vonan pe gleñvedel.

hyperhydratation cellulaire : syndrome d'∼cellular hyperhydration syndromeazoniad an dourusvec'h kelligel ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad an azonoù eilvedel d'an isgrenn ezkelligel (sl.  hypotonie osmotique du plasma : syndrome d' ) ; darvezout a ra a-wechoù hep isgrenn ar plasma diwar vuiaat enaoz an dour e-barzh ar c'helligoù (terzhiennoù hirbad, negezioù).

hyperhydratation extracellulaire avec déshydratation cellulaire : syndrome d'∼ ◊ ◊ azoniad dourusvec'h ezkelligel ha dourisvec'h kelligel ― Geriadur ar vezekniezh

Azoniad o kevrediñ, er c'hombod enkelligel, un azdalc'h natriom hag un azdalc'h dour bihanoc'h a-genfeur ; ent klinikel, emañ erzerc'haet an dourusvec'h ezkelligel dre c'houliñvoù hag an dourisvec'h kelligel dre sec'hded an teod, an itik, an derzhienn, ar c'hefroù hag a-wechoù ar morgud ; azoniad o tarvezout er broezioù tomm gant ar c'houliñveion (kleñvion kalon, lounezh pe avu) oc'h ezvevennañ an dour dre o c'hroc'hen hep ezvevennañ reñver an holen ; prederiet e vez dre ziounit dour.

hypersensibilité différée ou retardée : réaction d'∼, réaction d'hypersensibilité à médiation cellulaire ◊ ◊ erwezh  g. dreistkizidigezh daleet pe ampellet, erwezh dreistkizidigezh kellighandizhek ― Geriadur ar vezekniezh

Erwezh hangaeel o c'hoarvezout gant gouziviaded ankizidikaet etre 24 ha 36 h goude keraezad un antigen allevek ; erzerc'haat a ra ur c'henniñv antigen-antikorf, diwar wered al limfokit T hag ar makrofag, kelligoù o piaouañ araezioù kelligpistriusted hag o vorc'hañ limfokinoù (ha n'eo ket diwar wered antikorfoù rakvezant er gwadveiz) ; e stadañ a reer e tro an erwezhioù kroc'hen ouzh an tuberkulin, ar flemmadennoù amprevaned, an aozadoù kimiek, en orin distaol an imboudennoù unspesadien, en erwezhioù difenn enepbakteri e-kerz an dorzhellegezh, ar brukelloz, an toksoplasmoz, al lovrezh, h.a. (sl. allergie, auto-immunité, hypersensibilité2, mémoire immunologique).

logique cellulairecellular logicmezoni gelligel ― Geriadur ar stlenneg

Trevnadur mezoniel amparet gant etrekennaskadur un niver bras a amredoù unrezh anvet kelligoù.

membrane cellulaire ou plasmique, plasmalemmeplasma membranekoc'henn b. ar gellig, plasmalemm g. ― Geriadur ar vezekniezh

Golo en dro da zanvezenn ar gellig, anezhañ gwiskad daouek fosfolipidoù ensiket enno proteinoù koc'hennel a zo reoù anezho proteinoù dezougen (dezougen gouzañvat : ionganoù ; dezougen oberiat : porzherioù) ; re all o vezañ pakerioù arhentoù ezkelligel ; ar glukid koc'hennel (pe glikokaliksoù) zo anezho glikolipidoù ha glikoproteinoù ; gant ar goc'henn e vez un dredanvleinegezh (er paouez : leiel a-ziabarzh, muiel a-ziavaez) (sl. canal ionique, pompe à protons, pompe à sodium, potentiel de membrane, protéines G, récepteur 2, stabilisateur de membrane).

thérapie cellulairecell therapykellgurañ ― Geriadur ar vezekniezh

Prederiadur atav dindan arnod, anezhañ erlec'hiañ ouzh kelligoù distrujet (dre goshaat pe varvennañ) kelligoù nevez erlamet diouzh ar gouzrec'h e unan pe gounezet dre gloniñ.