Ezvezañs pe skorted er bevedeg eus un pe lies danvezenn diziouerus d'ar c'hennevid ; kemm a lakaer etre an negezioù enankañ (negez bouedel, negez heol) hag an negezioù danveziñ (negez koazhadel, negez mezhurel), ivez etre an negezioù bloc'hel (isvag pe anvag) hag an negezioù hanbarek (negez vitaminoù, negez halioù meinel, negez amindrenkennoù, h.a.).
Termen arveret gant bredoniourion 'zo da verkañ stadoù deskrivet gant re all evel dilerc'hegezh kantaezel, gouvid gouskorel, neuroz emzivated, o tizhout bugale o devez dioueret un darempred bastus ouzh o mamm (sl. arriération affective, dépression anaclitique, névrose d'abandon).
Skorted an araezioù difenn emdarzh ar bevedeg, pe an araezioù anspesadel (fagokitoz), pe an erwezhioù spesadel a hangae dourennel pe gelligel ; diwar diouer ar genel antikorfoù e paota an antigenoù er bevedeg oc'h ober diwanañ hangaegemplezhioù noazus ; e-touez ar c'hleñvedoù diwar hangaezivig emañ an haza (sl. complexe immun, immunité, sida).
Spitz définit l’hospitalisme par une carence affective totale, Spitz a dermen an ospitalegezh evel negez kantaezel bloc’hel (sl. HOSPITALISME).
Rouestladoù goulerc'hat d'ar poreadur gant ur retroviruz eus an iskerentiad Lentivirus, ar VIHAD (viruz an hangaezivig arzeuat denel, Gl. virus de l'immunodéficience acquise humaine, HIV, VIH, Sz. human immunodefi-ciency virus, HIV), oc'h enteiñ dre geraez glaourgennel pe drewanel, treuzkaset dre an darempredoù revel, ar gwad, ar sankadennoù pe gant ar vamm d'ar bugel (e-kerz ar vec'hiegi, ar gwilioud pe al laezhañ) ; dre boreañ ha distrujañ al limfokit T harper (sl. cellules T auxiliaires) T4 pe CD4, e tevoud isniver al limfokit ha divig an hangae kelligel, dre se e laka da zinodiñ poreadurioù koulzataer grevus ha kankroù ; bez' e vez un entremez hir pe hiroc'h (10 bloavezh ent keitat) etre an tredizhañ hag an ampoent ma tiskenn feur al limfokit T CD4 dindan ar gwehin a 200/mm³ gwad ha ma krog erzerc'hadoù eilvedel an hangaezivig da anadiñ — an haza ent strizh eo ; e 1993 e voe savet ur reizhiad rummañ erzerc'hadoù klinikel ar poreadur dre VIHAD : rummad A : kentporead azoniek, poread diazon, c'hwarrenn hollek trebadek ; rummad B : angiomatoz bazhellel, miwe gouzoug ar grozh, terzhienn 38,5°C pe darc'hoal e-doug ouzhpenn miz, kandidiaz adfeilhus ar genoù, ar c'hargadenn pe ar gouin, senkl arreadek pe aloubus, leukoplaziezh kreoñek an teod, purpura olpladanel hennadek, korzennfo gant pugnezioù, nervennaoued trobarzhel, h.a. ; rummad C (darbennet evel despizadur haza an oadour) : kandidiaz ar bronkez, ar vriant, ar skevent, an treizher, kankr aloubus gouzoug ar grozh, kriptosporidioz ar pervez e-doug ouzhpenn miz, poread dre CMV (kitomegaloviruz) al luc'hsae ha dallder, poreadoù dre CMV a lec'hiadurioù all, poread dre empennaoued dre VIHAD, eror strewek : angreizhoù henek er skevent hag en treizher, sarkom Kaposi, limfom immunoblastek, poread dre vikobakteri strewek skeventel pe ezskeventel, skeventfo bakteriel arreadek dre Pneumocystis carinii, gwennempennaoued liesannon argammedek, gwadlestegezh arreadek dre Salmonella, toksoplasmoz en empenn, fallezh a 'r VIHAD ; viruz an haza a ra d'ar bevedeg parañ antikorfoù na spiront ket d'e neptuiñ ; ar vezañs anezho a lakaer war wel dre ar gwadveizprouad, alese an termenoù gwadveizyaek, gwadveiznac'hek (Gl. séropositif, séronégatif) arveret da aroueziñ ar c'houziviaded hervez ma tinoer pe get antikorfoù VIHAD en o gwad ; evit c'hoazh ne bareer ket an haza, gevennañ ne reer ken an dedro anezhañ dre ziounit enepviruzeier (triyac'hadur), hangaearoulevieroù, bevastalerioù, mitozastalerioù ; e diouer ur prederiadur pareañ, ez arbouezer an diarbennoù ergurañ : stummañ ar c'hoskor arouelañ, koulzadoù stlennañ dre ar mediaoù ; amkan pennañ an imbourc'hioù hiziv e chom kevrikaat ar vaksin enephaza.
Gouliñv hollek gant pe hep fennadoù el levrgennoù a stader er prantadoù dienez gant an dud diret d'un hanren digempouez ha diouerek ennañ ar c'hig hag an druzennoù ; kevredet e vez gant eldroazh, treutadur, gwanded hollek, istead kalon, amwad, usvec'h muiek an dour hag isvec'h ar protidoù er gwad ; anaez hemañ a reuzias a-vloc'h er c'hampoù prizonidi ha hangasidi da vare an eil Brezel bed.
Seurtad askornvlodad devoudet gant an diouer kalkiom, fosfor ha vitamin D, naouus dre laurioù ha torroù emdarzh diwar dirazekaat strewek an atel.