1 A-zave d'ar galon. 2 Gant un anaez kalon. 3 Gouziviad un anaez kalon. 4 E dianlen un anaez kalon.
1 Rrannbarzh a 'r galon ma tiwan ent emdarzh ar wagenn vroudañ, er stad reol ar c'hlom god-kentez (sl. commande instable). 2 sl. stimulateur cardiaque.
Paouez an argrezadoù kalon o tevoudañ arsav an amred ha mannelezh ar gwask talmerel.
Trec'hwezh grezvarrek diwar gouliñv ar bronkez devoudet gant skorted dehou ar galon.
Mire kentez-kofig diwar ur gammneuziad er gwiad kalonaoter etre ar c'hlom god-kentez ha kavaz an hordenn gentez-kofig.
Gorregañ (tolc'had diglok) pe arsaviñ (tolc'had klok) eus treled gwerederezh tredan ar galon ; hervez an degouezhioù e sez ar mire (direizh an tredanren) : 1) er c'hevre god-kentez (tolc'had god-kentez) ; 2) etre an daou gentez (tolc'had etre-kentezoù) dre anaf hordenn Bachmann ; 3) etre ar c'hentezoù hag ar c'hofigoù (tolc'had kentez-kofig) ; 4) war varroù dehoù pe gleiz an hordenn gentez-kofig pe hordenn His (tolc'had barr) pe en ur c'havaz eus ar barr kleiz (tolc'had rannvarr araok pe adreñv) ; 5) e par rouedad Purkinje (tolc'had bleñchennoù, tolc'had rouedad, tolc'had purkinjeel, tolc'had annonek) ; 6) e par speur ar c'haher kalon (tolc'had speur), tolc'had hemañ na ziforc'her ket peurliesañ diouzh an tolc'had purkinjeel.
Er grouell, kildroenn furmet gant ar ganol arc'hkalon, eeunennek en deroù ; argein ar wedenn, a-zehou ent reol, a zitour lec'hienn ar c'hofigoù.
Tizhadur ar galon da geñver ur remm lemm a 'n arzoù, naouus dre zireizhoù liesseurt : mire, tanijenn an enkalonenn hag an amgalonenn (sl. Bouillaud : maladie de ∼ ).
Ardivink ensteudadus amkanet da amsaviñ ar galon fellat, pe ent padennek (war c'hortoz eus un treuzplantadur), pe da vat.
Kementad gwad erlusket gant pep kofig eus ar galon e-doug ur munud (arouez Q° ), e-tro 5,5 l ent reol ; muzuliet e vez dre bennaenn Fick pe diwar-bouez dizolc'hiñ ur merker dre liv pe dre wrez (sl. Fick : principe de ∼, index cardiaque, thermodilution, index cardiaque, thermodilution).
Kahergellig unkraoñellek, enni kaherwianoù unluniad gant re ar c'higennoù rizennek, oc'h argrezañ andiarvenn, a-gorvez hag emgefreek.
Anaez dianav e arbenn, o tarvezout gant ar vagadell pe ar bugel yaouank, naouus, ent neuziadurel, dre devadur bloc'hel an enkalonenn, aet ganti un arvez laezhek, porselenek ha paotaet enni gwiennoù kenglenel, re zastennek dreist holl ; ec'honek eo ar galon, usvollek hag usteñvek ar c'hofig kleiz ; ent klinikel, dre strafuilhoù koazhadel, dilerc'h ar c'hreskiñ, hag abred skorted ar galon gant trec'hwezh ha gouliñv ar skevent ; marvus eo hogos bepred.
Darwazhiadur an avu dre gildassav diwar skorted kalon ; pa vez an avu o koeñvin-digoeñviñ hervez ma washa pe ma wella stad ar galon e reer anv eus avu akordeoñs (Gl. foie accordéon, Hanot) ; pa vez koeñvadurioù an avu a-gellusk gant lammoù ar galon, azon ar skorted tribroudek, e komzer eus avu talmus (Gl. foie systolique).
Kementad gwad erlusket gant pep kofig e-doug ur munud dre vetr karrez eus gorread ar c'horf (ec'hongaster gorreel, L1T -11), 3,2 l ent reol (sl. débit cardiaque).
Niver disoc'h ar riñvenn :
(P 1 – 70) + 2 (P 2 – P 0 )/10,
P 1 o vezañ niver ar poulzadoù dre vunud goude 30 kluchadenn graet dindan 45 eilenn, 70 poulz keitat un den yac'h 20 vloaz, P 2 niver ar poulzadoù ur munud goude deroù kemeradur P 1 , P 0 o vezañ poulz ar gouzrec'h azezet, er paouez ; merk ur galon nerzhek eo un ditourenn etre 0 ha 5, ur galon geitat etre 5 ha 10, gwan etre 10 ha 15, dreist 15 ez eo naouus d'ur galon deusk.
Dic'halloud ar galon da vastañ da ezhommoù gwadloc'honiel ar bevedeg ; kevassavet pa vez arzalc'het an ec'hongas dre araezioù azasaat naturel pe yac'hadel, digevassavet pa na spir mui ar re-mañ en ur bazenn c'hrevusoc'h eus an dedro ; mar bez kevredet gant un azdalc'h dourhalel e reer kel eus falladur kalon darwazhel pe gouliñvel (Gl. i. c. congestive pe oedémateuse) ; a) ent klinikel, ez erzerc'h dre un ustead kalon hag arouezioù dassav en argrec'h : trec'hwezh strivadel, gouliñv skevent evit ar s. k. kleiz, gouliñvoù trobarzhel, troazhisvorc'h hag avu kalonien evit ar s. k. dehou ; b) ent arbennel, evit ar s. k. kleiz : isvoll mintrek, uswask talmerel, naouedoù a 'n talmerennoù kuruner hag a 'n trapig aortek, skorted vintrek, naouedoù an enkalonenn, evit ar s. k. dehou : bronkezskeventadoù, enfreier skevent, naouedoù ganedigel 'zo a 'n enkalonenn, kalonnaouedoù kleiz digevassavet o tisoc'h neuze d'ar s. k. bloc'hel (Gl. insuffisance cardiaque globale pe totale) ; c) lies gwikefre a zeskriver : pe un isvoll mintrek pe dribroudek en argrec'h o skoilhañ ouzh leuniadur ar c'hofig, pe un tevadur a 'n amgalonenn hag ur fennad (adiastol ar c'hofig dehou, sl. péricardite constrictive, tamponnade), pe, aliesoc'h, ur s. k. sistotel pe misistol (Gl. dys-systolie), eleze isargrezusted ar c'hofigoù.
Araezad defraouiñ amkanet, pa vez arsav kalon, da assav a-zifrae an amred gwad diziouerus d'an empenn ha d'ar galon, eleze gant ur gwask talmerel 7 pe 8 cm bevargant ; dre al l. k. a-ziavaez pe hep digeriñ (Gl. m. c. externe pe à thorax fermé), e telanker diflistr ar gwad diouzh ar c'hofig dre amwaskañ agorvez ar galon etre ar glerenn hag al livenn ; dre al l. k. a-ziabarzh pe goude digeriñ (Gl. m. c. interne pe à thorax ouvert), war lerc'h bruskenbenañ ha digeriñ an amgalonenn, ez amwasker ar galon a-gorvez etre ar meud hag ar biz yod pe etre an daou zorn.
Anv roet d'an holl rouestladoù krezennskeventel diwar ar c'hleñvedoù kalon, ar skorted kofigel kleiz hag an isvoll mintrek pergen.
Kenheuliad al lankadoù dewerc'het gant ar galon e-doug an arc'hwel anezhi, ar sistol hag an diastol pergen.
Enkalonennfo, kalongaherfo pe amgalonennfo remmien, rouestlad paot remm lemm an arzoù (sl. Bouillaud : maladie de ∼ ).
Ardivink elektronek garventekaet ensteudet dindan groc'hen ar brusk, amkanet da fraouaat, diouzh ur gorvez savelet, ur galon dezhi kreizennoù emgefren bevedel diaraez da gefleuniañ o arc'hwel. C'hoarvezout a ra eus ur glozenn enni tredangelloù litiom hag elektrodoù festet er c'halongaher kofigel. Lies rizh zo : adalfoù ec'houbred oc'h arc'hwelañ ent trebadek ; adalfoù goubred oc'h arc'hwelañ e degouezh sistolioù kentez tolc'het hepken ; tredanfraouaer azhentañ pe geder o tiaskañ e degouezh a baouez korvez. Adalfoù all zo goulevadus pe divgavenn oc'h assav ar gemalenn gentez-kofig bonan.
Stlak merzhet a-wechoù pa selaouenner kalon ur gouzrec'h, a-raok an trouz kentañ hag ardaolet ouzh ur fraouadur eus ar gelc'hspeurenn pe eus kigennoù speur ar brusk. Kevret e vez ur skog teutadus.
Miweredoù devoudet gant un adalf. Bez' e c'hell bezañ skorted kalon, iswask pe kevenkez bruched delusket gant ur fraouadur kofigel dezhañ un talm ankevazas, gant un diazalc'h anazas etre an argrezadoù kentez hag an argrezadoù kofig, pe ivez e c'hell bezañ kalonustead dec'hanet pe trezalc'het gant ur c'hizren (kalonustedadoù adenankat elektronek pe adenankadoù elektronek) e degouezh ur “fraouaat divgavenn” oc'h angorzhañ kentez ha kofig dehou.
Enluskañ tredanel ar galon diwar-bouez ur sont enkavennel kenereet ouzh un tredanfraouer diavaez.
Glenell o kempegañ div feilhenn an amgalonenn pe an amgalonenn ouzh an organoù nes. A-wechoù e teva an amgalonenn en ur glorenn stirek oc'h amwaskañ ar galon, pezh a zevoud direizhoù en arc'hwel ar galon.
Amwask lemm ar galon dre ur fennad amgalonenn fonn ha /pe amparet buan, oc'h erzerc'hañ dre ur c'hoempad gant uheladur ar gwask gwazhiennel, lanvidigezh gwazhiennoù ar c'herc'henn ha poulz diac'hinek (sl. Beck : triade de Claude ∼ ).
Derc'hennadur kevregat gremmder tredanel predel ar galon diwar-bouez ur bir (sl. électrocardiovectogramme, électrocardiogramme vectoriel, vectocardio-gramme, vectogramme).