1.canal
◊ channel
◊ sanell b. ―où (Pell.) ― Geriadur ar stlenneg
Forzh o talvout d'un tarzh lec'hiet en ur penn anezhi da gas stlennadoù d'ur sank lec'hiet er penn all. Meur a rizh sanelloù a arverer :
~ an aergelc'h, o tehentiñ an arhentoù sten ;
~ ar goullo pe an aergelc'h, ma trehent ar gwagennoù hertzel ;
~ ar goullo pe an aergelc'h en ur metou enkaeet (sturier gwagennoù) ;
~ neudennoù metal ha deveradoù diwarno (reoù ha funioù kevahel), luc'hedañvoù.
Ur sanell dreuzkas ne vez nepred angwered ouzh an arhentoù dezouget : o daskemmañ a ra, seul vui ma vez hiroc'h he hed. Hag, aze emañ ar pep diaesañ, e taskemm a-ziforc'h hag amgement pep kedrann fourierel eus an arhent. Ar gweredoù pennañ zo :
~ ar bann drafet : pep sanell a vez digor da arhentoù sinuzoidel gavaelet o zalmoù etre daou hin ; bann drafet ar rouedad pellgomz trec'haoliñ, da skouer, zo 300/3400 Hz ;
~ an torgamm distav, heled uc'hek pep kedrann fourierel o tigreskiñ gant an hed bet redet, a genfeurioù disheñvel evit pep kedrann ;
~ an torgamm diskoulz, ar c'hedrannoù fourierel o trehentiñ gant pep a dizh, o tevoudañ un diskoulz (a-wel war an tresennoù e rezh un diruz eus ar grommenn diouzh ahel al ledennoù) ;
~ strafuilhoù dargouezhek, anvet trouzoù, ardrouzoù, darankadoù, arhentoù euverek, vorm, o tistummañ an arhent arverek.
1.voie, canal
◊ channel
◊ forzh b. ―ioù, sanell b. ―où ― Geriadur ar stlenneg
Treug gwerc'hennet gant an tremen eus arhentoù o tougen stlenn.
Sl. [1.canal]
2.canal
◊ channel device
◊ saneller g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg
Kewerier enankañ/ec'hankañ o lakaat kehent memor ur reizhiad stlennegel hag un pe lies organ trobarzh.
affaiblissement d'un canal
◊ channel attenuation
◊ barr distav (ur sanell) distavusted (ur sanell) ― Geriadur ar stlenneg
Mentad naouus d'an derez ma tistav un arhent bep ma treled dre ur sanell lavaret (e vuzuliañ a reer e dekibeloù dre gilometr).
ampoule du canal déférent
◊ AMPULLA DUCTUS DEFERENTIS
◊ gloestr g. ar san sper. ― Geriadur ar gorfadurezh
ampoule du canal déférent
◊ ◊ gloestr ar san sper ― Geriadur ar vezekniezh
Lodenn dibenn ar san sper, bolbosek ha frankaet dizingal.
canal ― Geriadur ar stlenneg
― analogiquesaneller kemblac'hel[modem]
―de communicationsanell gehentiñ[2.message]
―de signalisationsaneller arhentiñ[sémaphore]
―multiplexésaneller liesplezhet[canal multiple &]
―numériquesaneller niverel[modem]
― aux d'accèssanelloù haeziñ[dégradation d'un système]
circuler sur un canaltrehentiñ gant ur sanell[bourrage]
diminution de la puissance d'un signal au cours de sa propagation dans un ―leiadur galloudezh un arhent bep ma treled dre ur sanell[affaiblissement]
l'extrémité aval d'un ―penn ardraoñ ur sanell[collecteur]
la forme la plus simple de tels collecteurs d'entrée/sortie étant le ―ar furm eeunañ a gewerieroù enank/ec'hank o vezañ ar saneller[entrée/sortie]
gestion d'un ―ardeiñ ur saneller[multiplexage]
hyper―goursaneller[―]
mode ―mod saneller[―]
mono―unsaneller[―]
la plus large bande de fréquences susceptible d'être transmise par un ―ar bann talmoù ledanañ emañ ur sanell en araez da dreuzkas[bande de fréquences]
préprocesseur de ― auxrakkeweriader sanellerioù[système de gestion de p.o.]
sous--issaneller[multiplexage]
vocodeur à ― auxvokoder sanellerioù[unité à réponse v.]
canal (signal), conduit
◊ sanell b. -où ― Geriadur ar fizik
canal de communication sanell gehentiñ
canal (techn.)
◊ sanell b. -où ― Geriadur ar verdeadurezh
~ de dégagementsanell disammañ, sanell dichoukañ, sanell didolc'hañ
~ 16sanell 16
Le canal 16 est réservé à la sécurité. Les Centres Opérationnels de Surveillance et de Sauvetage (CROSS), les sémaphores et tous les bateaux doivent le veiller en permanence, mais il existe d'autres canaux dits de dégagement que l'on peut utiliser facilement.
Amberzet eo ar sanell 16 d'ar surentez. Ar C'hreizennoù Gwezhiadel Evezhiañ ha Saveteiñ (KGES), an arhentvaoù hag an holl vigi a rank bezañ a-drebad war selaou anezhi. Sanelloù all ez eus, anvet sanelloù disammañ, a c'haller arverañ aes.
canal alvéolaire
◊ alveolar duct
◊ san b. al logig ― Geriadur ar vezekniezh
Kanol volbosek o tont da heul ur gorrvronkezenn hag o tifourkañ en ul logig skevent.
canal anal
◊ CANALIS ANALIS
◊ kanol b. ar fraezh. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal anal
◊ anal canal
◊ kanol b. ar fraezh ― Geriadur ar vezekniezh
Lodenn diwezhañ ar youlc'h, enkoc'h, anvet c'hoazh youlc'h a-c'harbedenn, gronnet gant ur gigenn rizennek, kelc'hstrishaer ar fraezh, en dalc'h serr etre ar c'hac'hadennoù.
canal artériel
◊ DUCTUS ARTERIOSUS
◊ san b. dalmerel. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal artériel
◊ ductus arteriosus
◊ san dalmerel ― Geriadur ar vezekniezh
Forzh o skoeviñ skevent ar grouell dre amdreugañ gwad an dalmerenn skevent etrezek an aortenn ; stankañ a ra da vare ar c'hanedigezh en ur lezel ar stagell dalmerel war he lerc'h.
canal artériel vicariant
◊ vicarius ductus arteriosus
◊ san dalmerel gevelat ― Geriadur ar vezekniezh
San dalmerel o talvout d'un amred skevent klokaat da geñver kalonnaouedoù dulazus 'vez.
canal artériel : persistance du ∼
◊ persistent ductus arteriosus, patent ductus arteriosus
◊ dreistpad g. ar san dalmerel ― Geriadur ar vezekniezh
Anstankadur ar san dalmerel goude ar c'hanedigezh ha bezañs ur skoev kleiz-dehou etre strizh an aortenn ha deroù barr kleiz an dalmerenn skevent, naouus dre ur sourr stlejerez ; kammneuziad pareadus dre ar surjianerezh (sl. souffle tunnellaire).
canal artériel : ∼ systémique, ∼ à shunt inversé
◊ patent ductus arteriosus with reversed blood flow
◊ san dalmerel drogorfat, san dalmerel gant skoev dehou-kleiz, san dalmerenn gant ginskoev ― Geriadur ar vezekniezh
Anv roet d'ar san dalmerel pa gemer perzh en amred trogorfat dre ma 'z a uheloc'h ar gwask en dalmerenn skevent eget en aortenn da heul harzder an talmerennigoù skevent ha, dre se, ma vez skoevet ar gwad anoksigenet etrezek an aortenn a-ziskenn.
canal auriculoventriculaire : persistance du ∼ commun, persistance du canal atrioventriculaire commun, communication interatrioventriculaire, CIAV
◊ common atrioventricular canal persistent defect
◊ dreistpad ar san voutin kentezioù-kofigoù ― Geriadur ar vezekniezh
Kammneuziad kalon kemplezh o c'hoarvezout eus kevreted ur c'hehentad etre-kentezoù izel hag ur c'hehentad etre-kofigoù uhel o furmiñ ur boulc'h ledan boutin etre ar peder c'havenn ; war un dro e stader kammneuziadoù an trapigoù kentez-kofig kleiz ha dehou.
canal biliaire droit
◊ DUCTUS HEPATICUS DEXTER
◊ san b. dehou an avu. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal biliaire gauche
◊ DUCTUS HEPATICUS SINISTER
◊ san b. gleiz an avu. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal calcanéen, sinus tarsien
◊ tarsal sinus
◊ god g. ar souk ― Geriadur ar vezekniezh
Kanol askornstirkaherek o kehentaat ar rannbarzh drek-ufern diabarzh gant sol an troad, enni stirennoù ar gigenn a-skin adreñv, kigenn bleger hir ar bizied ha kigenn bleger ar meud troad, gwazhied ha nervennoù adreñv ar skin, talmerennoù ha nervennoù ar sol.
canal calcique
◊ calcium channel
◊ iongan g. kalkiom ― Geriadur ar vezekniezh
Iongan ma enank drezañ an ion Ca++ er gellig (sl. canal ionique).
canal carotico-tympanique
◊ CANALICULUS CAROTICOTYMPANICUS
◊ kanolig b. karotidenn-taboulin. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal carotico-tympanique
◊ caroticotympanic canaliculus
◊ kanolig b. karotidenn-taboulin ― Geriadur ar vezekniezh
Kanolig voan o kehentaat kavenn an daboulin ha kanol ar garotidenn, lec'h tremen ar barroù talmerel hag an nervennoù karotidenn-taboulin.
canal carotidien
◊ CANALIS CAROTICUS
◊ kanol b. ar garotidenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal carotidien
◊ carotid canal
◊ kanol b. ar garotidenn ― Geriadur ar vezekniezh
Kanol ilinek o treuziñ ar garregenn, lec'h tremen ar garotidenn diabarzh gronnet gant ur rouedad wazhiennoù hag ar blezhad simpatek tro-garotidenn.
canal carpien
◊ CANALIS CARPI
◊ kanol b. an arzorn. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal carpien
◊ carpal tunnel
◊ kanol an arzorn ― Geriadur ar vezekniezh
Kanol askornstirek furmet gant nant an arzorn ha kabestr ar plegerioù, lec'h tremen stirennoù pleger ar bizied, kigenn bleger a-werzhid an arzorn hag an nervenn greizer.
canal carpien : syndrome du ∼, syndrome du tunnel carpien
◊ carpal tunnel syndrome
◊ azoniad kanol an arzorn ― Geriadur ar vezekniezh
Azoniad amwask an nervenn greizer e-barzh kanol an arzorn ; un- pe daoudu, o tont da heul torroù an arzorn, kleñved Paget, ar geurvleñchegezh, h.a., alies hep arbenn savelet ; naouus dre gemenerion ha morzadurioù en noz dreist holl, iseraez ha kammeraez er pevar biz kentañ, isnerzh ar c'higennoù, isteñv ar c'hourbozenn.
canal cervical étroit
◊ narrowing of the cervical vertebral canal
◊ enkadur g. kanol mellkein ar gouzoug ― Geriadur ar vezekniezh
Anaez diwar furmidigezh amdeñvennoù askorn oc'h enkaat kanol ar mellkein gouzoug hag oc'h amwaskañ ar mel a-livenn, naouus dre un azoniad pikernennek argammedek.
canal cholédoque
◊ DUCTUS CHOLEDOCHUS
◊ san b. vestl. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal cochléaire
◊ DUCTUS COCHLEARIS
◊ san b. ar velc'houedenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal cochléaire
◊ ductus cochlearis
◊ san ar velc'houedenn ― Geriadur ar vezekniezh
Kanol lienennek kengerek endalc'het er velc'houedenn etre al lavnenn viñsek askornek hag ar ganol viñsek ; diouti e nod ar gwiennoù avelc'houedenn eus an VIIIt nervenn (pe nervenn gempouez-kleved).
canal condylien antérieur
◊ CANALIS HYPOGLOSSI
◊ kanol b. an nervenn c'houdeodel. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal condylien postérieur
◊ CANALIS CONDYLARIS
◊ kanol b. ar skodenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal crural
◊ CANALIS FEMORALIS
◊ kanol b. ar vorzhed. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal cystique
◊ DUCTUS CYSTICUS
◊ san b. ar gellenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal cystique
◊ cystic duct
◊ san ar gellenn ― Geriadur ar vezekniezh
Kanol an adforzh vestl o keneren mulgul ar gellenn vestl gant ar san avu boutin, endalc'het e-barzh ribl rez an danter bihan.
canal d'Arantius
◊ LIGAMENTUM VENOSUM
◊ stagell b. wazhiennel (an avu). ― Geriadur ar gorfadurezh
canal de Bartholin
◊ DUCTUS SUBLINGUALIS MAJOR
◊ san b. endan-deod bras. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal de Botal
◊ DUCTUS ARTERIOSUS
◊ san b. dalmerel. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal de Breschet
◊ CANALES DIPLOICI
◊ kanolioù l.(b.) an diploe. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal de communication
◊ communication channel
◊ sanell gehentiñ ― Geriadur ar stlenneg
Ere savelet etre tarzh ur c'hemennad hag an dehaezadour anezhañ.
canal de Guyon, canal ulnaire
◊ ulnar canal
◊ kanol a-helmo ― Geriadur ar vezekniezh
Kanol askornstirek e talbenn araok an arzorn, ma tremen ar gwazhied hag an nervenn a-helmo.
canal de Guyon : syndrome du ∼, syndrome du canal ulnaire
◊ ulnar canal syndrome
◊ azoniad ar ganol a-helmo ― Geriadur ar vezekniezh
Azoniad amwask an nervenn a-helmo e-barzh ar ganol a-helmo, naouus dre gammeraezioù hag a-wechoù iseraez an daou viz diwezhañ, isnerzh hag isteñv kigennoù eus an dorn (etreeskernel, nesaer ar meud, gouvozenn).
canal de Hannover
◊ SPATIA ZONULARIA
◊ tachadoù l.(g.) ar gourizig. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal de Hunter
◊ CANALIS ADDUCTORIUS
◊ kanol b. an nesaerioù. ― Geriadur ar gorfadurezh
canal de Jacobson
◊ CANALICULUS TYMPANICUS
◊ kanolig b. an daboulin. ― Geriadur ar gorfadurezh