Preder
calculateur ― Geriadur ar stlenneg
  • ―incrémentiel riñverez azvuiadel [analyseur différentiel n.]
  • ―numérique riñverez niverel [acquisition de données]
  • ―vectoriel riñverez sturiadel [vectorisation]
  • minisuper― minisuperurzhiataer, minisuperriñverez [―]
  • super― goururzhiataer [―]
  • supermini― , supermini [classe de machine]
calculateurriñverez b. -ed ― Geriadur ar fizik
calculateurriñverez b. -ed ― Geriadur ar verdeadurezh

Certains appareils de navigation équipés de calculateurs à microprocesseurs ou de calculateurs mécaniques peuvent résoudre les problèmes de l'estime.

Kudennoù an ardebiñ a c'haller diskoulmañ dre ardivinkoù tevezañ, outo riñverezed dre gorrgewerioù pe riñverezed treloc'hel.

calculateur analogiqueanalog computerriñverez b.―ed kemblac'hel ― Geriadur ar stlenneg

Ijinenn riñvañ aozet war-bouez niñvaderioù oc'h arc'hwelañ a-gemblac'h gant ar brasterioù a venner darvanañ. Ar c'hemblac'h dedalvezet er rizh riñverezed-mañ eo ar c'hemblac'h tredanel. C'hoarvezout a ra a etrekennaskañ niñvaderioù da sevel un amred tredan o kemplegañ d'an hevelep ataladoù jedoniel hag an anadenn fizikel, kimiek, armerzhel a venner studiañ. An niñvaderioù linennek zo anezho peurliesañ ar sammer, ar ginader, ar sammeger, ar c'hadaver hag ar pebeiler ; an niñvaderioù anlinennek hag ar ganerioù kevreizhennoù (kevreizhennerioù).

Endra zibun a-gemal ar riñvadoù e-barzh un urzhiataer, en ur riñverez kemblac'hel e tedroont a-stur. Kevrediñ a reer riñverezed kemblac'hel hag urzhiataerioù war-benn skañvaat gouleverezh ar rE-se hag ivez heblekaat an darvanerezh - disoc'h ar c'hevrediñ o vezañ ar riñverez hiron. An hironadur a vez renet e liveoù diseurt eus ar meziantoù pe ar periantoù, hag ar peuraozad a c'hell bezañ a lañs kemblac'hel pe a lañs niverel.

Ha pa ve fizikel, kimiek pe bevedel an argerzhioù studiet, e ro ar riñverez hiron an tu da imbourc'hiñ o monedigezh a-geflen gant dedro an amvaoù o werediñ warno. Pa vez kel a argerzhioù greantel, e kevaraez an darvanerezh rakwezat da erwelout an holl blegennoù, reol pe deukadek. Ur surentez e vez ouzh ar fazioù ergrafañ.

calculateur binairebinary calculatorriñverez daouredel ― Geriadur ar stlenneg

Riñverez diazezet war aljebr daouredel Boole.

calculateur hybridehybrid calculatorriñverez hiron ― Geriadur ar stlenneg

Trevnad keweriañ o kevrediñ ur riñverez kemblac'hel hag un urzhiataer.

calculateur massivement parallèlelarge parallel computerriñverez a-stur a-vras ― Geriadur ar stlenneg

Rizh urzhiataer a-stur oc'h engwezhiañ un niver bras a gewerieroù.

calculateur parallèleparallel computerriñverez a-stur ― Geriadur ar stlenneg

Rizh riñverez ma kendaol lies kewerier en ur ser da erounit un ditour.

calculateur vectoriel, superordinateursupercomputerriñverez sturiadel, goururzhiataer g. ―ioù ― Geriadur ar stlenneg

Urzhiataer galloudek kenan arveret er c'heweriañ skiantel hag adeiladet hervez an ergraf SIMD (◊ single instruction/multiple data) ma vez un unfroud ditouroù o reoliñ en ur ser ul liesfroud roadennoù. E-se, an niñvadur arc'het gant un ditour a vez arloet gant un derez diaserded ouzh holl gedrannoù ar sturiadelloù niñvus, alese an anv riñverez sturiadel. Daou galvezder a vez arveret, ar c'halvezder a-stur, ar c'halvezder goursan.

calculateur, calculatriceriñverez b. -ed ― Geriadur ar jedoniezh
ordinateur vectoriel, superordinateur, supercalculateur, calculateur vectorielsupercomputer, vector processorurzhiataer sturiadel, riñverez b.―ed sturiadel, goururzhiataer ― Geriadur ar stlenneg

Sl. [calculateur vectoriel]