Preder
axe électrique du coeurelectrical axis of the hearttredanahel g. -ioù ar galon ― Geriadur ar vezekniezh

Eeunenn bet despizet evel oc'h eren an daou boent eus ar galon a zo etrezo en e vrasañ ar c'hemm barr stadet dre ar c'halonvarrwezañ.

base du cœurBASIS CORDISdiaz g. ar galon. ― Geriadur ar gorfadurezh
bloc cardiaque, bloc du coeur, blocage du coeurheart blocktolc'had kalon ― Geriadur ar vezekniezh

Gorregañ (tolc'had diglok) pe arsaviñ (tolc'had klok) eus treled gwerederezh tredan ar galon ; hervez an degouezhioù e sez ar mire (direizh an tredanren) : 1) er c'hevre god-kentez (tolc'had god-kentez) ; 2) etre an daou gentez (tolc'had etre-kentezoù) dre anaf hordenn Bachmann ; 3) etre ar c'hentezoù hag ar c'hofigoù (tolc'had kentez-kofig) ; 4) war varroù dehoù pe gleiz an hordenn gentez-kofig pe hordenn His (tolc'had barr) pe en ur c'havaz eus ar barr kleiz (tolc'had rannvarr araok pe adreñv) ; 5) e par rouedad Purkinje (tolc'had bleñchennoù, tolc'had rouedad, tolc'had purkinjeel, tolc'had annonek) ; 6) e par speur ar c'haher kalon (tolc'had speur), tolc'had hemañ na ziforc'her ket peurliesañ diouzh an tolc'had purkinjeel.

bruits du coeurheart soundstrouzoù ar galon ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad an anadennoù stenel dec'hanet gant trovezh ar galon :  1) trouz kentañ (T₁) (Gl.  premier bruit, B₁ , Sz.  first heart sound, S₁ ), e pennderoù an drovezh kalon, diwar serridigezh an trapigoù kentez-kofig ;  2) tav bihan (Gl.  petit silence), diouzhtu goude, e-doug sistol ar c'hofigoù ;  3) eil trouz (T₂) (Gl.  deuxième bruit, B₂ , Sz.  second heart sound, S₂ ), diwar serridigezh ar sac'helloù kornloarek aortek hag a-skevent ;  4) tav bras (Gl.  grand silence), didrouz er selaouennañ etre an eil trouz ha deroù an drovezh da heul, kempred gant diastol ar c'hofigoù ;  Daou drouz all a seller evel bonan evito da vezañ degouezhek :  5) trede trouz (T 3 ) (Gl.  troisième bruit, B 3 , Sz.  third heart sound, S 3 ), trouz deroù-diastol a stader alies gant an den yaouank en e c'hourvez, kevaraezet gant ar c'halonustead, diwar daskren ar c'hofig kleiz e-kerz e leugnidigezh ;  6) pevare trouz (T 4 ) (Gl.  quatrième bruit, B 4 , Sz.  fourth heart sound, S 4 ), daskren izeldalm a-raok an trouz kentañ, dinoet dre ar c'halonstenwezer, test eus sistol ar c'hentez.

coeurheartkalon b. ― Geriadur ar vezekniezh

Organ kaherek kleuz o wezhiañ amred ar gwad dre e argrezadoù korvezek ; loet e kavenn araok ar poullkreiz, anezhañ teir sae : diabarzh, an enkalonenn ; etre, ar c'haher kalon ; diavaez, an amgalonenn ; ouzh e ober daou gentez ha daou gofig, dehou ha kleiz, etrezo ur speur, an dilhenn ; dre ur gwask sac'hellek emañ kehent pep kofig gant ar c'hentez a-gendu ha gant an dalmerenn ma kas ar gwad.

coeur artificiel, prothèse cardiaqueartificial heartosod g. kalon, kalonosod g. ― Geriadur ar vezekniezh

Ardivink ensteudadus amkanet da amsaviñ ar galon fellat, pe ent padennek (war c'hortoz eus un treuzplantadur), pe da vat.

coeur basedowien ◊ ◊ kalon vazdovel ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad ar rouestladoù kalon da gleñved Basedow : trec'hwezh, rastrid, dreistsistoloù, barradoù ustead, ankorvez a c'hell disoc'h er skorted kalon ; azoniad stadet en adenomoù pistriek hag er pennsac'hoù liesnozelek pistriek (sl.  adénome thyroïdien toxique, cardiothyréose).

coeur d'athlèteathletic heartkalon sportour ― Geriadur ar vezekniezh

Daskemmadoù stadet a-wechoù war galon an dud yac'h oc'h embreger ur gourdonerezh sportel rennek ha hirbad, kalonistead godel, kofigusteñv, tolc'had kentez-kofig a 1ñ derez.

coeur de boeufcor bovinumkalon ejen ― Geriadur ar vezekniezh

Kalon usteñvek en he fezh.

coeur en sabotcoeur en sabotkalon botez koad ― Geriadur ar vezekniezh

Skinlun ar galon o lakaat war wel usteñv ar c'hofig dehou naouus dre ar muiadur a-zremm ha war zehoù eus skeudenn ar galon ha gwintadur kern ar galon.

coeur forcéstrained heartkalon drastennet ― Geriadur ar vezekniezh

Falladur kalon o tarvezout da heul ur strivad taer pe ur skuizhad hirbad.

coeur irritable, syndrome de Da Costacardiac neurosiskalon hegeuziek, azoniad Da Costa ― Geriadur ar vezekniezh

Kalonustead godel genezhel, peurzalc'hus pe devoudet gant ar strivadoù, ar fromoù, al loadur war sav, kevret gant rastridoù, enkrez ha strafuilhoù gwazhiedloc'hadel ; a-geñver gant distabilded ha hegeuzded ar reizhiad nervstruzhel ha, dre vras, an ustant simpatek.

coeur myxoedémateuxmyxoedema heartkalon ar miksedem, kalon viksedematus ― Geriadur ar vezekniezh

Teskad an erzerc'hadoù kalon diwar ar skoedisvorc'h : kalonistead, kalonusvent diwar un ensiladur miksedematus er c'haher kalon hag ur fennad en amgalonenn, kalonisvarrwezad ; azonoù a zireer dre ziounit douhennadoù skoedenn.

coeur pulmonairepulmonary heart, cor pulmonalekalon skeventien ― Geriadur ar vezekniezh

Skorted ar galon dehou da heul uswask en amred talmerel ar skevent diwar ur skeventanaez ; anv a reer a galon skeventien lemm (Gl.  coeur pulmonaire aigu, CPA) pa vez dec'hanet trumm an uswask gant un enfroù skevent bloc'hek pe vruskaezhadoù 'zo, a galon skeventien henek (Gl.  coeur pulmo-naire chronique, CPC) pa zarvez an uswask a-nebeudoù e dianlen un anaez analadel henek (emfizem, skleroz ar skevent, astma, distummadurioù bras eskern ar brusk, enfraouioù skevent).

cœur ― Geriadur ar stlenneg
  • fibre composite constituée d'un ―de verre neudenn liesparzh ouzh he ober un derc'h gwer [fibre optique]
  • l'indice croît de la surface vers le ― war vuiaat ez a ar feuriader eus gorre da greiz [fibre optique]
cœurCORkalon b. ― Geriadur ar gorfadurezh
cœurderc'h g. ― Geriadur ar fizik
  • le cœur d'une fibre derc'h un edañv
cœurmezon g. -où ― Geriadur ar fizik
  • cœur d'un atome mezon un atomenn
cœur ; appétitkalon b. -où ― Geriadur ar geginouriezh
  • J'ai toujours bon appétit Bepred e vez digor va c'halon
cœur d’une fibrederc’h g., – un edañv ― Gervaoù skiant
fosse ovale du cœurFOSSA OVALIS (COR)poull g. vigelc'hiek (ar galon). ― Geriadur ar gorfadurezh
hypoplasie du coeur gauchehypoplasia of the left ventricleiswe ar c'hofig kleiz ― Geriadur ar vezekniezh

Kammneuziad kalon o c'hoarvezout eus un anvoll mintrek pe aortek ; direet eo ar c'hofig kleiz d'ur gavenn vannek ; amredañ a ra ar gwad dre ar c'hentez kleiz, ar c'hentez dehou dre ur c'hehentad etre-kentezoù, ar c'hofig dehou, ar c'hef a-skevent, an aortenn dre ur san dalmerel dreistpad (sl.  canal artériel : persistance du , communication interauriculaire, communication interauriculaire).

orifice aortique du coeurOSTIUM AORTAEgwask g. an aortenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
piliers du cœurMUSCULI PAPILLARESkigennoù l.(b.) begennek. ― Geriadur ar gorfadurezh
pointe du cœurAPEX CORDISkern b. ar galon. ― Geriadur ar gorfadurezh
rotation du coeur ◊ ◊ c'hwelad g. ar galon ― Geriadur ar vezekniezh

Fiñv ar galon a c'hwel en dro da unan eus an tri ahel anezhi : diasaezh, diadreuz pe diahed.

sinus coronaire du cœurSINUS CORONARIUSgod g. kuruner. ― Geriadur ar gorfadurezh
sommet du cœurAPEX CORDISkern b. ar galon. ― Geriadur ar gorfadurezh
trognon, cœur (pommes, etc.)krek g. -où ― Geriadur ar geginouriezh
veine du bord gauche du cœurVENA POSTERIOR VENTRICULI SINISTRIgwazhienn b. adreñv ar c'hofig kleiz. ― Geriadur ar gorfadurezh
veines du cœurVENAE CORDISgwazhiennoù l.(b.) ar galon. ― Geriadur ar gorfadurezh
ventricule du cœurVENTRICULUS CORDISkofig g. ar galon. ― Geriadur ar gorfadurezh
vulnérable du coeur : période ∼ ◊ ◊ prantad g. hec'hloazded ar galon ― Geriadur ar vezekniezh

Lankad argrezañ ar galon ma emañ ur broudadur en arvar da zelankañ ur c'hrehad kofigel. Loet eo e dibenn sistol ar c'hofigoù hag ar prantad anvroudadus anezho  ; klotañ a ra gant gwagenn T ar c'halonvarrwezad.

« sensible au cœur » (Pascal)kantaezadus ― Gerva an brederouriezh