Preder
artère cérébrale antérieureARTERIA CEREBRI ANTERIORtalmerenn b. araok an empenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
artère cérébrale moyenneARTERIA CEREBRI MEDIAtalmerenn b. grenn an empenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
artère cérébrale postérieureARTERIA CEREBRI POSTERIORtalmerenn b. adreñv an empenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
atrophie cérébralecerebral atrophyisteñv an empenn, empennisteñv g. ― Geriadur ar vezekniezh

Anvad rumm holl gleñvedoù dic'henezhadel strewek pe hevonn o tizhout neuron ar bluskenn empenn ; ne renker ket e-touez an empennisteñvoù an isventoù diangorzh diouzh un argerzh dic'henezhañ.

coma dépassé, mort cérébrale, mort encéphaliqueirreversible comakoma andizhek, trac'homa g., koma dieiltro, marv a 'n empenn ― Geriadur ar vezekniezh

Koma don, naouus, ouzhpenn dre goll arc'hwelioù ar c'hehentiñ, dre steuz bloc'hel an arc'hwelioù struzhel (analerezh, amred ar gwad, gwerederezh tredanel an empenn) ; an dreistbeved ne bad nemet diwar goust ardivinkoù gwenterezh kalvezadel ha trefennadoù uswaskeiat ; darvezout a ra da heul un ezwal kalonanaladel hirbad pe diwar anafoù drastus ar c'hreizennoù nervel ; goude 24 eurvezhiad trac'homa e vez hollel ha dieiltro koll arc'hwelioù an nervreizhiad.

commotion cérébralecerebral concussionargrad an empenn ― Geriadur ar vezekniezh

Stroñsadenn an empenn o tevoudañ raktal ur c'holl a 'r genskiant, berrbad peurliesañ, met gant strafuilhoù ar c'hounerezh da arlenad boas.

cortex cérébral, écorce cérébrale, manteau, palliumcerebral cortex, mantle, palliumpluskenn empenn, mantell b. (empenn) ― Geriadur ar vezekniezh

Lavnenn steuñvenn louet en dro d'an div hanterenn empenn ; studiet e vez ekeñver he c'hefluniadur (adeiladezh, Gl.  architectonie), trevnadur he c'helligoù (kelligadeiladezh, Gl.  cytoarchitectonie), staladur ar gwiennoù mielinek diouti (mielinadeiladezh, Gl.  myéloarchitectonie).

éclipse cérébraletransient ischemic attack, TIA, brain eclipse, cerebral eclipseheskwad g. empenn berrbad, taol g. heskwad empenn, gouskeudad g. empenn ― Geriadur ar vezekniezh

Seizi trumm ha tremeniat (ledseizi, unseizi, ankomz, ledangwel) o tarvezout gant ur gouziviad uswaskek, diwar ur grezvarr iswask pe andag un dalmerenn empenn.

écorce cérébraleCORTEX CEREBRIpluskenn b. an empenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
engagement cérébral, hernie cérébralecerebral herniationempennankad g. ― Geriadur ar vezekniezh

Disvount darnoù 'zo eus an empenn dre igorennoù enklopennel ar bilhonenn dev, anezhañ rouestlad treloc'hel a 'n uswask enklopennel diwar arbennoù lec'hel (gwadliñv, yoc'henn o kreskiñ buan, gwatoñv is-tev daraezel) ; hervez an igorenn, e tiforc'her 1) an ankad dindan falc'h an empenn pe ankad is-falc'h (Gl.  engagement sous la faux, Sz.  subfalcial herniation), stadet alies e tro gouliñv an empenn, oc'h angorzhañ parzh araok an hanterennoù empenn, hep grevusted, 2) an ankad ividig (Gl.  engagement temporal, Sz.  temporal herniation) ma 'z a lodenn draoñ an dolbezenn ividig, linket dre igorenn telt an ilpenn, da amwaskañ kef an empenn, o tevoudañ koma, mabusvoll e tu an anaf, reuter ec'hempennded, ustead kalon, elanal, daskomprad analadel hag alies ar marv diwar gwadliñv e 'r c'hef empenn, 3) an ankad ilpenn pe ankad an huegoù (Gl.  engagement cérébelleux pe amygdalien, Sz.  tonsillar herniation), ken grevus all : emsilañ a ra huegoù an ilpenn dre an toull bras o stankañ ode ar pevare kambr hag o strizhañ an hirvel.

fente cérébrale de BichatFISSURA TRANSVERSA CEREBRIskarr g. treuz an empenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
glioblastose cérébrale diffuseglioblastosis cerebriglioblastoz empenn strewek ― Geriadur ar vezekniezh

Neridigezh ledan gwiad ar glia, treweek ar c'helligoù anezhañ, kuñv peurliesañ.

hémiplégie cérébrale infantileinfantile hemiplegialedseizi mabanel ― Geriadur ar vezekniezh

Ledseizi o tarvezout ken abred ha dibenn ar bloavezh kentañ, dasstrizhek war astenn en ezel traoñ, war bleg en ezel krec'h, arlenad diwar anafoù empenn gouzañvet da geñver ar gwilioud pe un empennaoued a 'r vabaned ; dilañsañ a ra kresk ha teñvegezh an ilizi gwazhet.

infirmité motrice cérébralecerebral palsynammded loc'hadel aempenn ― Geriadur ar vezekniezh

Stad kleñvedel andedroüs diwar un divig enganet pe arzeuet abred tre eus kreizennoù loc'hadel an empenn, o c'hoarvezout eus ur seizi, un digenurzh ha strafuilhoù all a 'l loc'hañ, kevredet alies gant direizhoù santadel, skiantennel, kantaezel ha bredel.

localisation cérébralecerebral localizationkeflec'hiad g. empenn ― Geriadur ar vezekniezh

Tachad eus ar bluskenn empenn o klotañ gant un eraeziñ pe ul loc'hañ dibarek el lec'h-mañ lec'h eus ar c'horf ; savelet eo bet glennad ar c'heflec'hiadoù empenn dre studiañ ar c'heñver etre anafoù an empenn ha daralladoù ar merzhout hag ar fiñval ; ent arnodel pe dre stadadennoù graet e-kerz an oberatadennoù war an empenn, e noter klotadurioù etre ar broudañ arloet ouzh tachadoù diseurt eus an empenn hag an eraezadoù diskleriet gant ar gouziviad pe an argrezadoù o c'hoarvezout gant kigennoù e gorf .

mort cérébralecerebral death, brain deathmarv a 'n empenn, marv empennel ― Geriadur ar vezekniezh

Termen bet ergemennet ent kefridiel e 1988 evit deanviñ ar c'homa dieiltro (sl.  coma dépassé).

porose cérébralecerebral porosisrouezad g. empenn, empennrouezad ― Geriadur ar vezekniezh

Anaf kelanel eus an empenn kavet er c'helanweliñ sevenet e-pad an hañv. C'hoarvezout a ra eus lies kleuzenn amorc'het, a vent gant ur bizenn, d'ar muiañ gant ur graoñenn gelvez, eskantet er poull vigelc'hiek, e kangrennoù ar c'hef simpatek, er pont, o reiñ d'an empenn an neuz deskrivet dindan an anv a stad ar c'heuz gruyère. Devoudet eo gant tiñvidigezh garvevion anaerat.

pseudo-tumeur cérébralepseudotumor cerebrigaouyoc'henn empenn ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez anvet ivez uswask enklopennel (Gl. hypertension intracrânienne) pe gouliñv hennadek ar vegenn (Gl. oedème papillaire idiopathique) diwar gresk ar gwask e gwazhied an empenn. Seurt gwask enklopennel zo dezhañ lies arbenn : resmiadoù uswask talmerel garv, orc'had empenn gant gwadliñv, argerzh empennel war zeled (yoc'henn, gwatoñv, pugnez), poreadoù (pilhonfo, empennfo), empennfoeñv. Lies erzerc'had zo : klopennadoù a-ser gant c'hweladoù, strafuilhoù lagadel a c'hell mont betek an dallentez. An dedro, buan pe buanoc'h hervez an arbenn, a ya etrezek tuzumadur ar meiz, strafuilhoù ar realezh, ar goabrennegezh, ar c'homa zoken, o tarallañ arc'hwelioù bevret an amred hag an analañ (sl. hypertension intracrânienne : syndrome de l' ).

sclérose cérébrale centrolobaire ◊ ◊ skleroz empennel kreiztolbezennel ― Geriadur ar vezekniezh

Anaez eus stroll ar sklerozioù empenn strewek o teraouiñ er vabaniezh, naouus, ent neuziadurel, dre blakadoù sklerozek kurzhidik lec'hiet e steuñvenn wenn an div hanterenn empenn, dindan ar bluskenn ha gant un erwezh gliel, dibaot ar c'helligoù ennañ, hep roud a danijenn pe a zreistkarg kennevidel ; ent klinikel, dre un dedro herrek en deroù, ma tarvez dreist holl andagoù, dargrezadoù, ha goude seizioù gant strafuilhoù skiantennel (dallder, h.a.), gorrekoc'h e-doug an argizad ; an kez argizad ned eo morse klok, o lezel war e lerc'h treuzseizioù dasstrizhek hag ur stad a zic'hwitadur kefredel. Tud 'zo a sell ouzh ar c'hleñved-se evel ur stad kleizennel eus skleroz empennel Schilder (empennfo amahelel strewek) ; tud all a zisparti an daou anaez o lakaat ar s. e. k. e stern an empennfoioù mabanel a orin gwazhiedel pe bistriel.

sclérose cérébrale de SchilderSchilder's diseaseskleroz empennel Schilder ― Geriadur ar vezekniezh

Seurtad skleroz empennel strewek an oadour yaouank. Naouus eo ent neuziadurel dre un divielinaat daoudu kemparzhek eus ar poull vigelc'hiek, o toujañ ar gwiennoù gwar hag ar bluskenn. Ent klinikel, argammedek eo an deroù (klopennadoù, trolernoù, ankewant ha dreist holl leiadur ar gweled) ; goude e c'hoarvez ar strafuilhoù loc'hadel : ledseizi, daouseizi, treuzseizi dasstrizhek gant barradoù glizi. Dedreiñ a ra ar c'hleñved dre resmiadoù, o tisoc'h gant an envedi, gant ar beurzallentez, ha kas a ra d'ar marv en ur stad a andalc'hiadezh gant ustant, a-benn ur bloavezh pe 18 mizvezh. Kevarguzet eo bet keñverioù s. e. S. gant ar skleroz empennel kreiztolbezennel ha gant ar skleroz strewek. Dianav e chom an arbennoù anezhañ.

sclérose cérébrale diffusediffuse cerebral sclerosisskleroz empennel strewek ― Geriadur ar vezekniezh

Termen o teanviñ ur stroll anaezioù bodet e stern ar gwennempennfoioù. Bez' ez eus naouusterioù neuziadurel boutin etrezo (divielinaat kentael ha skleroz steuñvenn wenn an empenn, kemparzhek ha strewek) ha klinikel (tuzumadur bredel, strafuilhoù pikernennek ha lagadel). Tizhet e vez ar c'houziviaded yaouank, anaezioù 'zo o vezañ a natur dic'henezhadel, an eil re a orin foel. Kemm a vez lakaet etre gwennempennfo sklerozus goulemm Van Bogaert hag ar sklerozioù foel ha strewek all, ar gliomatozioù strewek (neridigezh kelligoù astrokitel hanweek o tistrujañ ar mielin), ar gwennvideñvoù argammedek, skleroz empennel Schilder gant ar skleroz empennel kreiztolbezennel, empennfo kengreizek Baló.

sinusographie cérébralesinusographygodluniñ an empenn ― Geriadur ar vezekniezh

Skinluniñ godoù gwazhiennel enklopennel, rageeun, goude ensinklañ un aozad dargemm demer ouzh ar skinoù X er god a-saezh uhelañ a-drebarzh d'ar feunteunig (gant ar vagadell) ; pe ameeun dre ensinklañ entalmerennel an danvezenn demer en un dalmerenn o vont d'an empenn.

veine cérébrale antérieureVENA CEREBRI ANTERIORgwazhienn b. araok an empenn. ― Geriadur ar gorfadurezh
veine cérébrale profondeVENA CEREBRI MEDIA PROFUNDAgwazhienn b. grenn don an empenn. ― Geriadur ar gorfadurezh