Preder
cellule ― Geriadur ar stlenneg
  • ―de mémoire kellig vemor [décalage] [nettoyeur]
  • ―de programmation kellig gouleviñ [programmation structurée]
  • ―photosensible kellig luc'hgizidik [numériseur]
  • type de mémoire dans lequel l'information n'est rangée que pendant un temps limité dans une ―du support rizh memor ma vez klenket ar stlenn en ur gellig eus ar skor e-doug ur pad harzek hep-mui [mémoire dynamique]
cellulelightmeter, exposure meter, cellkizvezhier g.-où, kell b. killi ― Geriadur ar mediaoù
  • ~ incorporée built-in cell kell barzhiat
  • ~ à lumière incidente incident lightmeter kizvezhier dehaezat
  • ~ à lumière réfléchie reflected lightmeter kizvezhier disvannat
  • ~ photo électrique photocell luc'hgell
  • ~ au sélénium selenium cell kell seleniom
  • ~ TTL through-the-lens lightmeter kizvezhier dre an amkanell
  • étalonnage d'une ~ calibration of a lightmeter stalonañ ur c'hizvezhier
cellulekell b. killi ― Geriadur ar fizik
  • cellule incorporée kell barzhiat
cellulekellig b. -où ― Geriadur ar fizik
  • cellule photoélectrique kellig luc'hdredanel
cellulekizvezhier g. -ioù ― Geriadur ar fizik
  • cellule à lumière réfléchie kizvezhier disvannat
  • cellule à lumière incidente kizvezhier dehaezat
cellulecellkellig b. -où ― Geriadur ar vezekniezh

Unvez luniadel hag arc'hwelel eus ar gwiadoù, dezhi beved emren ha hiliusted, anezhi un dolzenn brotoplasm gronnet gant ur golo, ar goc'henn, hag enni ur graoñell ; ar bevion a anver Protozoed pa c'hoarvezont a ur gellig, Metazoed pa 'z a lies kellig d'o ober (sl.  cytologie, Métazoaires, Protozoaires).

cellule amacrine, spongioblaste rétinienamacrine cellkellig amakrin ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig nervel unvlein hep akson (sl.  rétine).

cellule bipolairebipolar cellkellig daouvlein ― Geriadur ar vezekniezh

Nervgellig dezhi daou astennad protoplasm.

cellule bordante, cellule pariétaleborder cell, parietal cell, oxyntic cellkellig speurat ― Geriadur ar vezekniezh

Pep hini eus ar c'helligoù ront bras a-strew e-barzh gwagrennoù deun ar stomok, e kenere gant oaled ar wagrenn dre ur ganolig enkitoplasmel, o vorc'hañ an drenkenn glorhidrek hag ar barenn enien.

cellule caliciforme, cellule muciparemucus cell, goblet cellkellig kibek, kellig glaourbar ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig epitelel kranennek, dezhi stumm ur gib, o vorc'hañ glaour, gwagrenn unkellig anezhi.

cellule chromaffine, cellule phéochromechromaffin cell, pheochrome cellkellig kromlen, kellig feokrom ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig a orin neuroektodermek bezant en he c'hitoplasm greunennadoù o treiñ gell e diastok ar bikromat kaliom ; seurt dazgwered, graet kromlen anezhañ, zo erzerc'had oksiderezh daskediadoù ar c'hatekolaminoù, naouus eo da gelligoù ar vezonuslounezhenn.

cellule chromophobechromophobe cellkellig livlez ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig eus ar rakgougorfenn na zalc'h ket nemeur liv an hematin-eozin.

cellule décidualedecidual cellkellig kollgenn ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig eus tonenn gelligparus an enkrozhenn, usteñvek gant ar vec'hiegi, puilh ar glikogen enni.

cellule en bague (à chaton)signet-ring cellkellig lagadek ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig a zo en he c'hitoplasm un ebarzhenn vras, mukoproteinek peurliesañ, o tisvountañ ar graoñell d'an trobarzh, bezant en epiteliomoù kolloidel.

cellule endothélialeendothelial cellkellig endotelel ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig lieskornek, arblat, gousolet war un diazkennenn voan, o pallennañ diabarzh ar galon hag ar gwazhied gwad ha limf.

cellule ganglionnaireganglion cellkellig kangrennel ― Geriadur ar vezekniezh

1 Nervgellig eus al luc'hsae, oc'h amparañ trede mell ar forzh weled. 2 Nervgellig eus ar c'hangrennoù a-livenn pe ar c'hangrennoù simpatek.

cellule géantegiant cellkeurgellig b. ― Geriadur ar vezekniezh

Tolzenn brotoplasm direoliek he stumm, enni un niver bras a graoñelloù, bezant en anafoù liesseurt, peurgetket e-barzh ar volc'henn dorzhellek ; ivez en anafoù al lovrezh, ar brukelloz henek, an histiokitoz X, kleñved Crohn, ar sarkoidoz, an talmerennfo ividig.

cellule grillagéeVirchow's cellkellig treilhek ― Geriadur ar vezekniezh

Histiokitenn eonek a zo bazhilli Hansen en he c'hitoplasm, spesadel d'al lovrezh lepromatus.

cellule matricielle du tube neuralmatrix cell of neural tubemammgellig b. kanol an arc'hnerveg ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig eus speur kanol an arc'hnerveg o neriñ dre emrannañ hag o tiforc'hekaat e neuroblast, spongioblast hag ependimoblast.

cellule mitralemitral cellkellig vintrek ― Geriadur ar vezekniezh

Neuronenn loet en ognonenn ar c'hwesha, parzhiat he akson e stirad hag e rizennoù ar c'hwesha ha kenereet he c'horf kellig dre sinapsoù gant aksonoù ar c'helligoù c'hwesha loet e glaourgenn ar fri.

cellule multipotente, cellule pluripotentepluripotent cellkellig liesac'hus ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig rizhellel andiforc'hek a c'hell dont diouti un niver argrenn ac'hadoù kelligoù diforc'h (sl.  cellule totipotente, cellule unipotente).

cellule myoépithéliale, cellule en paniermyoepithelial cell, basket cellkellig vioepitelel, kellig kavell ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig kaher levn a orin epitelel, steredennek, enni korredañvennoù argrezus, amlouc'het ouzh gorre hoganoù ar gwagrennoù ezvorc'hañ (bronn, gwagrenn c'hwezparañ, gwagrenn halv), o kendaoliñ dre argrezañ da argas ar vorc'hadenn.

cellule neurosécrétoireneurosecretory cellkellig nervvorc'hañ ― Geriadur ar vezekniezh

Neuronenn ganti an arc'hwel borc'hañ.

cellule neurosensorielleneurosensory cellkellig nervskiantennel ― Geriadur ar vezekniezh

Neuronenn arbennikaet en un arc'hwel skiantennel (kelligoù c'hwesha, hinkinoù ha kegelioù al luc'hsae).

cellule photoélectriqueluc'hgell b. luc'hgilli ― Geriadur ar fizik
cellule principalezymogenic cellkellig pennañ, kellig zimogenek ― Geriadur ar vezekniezh

Pep hini eus ar c'helligoù niverus kranennek pe diñsek o pallennañ speurioù gwagrennoù piaouel ar stomok hag o vorc'hañ ar pepsinogen.

cellule pyramidalepyramidal cellkellig pikernennek ― Geriadur ar vezekniezh

Neuronenn eus pluskenn an empenn, e stumm ur bikernenn, etre 10 ha 100 mm sav, an dendrit diouzh he c'hern, an akson diouzh he diaz.

cellule réticulairereticular cellkellig rouedek ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig diloc'h, steredennek, diouti azledadoù hir kitoplasm kenvellet gant re ar c'helligoù amezek e doare ur rouedad ; bezant eo e-barzh ar gwiad rouedek, anezhañ gwiad kenglenel dibarek an organoù gwadparañ (sl.  tissu réticulaire).

cellule totipotentetotipotential cellkellig hollac'hus ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig rizhellel andiforc'hek a c'hell dont diouti an holl ac'hadoù kelligoù.

cellule unipotenteunipotent cellkellig unac'hus ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig rizhellel andiforc'hek na c'hell dont diouti nemet un ac'had kelligoù.

cellule, chambrekell b. killi ― Geriadur ar gimiezh
  • chambre de combustion kell leskiñ
fibre musculaire striée cardiaque, cellule myocardiquecardiac muscle fiberkaherwienn rizennek kalon, kellig kalongaher ― Geriadur ar vezekniezh

Kahergellig unkraoñellek, enni kaherwianoù unluniad gant re ar c'higennoù rizennek, oc'h argrezañ andiarvenn, a-gorvez hag emgefreek.

fibre musculaire, cellule musculaire, myocytemuscle fiber, muscle cellgwienn gaher, kaherwienn b., kahergellig b., miokitenn u. ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig diforc'hek kenan, e piaou d'an arc'hwel argrezañ, hir he furm hervez an ahel ma wered, bezant en he c'hitoplasm furmadurioù argrezus, ar c'haherwianoù (Gl.  myofibrilles) ; e daou rumm e tiforc'her ar miokit : 1) ar c'haherwiennoù levn (Gl.  fibres musculaires lisses), etre 20 ha 200 mm hed, loet o c'hraoñell en o c'hreiz, oc'h argrezañ gorrek hag andiarvenn ; bezant int a-unanoù er gwiad kenglenel pe strollet e saeoù ar gwazhied hag ar ganol vezhur ; 2) ar c'haherwiennoù rizennek (Gl.  fibres musculaires striées), etre 1 mm ha lies cm hed hag etre 10 ha 100 mm treuzkiz, lieskraoñellek, enno kaherwianoù o c'hoarvezout eus un heuliad sarkomerioù oc'h anadiñ e rezh rizennoù dindan ar c'horrgresker ; dewerc'herioù an argrezañ diarvenn, bezant er c'higennoù rizennek enlenet ouzh an eskern.

Langerhans : cellule de ∼Langerhans cellkellig Langerhans ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig dentritek bezant e haen spernek an epiderm, dindan gevarguz c'hoazh he orin hag he arc'hwel ; evit aozerion 'zo e teverfe eus ar melanokit, evit re all e ve anezhi ur seurtad makrofag o tasperzhiañ en erwezhioù hangaeel diwar goust o arc'hwel fagokitañ.

Merkel : cellule ou disque de ∼, TA meniscus tactusMerkel's corpusclekorfig g. pe kellig b. Merkel, kreskenn b. stekiñ ― Geriadur ar vezekniezh

Dibenn nervel koublet gant ur gellig epitelel loet e gwelead don an epiderm, fraouva ar stekiñ skañv.

Reed : cellule de ∼Reed-Sternberg cellkellig b. Reed-Sternberg ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig usventek (eus 25 da 50 mm), dezhi ur graoñell liesel ec'honek, e-kerz ar mitoz alies.

Rieder : cellule de ∼Rieder's cellkellig b. Rieder ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig wenn a zo he c'hraoñell daou- pe lieshoskek. Arsellet e vez alies e-doug leukemiezhoù lemm.

Sertoli : cellule de ∼Sertoli's cellkellig b. Sertoli ― Geriadur ar vezekniezh

Kellig loet e gwiskad speurel an tuellennoù spergaser a ere ar c'helligoù sperbarañ. Kemplezh eo roll ar c'helligoù Sertoli : gouskor ha mezhur ar c'helligoù revel, fagokiterezh, borc'herezh.

Sternberg : cellule de ∼Sternberg's giant cellkellig b. Reed-Sternberg ― Geriadur ar vezekniezh

(sl. Reed : cellule de ).

Türk : cellule de ∼Türk's cellkellig b. Türk ― Geriadur ar vezekniezh

1 Seurtad proplasmokit etre 7 hag 20 mm, vigelc'hiek, bezant er gwad er stad kleñvedel hepken, naouus dre ur graoñell ezkreizat, teñval, saezhennek hag ur protoplasm bazennlen kenan. 2 Mononuklear bras ortobazofil (leukoblast, mieloblast).