Preder
bout' [but]poell g. -où ― Geriadur ar verdeadurezh
  • ~ à bosser poell bosañ
  • On peut remédier à la panne d'un winch en y fixant l'une des extrémités d'un palan. L'autre sera ensuite frappée sur la manœuvre courante à l'aide d'un bout' à bosser.

    Mar chom chanet ur gwindask e c'haller bepred stagañ outañ penn ur palank. Al lost anezhañ a fervaer ouzh ar siblenn link diwar-bouez ur poell bosañ.

  • ~ à virer poell jeliñ
  • Un très grand foc dont le point d'écoute se trouve très en arrière du mât a souvent de la peine à passer tout seul devant celui-ci lors d'un virement de bord. L'équipier peut faciliter le passage en manœuvrant une sangle cousue au milieu de la bordure et appelée tacking-line ou bout' à virer.

    Diaes eo d'ur fok bras tre, dre ma vez e gilgorn pell a-dreñv ar wern, tremen e unan dirak houmañ pa droer bourzh. Ur skipad ouzh troad ar stae a c'hell aesaat hevelep tremen dre embreger ur senklenn gwriet e kreiz ar bourshed hag anvet tacking-line pe poell jeliñ.

  • ~ de commande de descente de la dérive poell gouzizañ an angell
  • ~ de commande de descente du safran poell gouzizañ al lev
  • ~ de harnais poell harnez
  • Les différents modèles de harnais sont tous munis d'une boucle métallique que l'on accroche à un bout' fixé sur le wishbone.

    An holl batromoù harnez zo dezho un ezev metal ma krogenner ar poell staget ouzh ar boucheg.

  • ~ de redressement rav g.-ioù revier adwintañ
  • Sur un catamaran il faut embarquer un bout' de redressement indispensable en cas de chavirage : il doit être d'un diamètre suffisant (10 à 12 mm) et assez long (4 à 5 m) pour passer au-dessus de la coque en l'air et retomber jusqu'à la coque dans l'eau.

    War ur c'hatamaran eo ret kaout ur rav adwintañ, diziouerus pa vez un troc'holiad. Dezhañ un treuzkiz 10-12 mm, e ranko bezañ hir a-walc'h (4-5 m) evit tremen dreist d'ar c'houc'h savet er vann ha kouezhañ betek ar c'houc'h chomet war neuñv.

  • ~ élastique poell dastennek
  • On relie le mât à la planche avec une laisse, bout' en élastique qui permet de ne pas perdre le gréement si le pied de mât se désolidarise de la planche sous l'action du vent.

    War ur planken dre lien e nasker ar wern ouzh ar flodell gant ur poell dastennek a viro ouzh ar stramm a vont da goll mar bez distroadet ar wern gant an avel.

butpal g. -ioù ― Geriadur an armerzh
  • le but d'une société pal ur c'hevredad
  • buts d'utilité publique palioù a dalvoudusted kevredin.
but à atteindrearvoned g. -où, pal g. -ioù ― Geriadur ar verdeadurezh

Lorsque l'on ne sait pas si le vent va changer, et que le but à atteindre ne se trouve pas exactement dans le lit du vent, se pose le choix du bord qu'il faut tirer en premier lieu.

Pa na ouzer ket hag an avel a gemmo pe get, ha pa na vez ket ar pal rik e roud an avel, e ranker dibab an treuzad da dennañ da gentañ.

but, # objectifaim, goalpal g.-ioù, amkan g.-ioù, bukenn b.-où ― Geriadur ar mediaoù
But, but pulsionnel.Ziel, Triebziel.aim, instinctual aim.pal, pal al luzad, pal luzadel. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Oberiezh ma toug dezhi al luzad, o tisoc’hañ gant koazhadur an tennder diabarzh ; eriunelloù a ro dezhi harp ha durc’hadur.

Etre peder elfenn e tezrannas Freud al luzad : e vount, e andon, e bal, e ergerc’henn. An andon zo peurliesañ un tachad erogen, hag ar pal eo tizhout ar bliz organ (Organlust) ennañ ; da skouer, pal al luzad genaouel eo ar gwalc’hadur diraezet gant an oberiezh-sunañ. Ar pal eo a ro da anaout an andon pe, gant gerioù all, mard eo an andon poell-bezañ ar pal, ez eo ar pal poell-anaout an andon.

Freud a lak kemm ivez etre “pal disoc’hel” (Endziel), spesadek evit pep luzad, ha “palioù treugel” keneskemmus.

BUT. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Freud différencie aussi le “but final”, spécifique de chaque pulsion, et les “buts intermédiaires” interchangeables, Freud a lak kemm ivez etre “pal disoc’hel”, spesadek evit pep luzad, ha “palioù treugel” keneskemmus (sl. BUT).

ensemble butteskad amkan ― Geriadur ar jedoniezh
Inhibé quant au but.zielgehemmt.aim-inhibited.palheudet. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Gerienn o toareañ al luzad a chom, dre berzh skoilhoù diavaez pe diabarzh, hep diraez e vod boziañ eeun (e bal) ha na gav nemet ur boziadur bihanoc’h diwar-bouez oberiezhoù ha darempredoù a c’haller sellout evel arnesadennoù eus ar pal kentañ.

Keal ar palheudadur a dalvez da Freud dreist-holl evit ober meiz war drivliadoù ’zo evel an denerded hag ar c’hantaezennoù kedvuhezel. Hogen petore gwikefre zo d’an heudadur-se ? Ha goulakaat a ranker un arvoustradur eus ar pal kentañ hag un distro eus an arvoustred ? Pe geñverioù zo etrezañ hag an treüc’hañ ? Al luzadoù kedvuhezel “n’eus ket da welout enno luzadoù treüc’het daoust ma’z int nes dezho. N’o deus ket dilezet o falioù revel eeun, nemet harzderioù diabarzh a vir outo d’o diraez ; a-walc’h eo ganto tostaat betek ur poent d’ar boziadur ha dre se e roont tro da liammoù start ha padus etre an dud. Evel-se emañ etre re all an darempredoù a denerded etre kerent ha bugale, hag int revel klok en derou, an trivliadoù a vignoniezh hag al liammoù kantaezel a gaver en dimeziñ, hag int evodet eus an hoal revel.”

objectif, butamkan g. -ioù ― Geriadur ar jedoniezh