Arhent euverek, darankad o tiren digonusted ur forzh pellgehentiñ. Un ardrouz a vez dezhañ orinoù diseurt. En tredanreelloù e sav ur gwrezvorm diwar ar gwrezlavig.
Arhent dargouezhek a anavezer ent stadegel e naouusterioù.
• bruit clangoreux, clangor stirilh • bruits normaux ou pathologiques trouzoù bonan pe gleñvedel.
Arhent dargouezhek ledet ingal war an holl dalmoù.
Trouz o tisoc'h a ec'hodiñ en ur ser, a un kreñvder, holl dalmoù skalfad ar stenioù, arveret er c'hlevandalañ evit disklevediñ an eil skouarn war-benn savelañ gwehin eben (sl. assourdissement).
Trouz ar galon merzhet evel ur stlak talmerel deroù-sistol, kempred gant deroù diflistr ar c'hofig, naouus d'un isvoll trapig.
Tregern spanaus eus trouz kentañ ar galon pa vez tolc'had kentez-kofig klok, diwar verniad ar pevare hag ar c'hentañ trouz.
Teskad an ardrouzoù, pe arhentoù euverek, o tegouezhout e hoskad dibenn ur ristenn vuzuliañ, o taremouezh gant an arhentoù arverek hag o tiaesaat an dinoiñ anezho.
Korvez trizaol diwar an ouzhpennadur, e-kerz an diastol, da zaou drouz reol ar galon eus un trede trouz devoudet gant falladur ar c'hofig ; hervez ar pred m'en klever e teskriver : an trilamm raksistol pe kentezel (Gl. galop pré-systolique pe atrial), an trilamm deroù-diastol pe kofigel (Gl. galop protodiastolique pe ventriculaire), an trilamm mezdiastol pe a-verniad (Gl. galop mésodiastolique pe de sommation), an trilamm goudesistol (Gl. galop postsystolique).
Trouz ar galon, hanter-diastol peurliesañ, enlezkernel pe gernel, o tisoc'h eus aruniad an trede hag ar pevare trouz, hag int anklevet ent vonan, merzhet a-wechoù pa vez kalonustead pe tolc'had kentez-kofig.
Trouz sec'h, parchek, trebad, klevet etre eil ha trede trouz ar galon (stlak dibenn-sistol pe mezsistol, Gl. clic télé- ou mésosystolique) ; naouus d'ar skortedoù mintrek leiek dre volzennad an trapig mintrek.
Arhent dargouezhek, dezhañ un heled dasparzhet en amzer en-dro d'ur werzh keitat hervez savelenn debegel Gauss.
Trouz diwar dremen an aer dre faout an tarzh, merzhet ent reol e-kefin ar vriant hag ar pennvronkez ; ent kleñvedel e c'hell treledañ betek parenkim ar skevent.
Arhent dargouezhek bras e heled ha berrbad.
Tregern vetal eus eil trouz ar galon er selaouennva aortek, test eus un disleberadenn e speur us-sac'hell an aortenn.
Trouz krenn ha berrbad en 2l tachad etre-kostoù kleiz hag o c'hoarvezout etre 5 ha 7/100 s goude deroù an trouz kentañ, azon eus usvoll an aortenn pe an dalmerenn a-skevent, e dianlen un isvoll trapig peurliesañ.
Trouz trumm evel hini ur bomm dour, klevet d'ar selaouennañ, erzerc'hadenn ur bruskdouraezhad pe ur brusklinaezhad kehent gant ur vronkezenn.
Flokign a c'hoarvez pa c'houlanker hejadennoù ouzh ur gavenn oc'h enderc'hel liñvenn hag aezhenn (bruskdouraezhad, kreuzusvoll).
Flokata stenek ha korvezek leteñvel ouzh trouz palioù ur vilin dour, a glever e par ar galon pa vez un douraezhad amgalonenn pe un hogennad douraezhel er poullkreiz (sl. clapotage, hydropneumothorax).
Trouz heñvel ouzh an hini a rafe div barchenn rimiet an eil ouzh eben, a glever a-wechoù e tro an amgalonennfo sec'h.
1) t. p. morzhedel, trouz goloet heñvel ouzh un tenn, merzhet pa selaouenner talmerennoù morzhed gouziviad ar skorted aortek, a-geñver gant muiâd trumm ar gwask er gwazhied ; 2) t. p. bruskel, trouz kreizsistolel kreñv, klevet en eil tachad etre-kostoù dehou e-kerz ar skorted aortek muiek, da geñver dardennad trumm an aortenn dre wered ar wagenn sistolel bannet gant argrezad ar c'hofig.
Sourr garv, heñvel ouzh hini ur rasklerez, merzhet en anafoù trapigel 'zo (isvoll trapig).
Azdoubladur stlaket eil trouz ar galon, klevadus e par kern ar galon da-geñver un isvoll mintrek, devoudet gant stlak digeriñ an trapig sklerozek.
Keñver A/T galloudezh keitat A un arhent o treizhidañ gant ur sanell ouzh galloudezh keitat T an trouz darankat. E dekibeloù e vez dewerzhet ar c'heñver.
(sl. murmure rotatoire ou musculaire).
Hangren a vez a-wechoù gant ar gornailhenn.
Sten taboulin skañv diwar giziata kern ur skeventenn vonan e degouezh krezennfo gant ur fennad krezenn a fonnded argrenn.
(sl. bruit de sommation).
Stlak merzhet a-wechoù pa selaouenner kalon ur gouzrec'h, a-raok an trouz kentañ hag ardaolet ouzh ur fraouadur eus ar gelc'hspeurenn pe eus kigennoù speur ar brusk. Kevret e vez ur skog teutadus.
Trouz a glever dre selaouennañ feilhennoù ar grezenn pe an amgalonenn tanijennet da-geñver ar finvoù anal pe kalon.