Daskurzhad diwar ar Sz. b inary digit .
1. Unan eus ar sifroù en niveriñ diazez daou, rezhiennet peurliesañ dre 0 pe 1.
2. Unanenn daouredel a gementad stlenn.
Da arouez ar bit e reer gant b pe gant bit , sk. : Kb , Kbit . Evel anv unanenn e kemer bit merk al liester hag ar c'hemmadurioù, sk. : un heuliad bitoù , pep a lerc'hiad daou vit . Evel arouez unanenn, ez eo gwell e lezel digemm, sk. : ur mollad 32 bit.
Sl. [logon] [shannon]
Bit o kevaraezañ, hervez ar stad m'emañ, un devredadenn
Sl. [drapeau]
Bit kevredet ouzh ur stroll bitoù, e amkan gwiriekaat ar stlenn amparet gant ar stroll bitoù.
Bit gwiriañ kevredet gant ur stlennad o verkañ ha niver ar bitoù oc'h amparañ ar stlennad zo hebar pe ampar.
Bit gantañ ar savlec'h daouredel a werzh vihanañ, eleze marzekaet a-zehou en ur maez.
Bit gantañ ar savlec'h daouredel a werzh vrasañ, eleze marzekaet a-gleiz en ur maez.
Bit dibarek, savlec'hiet peurliesañ e penn kleiz ur maez, o spizañ arouez ar stlenn bezant er maez.
Unanenn vuzuliañ douester al lerc'hwezañ.
Unanenn vuzuliañ ur c'has daouredel.
Treugennad na ra ket gant an nodoù gwiriañ. Skouer : an treugennad HDLC.
Gant ur paker roadennoù niverel, desavelañ ar pred ma rank kregiñ da standilhonañ an arhent paket war-benn eztennañ ar bitoù anezhañ, gant un drovezhiegezh anav a-geñver gant tizh arhentañ ar c'haser.