1 A-zave d'ar vestl, sk. : trenkennoù bestlel. 2 Arver hengounel : o kaout ur c'heñver (goulakaet) gant ar vestl, sk. : kernad bestlel, terzhienn vestlel.
Danvezenn c'hludek furmet e-barzh ar gellenn vestl da heul un dreistbec'h kolesterol er vestl, anezhi korrstrinkennoù monohidrat kolesterol, bilirubinat ha halioù diseurt kalkiom ; dre wered ur glikoprotein, ar mukin, ez a ar fank e tolzennoù sonnel, ar grouan bestl.
Forzh vunut, hep speur piaouel, etre ar c'helligoù avu, o tastum hag o wehenniñ ar vestl etrezek ar forzhioù bestl.
Naoued avu dibaot, o teraouiñ a-sil goude pemont vloaz gant ar merc'hed peurliesañ, da azon kentañ dezhañ un debron ha, da heul, un ikter henek doues pe douesoc'h, terzhienn, troazhvestlegezh ha livrezh reol an oulennoù, un avu tev ha kalet, ur felc'h usventek, ur gwadusvec'h bilirubin, kolesterol, lipid hollel ha fosfatazoù alkaliek ; e-kerz an dedro emdarzh, marvus bepred dindan 5 bloaz ent keitat, e tinod ksantomoù kroc'hen, misug, dirazekaat, uswask porzhel ; ar prederiadur nemetañ eo treuzplantadur an avu ; dianav eo an arbenn : kevarguziñ a reer ur wikefre unanhangaeel, un tizhad viruzel, un orin hilel.
Seurtad kirroz ma paota ar gwiad kenglenel e dianlen steviadur henek ar forzhioù bestl ; peurliesañ e vez stanket ar forzhioù ec'havuel (grouanegezh dreist holl, kankr, ilgreizfo pe bestlsanfo henek) ; dibaotoc'h e vez ar steviad war ar forzhioù enavuel (sl. cirrhose biliaire primitive) ; en nevezc'hanidi e vez devoudet ar c'hirroz bestlel gant kammneuziad pe ezvezañs ar forzhioù bestl ; da azonoù dezhañ e vez usvent an avu hag ar felc'h, ikter ha terzhienn alies, uswask porzhel a-wechoù .
Niver o tenaouiñ bec'h al livegennoù bestlel er plasma muzuliet war eeun dre livventerezh ; ent reol emañ an niver-se etre 1,6 hag 1,8 ; sevel a ra betek 5 pe 6 pa anad an ikter.
Danvezenn livek bezant er vestl, o tisoc'h eus ec'haozañ an hemoglobin (sl. acides biliaires, bilirubine, biliverdine, sel biliaire).
Hogennadur bestl er gellenn vestl, devoudet gant ur skoilh war ar forzhioù degorzhañ.