Preder
bénéfice ― Geriadur an armerzh
  • (général) gounid g.
  • (commercial) buzad g. ; (jeu, spécul. etc...) savad g.
  • bénéfice distribué buzad rannet
  • bénéfice net de l'exercice buzad rik an embregvezh
  • bénéfice non distribué buzad dirann
  • bénéfice non planifié dreistbuzad
  • bénéfice toal buzad hollel
  • bénéfice unitaire buzad dre unanenn
  • bénéfices des professions non commerciales buzadoù ar micherioù ankenwerzhel
  • bénéfices des industriels et commerciaux buzadoù greantel ha kenwerzhel
  • marge de bénéfice marz buzad
  • participation aux bénéfices buzrann b.
  • au bénéfice de quelqu'un e gounid ub
  • au bénéfice du doute o tennañ vad eus an entremar
  • sous bénéfice d'inventaire gant invantor gwenn
  • faire des bénéfices buzadañ.
bénéficeprofitbuzad g.-où ― Geriadur ar mediaoù
  • ~ brut gross profit buzad kriz
  • ~ net net profit buzad rik
Bénéfice primaire et secondaire de la maladie.primärer und secondärer Krankheitsgewinn.primary and secondary gain from illness.gounid kentael hag eilvedel diwar ar c’hleñved. ― Geriadur ar bredelfennerezh

“Gounid diwar ar c’hleñved” a reer eus kement boziad a denn ar c’hlañvour eus e gleñved. Diwar he fenn-kentañ ez eo liammet arlakadenn freudek an neuroz ouzh ar mennoz e teraou hag e pad ar c’hleñved dre berzh ma tegas boz d’ar c’hlañvour. Kempleg eo argerzh an neuroz da bennaenn ar bliz, luskañ a ra da ziraez gounid armerzhel, da goazhañ an tennder. A-wel e teu ar gounid-se e stumm an herzel ouzh ar gur, o skoilhañ ar c’hoant emouez da bareañ.

Stag eo ar gounid kentael ouzh devouderezh end-eeun an neuroz : boz kavet en azon, tec’h er c’hleñved, kemm an darempredoù gant an nesidi.

En eneb, ar gounid eilvedel zo doareet evel-henn :

degouezhout a ra goude taol, evel dreistgounid diwar ur c’hleñved deraouet endeo, evel adimplij ur c’hleñved ;

diavaeziek eo e-keñver devouderezh-derou ar c’hleñved ha ster e azonoù ;

c’hoarvezout a ra a voziadoù narkisek pe stag ouzh an emgemmirout kentoc’h eget a voziadoù libidinel war-eeun.