Astennad ar gellig nervskiantennel c'hwesha (Gl. cellule neurosensorielle olfactive) ; an dibenn anezhañ, bazhoulek, zo ennañ ar gellenn c'hwesha (Gl. vésicule olfactive), warni etre 6 ha 12 blevan c'hwesha (Gl. cil olfactif).
Kellig nervskiantennel al luc'hsae, enni ar moug, a zo araez ar gweled fotopek ; tri farzh dezhi : un azledad diavaez, luc'heraezus, ar c'horf, ar penn diabarzh kevaotet gant astennad ar c'helligoù daouvlein ; bezant eo ar c'hegelioù el luc'hsae a-bezh (120 milion anezho) nemet er vrizhenn (sl. cellule bipolaire, cellule neurosensorielle, cône rétinien).