Arbennigour karget da reoliñ despizerezh hag arver goulunioù ur stlennvon. Abaoe 1975 e tiforc'her :
- ardead an embreger, atebek war ar goulun ergrafañ ;
- ardead ar bon, atebek war ar goulun diabarzh ;
- ardeaded an arloañ, atebek war goulunioù diavaez an arver.
Mod ennegañ ma c'hoarvez an enneg a ziv rann, an diazez, an dilec'hiad. Peurliesañ e vez boneget an dilec'hiad war-eeun en ditour. Ar rann diazez a c'hell bezañ ampleg (ennegañ diouzh ar bajenn), pe ezpleg ; endalc'het e vez neuze en ur marilh haezadus d'ar goulever, a c'hell da heul daskemmañ dre c'houlev lec'h ar maezioù er vemor. Arver an ennegañ a-ziazez a gevaraez diskoulmañ kudennoù an derannañ memor dialuskel, pa c'hell an holl ennegoù bezañ riñvet adal an diazez. Anv a reer neuze a dreuzkludañ ennegoù.
Boued a vez bevezet reoliek en ur ranndir pe gant ur strollenn hag o pourchas un darn vras eus ar c'halorioù pemdeziek.
Boued a vez bevezet reoliek en ur ranndir pe gant ur strollenn hag o pourchas un darn vras eus ar c'halorioù pemdeziek.
Rakwezheriañ muiek war-benn dec'han ar morgud ha parraat ouzh enkrez an dieraeziñ hag an oberata.
Hentenn dreuzkas ar roadennoù o talvout d'o dehentiñ en o stumm orin pe en ur stumm nes, hep gouluz ur wagenn douger.
Électrolyte à base d'acide sulfurique.
Kevionenn diwar drenkenn sulfurek.
1 (Kimiezh) danvezenn en araez da zegerc'hañ proton ha da zilaoskiñ ion OH - ; kediañ a ra gant an trenkennoù evit dec'han halioù. 2 (Korfadurezh) parzh ledanañ pe parzh traoñ un organ, sk. : diaz ar galon, diaz ar c'hlopenn. 3 (Hiloniezh) skar etre talennoù an daouadoù bazennoù purek ha pirimidek oc'h eren an daou arrevell troellennek DNA ; par eo da 0,34 nm ; ar gemalenn 1 000 daouad bazennoù (kilobonhed, kb) zo 340 nm. 4 (Liaerezh) kentaozad pennañ ul lia.
En ur c'hevarouezer, trevnad gouezadoù oc'h ober hollad an anaoudegezhioù en un domani lavaret. Roet e vez ar gouezadoù-se en ur furm diskleriadel e rezh molladoù dizalc'h pe genereet a-rouedad pe a-wezenn, hervez daveadurioù balegenn-ategenn : "Mar bez un devoud..., neuze e tezreer...", an dezreed o vezañ un devoud pe ur gwered. e-kerz un imbourc'h e vez dazveret ar gouezvon gant al lusker treren. Hemañ a labour dre steuñvennañ war-raok pa loc'h eus an devoudoù evit disoc'h gant un dezreed, dre steuñvennañ war-gil pa loc'h diwar an dezreed mennet da wiriañ an devoudoù dezrevellet.
Trevnad roadennoù kevanek, lerc'hwezet e-barzh advemorioù, savelet ha kevraokaet en erdu ur bodad arveriaded (koskor un embregerezh, h.a.). Endalc'had ar bon zo peurliesañ ar stlennadoù ret da arc'hweladur an embregerezh. Ardoet e vez ar stlennvonioù gant meziantoù spesadel, a reer anezho reizhiadoù ardeiñ stlennvon. Ar re-mañ a vez lavaret daveaduriek, urzhazek pe rouedadek hervez an delvan roadennoù o deus da ardeiñ.
Sl. [modèle de données] [système de gestion de base de données]
Oberiek kenan eo an imbourc'h e domani ar stlennvonioù, an ahelioù pennañ o vezañ :
~ an aregoù dazverañ, nes d'al lavar, a-geñver gant an naouegezh alvezel.
~ ar stlennvonioù liesmedia, oc'h amgantañ roadennoù niverel, testennel, luc'hel, stenel ;
~ an delvanoù kevaraez da zeskrivañ ergorennoù kemplezh ;
~ ar stlennvonioù dezreadel, a-zalc'h ouzh ar c'hevarouezerioù hag ar gouezvonioù ;
~ an ostilhoù harpañ an ergrafañ ;
~ arvezioù damkanel ar stlennvonioù : an aregoù, an askizañ.
Ergrafañ, pe c'hoazh : danzen, ur stlennvon a reer eus an argerzh o loc'hañ diwar ur stad a draoù kantouezel hag o tisoc'h gant ar stlennvon keñverek. Lies tennad a vez d'an argerzh-se :
1. Dezvonnañ er gantouezelezh an elfennoù o deus d'ober gant ar saviad a venner derc'hennañ.
2. Kevelstrollañ an elfennoù bet dalc'het d'ober un trevnad ; hevelep gwezhiañ a ampleg ez eus bet dibabet un delvan dibarek a roadennoù.
3. Deluniañ an trevnad diwar-bouez un areg deskrivañ (despizañ) roadennoù ; a se e tegouezher gant un deskrivadur (despizadur) eus ar stlennvon da vezañ kennaouet d'an arveriaded koulz ha d'ar reizhiad ardeiñ stlennvon. Emañ dibab an areg e dalc'h an delvan roadennoù arveret, o c'houzout e vez a-wechoù lies areg evit un delvan lavaret.
4. Gwiriañ hag an deskrivadur aozet a vast da ezhommoù an arloañ (ma ne vast ket, distreiñ d'an derou ha ren un argerzh danzen nevez).
Un argerzh kemplezh ha skoemp eo ergrafañ ur stlennvon. D'e gas da vat, e ranker alies danzen a-zistag istrevnadoù en erdu strolloù diseurt arveriaded (gwazrannoù un embregerezh), pezh a zisoc'h gant un teskad selledoù arveriad. Un eil tennad eo kevaniñ ar selledoù, eleze kendeuziñ ent argammedek ar selledoù diseurt war-benn diraez goulun bloc'hel ar stlennvon.
Ur wech danzeet, e rank ar stlennvon bezañ kempennet e sell d'ar c'horvoerezh, a lavarer c'hoazh : engwezhiet. An tennadoù-mañ a ya d'ober argerzh an engwezhiañ :
1. Diwar-bouez an areg deskrivañ roadennoù azas, kadaviñ deskrivadur ar stlennvon e-barzh ar reizhiad ardeiñ stlennvon. Eno ez a d'ober goulun ergrafañ ar stlennvon, dizalc'h diouzh nep arload hag ivez diouzh framm kadaviñ ar roadennoù war ar skoroù stlennegel.
2. Prientiñ ha kadaviñ ar goulun diabarzh, eleze deskrivañ framm kadaviñ ar roadennoù war ar skoroù stlennegel, despizañ ar reolennoù kenglotañ etre ar goulun diabarzh hag ar goulun ergrafañ.
3. Prientiñ ha kadaviñ ar goulunioù diavaez hag ar reolennoù kenglotañ etre ar goulunioù diavaez hag ar goulun ergrafañ. Ur goulun diavaez zo deskrivadur ar stlennvon diouzh ur selled dibarek, eleze deskrivadur ur stlennvon galloudel renet adal ar stlennvon revoudel.
Peurliesañ e teskriv ar goulun diavaez ar selled eus un istrevnad er bon (a se en en anver ivez isgoulun), o reiñ tro da c'havaelañ ul lod hepken eus ar roadennoù, da gemmañ o anv pe o rezh pe c'hoazh o framm en un amgant piaouel d'an delvan roadennoù arveret. a-zalc'h ouzh pep arload emañ ar goulun diavaez o teskrivañ ar selled a zo e hini.
4. Kargañ (kentaskrivañ) ar stlennvon : anv zo amañ a ebarzhiñ er bon an holl werzhadoù a-geñver gant stad derou ar roadennoù deskrivet.
Renet e vez argerzh an engwezhiañ dindan reolerezh ardeaded stlennvon. Ur wech echu lankad an engwezhiañ, gant kadaviñ ur goulun diavaez da nebeutañ, e vez korvoadus ar stlennvon. Graet e vez ar c'horvoerezh diwar-bouez un areg dazverañ ar stlennadoù : bodad arc'hadoù gant ar reolennoù d'o arverañ evit krouiñ, eztennañ, daskemmañ, dilemel roadennoù e-barzh ar bon.
Daou rizh aregoù a ziforc'her evit a sell ar stlennvonioù :
~ an aregoù despizañ, a dalvez da zeskrivañ, hervez un delvan, ar stlennvon ha destrizhoù e gevanded ;
~ an aregoù dazverañ, a dalvez da wezhiañ war ar bon, da angerc'hañ ennañ pe d'e zaskemmañ.
Daou rizh zo d'an aregoù dazverañ er par diavaez :
~ aregoù diardreug, pa rank an arveriad menegiñ unan hag unan ar gwezhiadurioù da ren, o leviañ a-zoug kamm erolerezh luniad ar roadennoù ;
~ aregoù diarbal, pa zifer an arveriad doareoù ret an disoc'h. Ar reizhiad ardeiñ stlennvon a rank neuze aozañ ur bellerezh imbourc'h, ar pezh a ampleg ur meziant kalz kempleshoc'h.
Rizh stlennvon a zo e frammadur diazezet war an daveadurioù (e ster ar jedoniezh) etre ar roadennoù. Ouzh keal ar restr emañ gantañ erlec'hiet keal an daolenn, ar rezoù o tougen an daveadurioù.
Da skouer, an daolenn a vez oc'h ober he bannoù anvennoù tud, deiziad o ganedigezh, niver o bugale, h.a. : e pep rez e lenner enta un daveadur o toareañ un hinienn. An areg boazietañ da sevel ha korvoiñ ar stlennvonioù daveaduriek eo an SQL.
Sl. [SQL &]
Stlennvon a zo e stlennadoù strewet en douaregor e-barzh desezadoù stlennegel kenereet dre ur rouedad pe nep araez kehentiñ kevatal.
Niver unanennoù a un urzh ret da furmiñ unanenn an urzh uheloc'h diouzhtu.
Lerc'hiad reoliek skogoù reizhkorn unheled, unpad. Naouusterioù ar padrezh zo e drovezh (padenn etre daou skog) hag e dalm (niver skogoù dre eilenn).