le surmoi n’est pas une instance franchement autonome, an dreistme n’eo ket un ensav peuremren (sl. ÇA) ; la sexualité devient autonome, ar revelezh a zeu da vezañ emren (sl. ÉTAYAGE).
Mod arc'hwelerezh ur reizhiad pe ur parzh reizhiad o labourat a-zizalc'h diouzh ur riñverez. Da skouer, an tresañ kevregoù diwar-bouez un dresell a vez graet hogos bepred er mod goubarzh evit mirout a liveriñ ar riñverez gant un drobarzhell c'horrek.
Korrurzhiataer unstael a arver hiniennel.
Tredanvarr oc'h erzerc'hañ a-emdarzh en neuronoù, dizalc'h diouzh nep fraouadur.
Hollad al luniadoù nervel kreiz ha trobarzh (kangrennoù ha nervennoù) a gendaol da arouleviañ arc'hwel bonan an holl organoù ha gwiadoù, ent dizalc'h diouzh ar bed diavaez, en ur ziogeliñ ur c'henurzhiadur hag ur c'hengannadur rekis eus an arc'hwelioù diseurt. Ar reizhiad emrenek ne geveneb ket ouzh ar reizhiad nervel kreiz, o chom en he dalc'h hag o tasperzhiañ drezi en arc'hwelioù diseurt eus ar c'hemoned hag eus ar c'hantaezañ. C'hoarvezout a ra eus ar reizhiad parasimpatek hag eus ar reizhiad ortosimpatek. Menegomp an heñvelster : nervreizhiad struzhel pe reizhiad nervstruzhel.