Aozadur diazezet e 1979 e kembeli Maodiernezh ar Greanterezh, kefridiet da ren imbourc'hioù diazez ha dedalvezadel koulz hag eskemmoù etrevroadel.
A-zivout ur reizhiad alvezel en araez da arc'hwelañ hep emell an den.
1 A-zivout ur reizhiad vevedel e kement m'he deseller evel reizhiad alvezel, sk. : an damougoù studiet evel gwezhiadoù emgefreek. 2 A-zivout ur gwezhiañ andiarvenn e kement m'en deseller en e zarempred gant an oberoù diarvenn, sk. : an analañ studiet en e zaou arvez diarzoug ha diarvenn (sl. intentionnel, volontaire).
Erwezhiad ar gouzrec’h bewech ma vez en ur blegenn daraezek, eleze dindan ur strumm broudadoù a-ziabarzh pe a-ziavaez ez eo divarrek da vestroniañ. En arlakadenn Freud ez eo an enkrez heulret kevenep d’an enkrez arhent.
Diskiblezh o plediñ gant studiañ ha sevel gwikefreoù ha reizhiadoù en araez da arc'hwelañ hep emell an den.
angoisse automatique, enkrez heulret (sl. ANGOISSE AUTOMATIQUE).
Kalvezder gwiriañ kammadoù engwezhiet da geñver un treuzkas. Diazezet emañ war an arver eus bonegoù dinoiñ kammadoù : an dehaezadour, savelet gantañ ez eus ul lerc'hwezadur kammadek, a gas ent emgefreek d'an dehaezer ur pedad d'e arren.
Emgefread o pourchas bilhedoù bank war c'houlenn un arveriad oc'h enankañ e rineg.
Hollad ar c'halvezderioù keweriañ ar stlenn teuliadurel o amkan kelaouiñ an arveriaded ha respont o goulennoù diwar-bouez meziantoù diuz hag arglask a-geñver gant an titloù, an aozerion, an danvezioù, h.a.
Trevnad meziantoù en araez, diwar ar gwehentoù arc'hwelel ha deskrivadur ar skoroù hag ar modoù haeziñ, da bourchas ur goulev gant e deuliadur, frammlunioù hag all.
Poent haeziñ un emgefread bankel en araez da gefleuniañ holl arc'hwelioù un draf amsez.
Trevnad o talvout d'ur paker da zidermenañ, diwar-bouez standilhonañ un nod kentezat anavezet, kas an dermenell ec'hoder a glask kehentiñ gantañ.
Arc'hwel dibarzhek eus ur modem ouzh e lakaat, kerkent ma tegouezh ur galv pellgomz, da ren emgefreek an holl wezh-iadurioù ret da savelañ amred ar roadennoù.
Treugennad dihaez dre c'halv emgefreek kevaraezus da geweriañ respontoù nac'hek an termenelloù hep emell an unvez keweriañ.
Arnodiñ aveadoù elektronek, peurliesañ dre hentennoù emgefreek, oc'h arverañ kewerieroù ha meziantoù dibarek.
Gwezhiañ alvezel o c'hoarvezout a dreuzyezhañ un destenn.
Pa na vez ket emgefreek penn da benn an troerezh e komzer kentoc'h eus treiñ ameilet dre urzhiataer.
Dre veur a lankad ez a an troerezh emgefreek : digej kevreadur ar frazennoù, o luniad neuziadurel ha neuze steradurel, ha diraez dre se o luniad don er yezh orin ; da heul, riñvañ al luniad kevatal er yezh amkan ha diwarnañ sevel ar frazenn troet.