Lerc'hiad barradoù astma kreñv ha padus, etrezo entremezioù berr ; pa steuz ar re-mañ e tarvez an aroad astma, rouestlad grevus a c'hell dec'han falladur dehou ar galon (sl. état de mal asthmatique).
C'hoarvezadur trumm un anadenn gleñvedel ; en teir yezh ez eus un torkad termenoù damheñvelster, digemmet gwech dre un arliv, gwech dre ar boaz, sk. : barr urloù, barrad astma, kaouad paz, gwaskad divilhennfo, h.a..
Gwaskad spont gant holl erzerc'hadoù un enkrez garv o tarvezout war ur goueled gouvid ha kevret alies gant ar foranarur.