"Hollad ar c'halvezderioù amkanet da sevel roadennoù o teskrivañ an ergorenn a venner ergrafañ, da zazverañ ar roadennoù-se er mod etrewezhiat evit degouezhout gant ur furm bengennet a ergrafañ, ha da c'henel ar stlennadoù ret da oberiañ an ergorenn adal ar roadennoù deskrivañ an ergrafañ kadavet en urzhiataer, ha pa ve pe get ameilet an oberierezh-se". An despizadur-se gant M. Lang zo bet addezgeriet gant J. Hatvany : "Hollad an emelloù adalek sevel roll an diferadurioù betek genel ar stlenn ret da aozañ ar c'henderc'had".
Ostilhoù an ERAU :
Ar periantoù azasaet diouzh an ERAU a vez dezho araezioù diorreet a-fet kalvezderioù kevregañ ha korvoerezh er mod etrewezhiat. Eus dimeziñ an urzhiataer gant kalvezderioù ar c'hevregañ ez eus diwanet ur skourr nevez d'ar stlenneg, ar stlenngevregañ hag e zeverad, ar stlenngevregañ etrewezhiat. Ouzhpenn an araezioù stlennegel da geweriañ ha da gadaviñ ar roadennoù, e tiforc'her tri rizh ostilhoù ERAU :
- an niverelaer, evit enankañ ar roadennoù kevregat er furm niverel ;
- an hewel kevregañ etrewezhiat, evit o gwereañ hag o c'heweriañ ent emzivizel ;
- an dresell, da embann an disoc'hoù.
Ar meziantoù zo daou rumm anezho :
- ar meziantoù diazez, o kefleuniañ an arc'hwelioù boutin da lies tachenn arloañ ;
- ar meziantoù arbennik, piaouel d'un dachenn arloañ lavaret.
An trevnadoù ERAU .
Unan eus ar c'hudennoù pennañ eo dibab ar c'hefluniad periantoù ha meziantoù azasañ diouzh ar pal mennet. Da gas an dibab-se e reer gant delvanoù jedoniel o talvout da zarvanañ desezadur an trevnad - diwar-bouez ur goulev ergrafañ ameilet dre urzhiataer evel just !
Hollad ar c'halvezderioù o talvout da emgefreekaat lankadoù kenderc'hidigezh un traezad oberiet. Pep lankad a denn korvo eus disoc'hoù al lankad a-raok : E-se disoc'hoù an ergrafañ ameilet a bourchas roadennoù al lankerezh niverel, ar re-mañ o vezañ danvez diouzh ret da c'henel tresennoù ha prouadoù. An hedad a-bezh a reer anezhañ ergrafañ hag oberiañ ameilet dre urzhiataer.
Hollad an hentennoù o talvout d'an ergrafañ ameilet, o sellout ent dibarek ouzh ar riñverezh despizañ ha darvanañ an ergorenn da ergrafañ (da skouer : riñverezh al luniadoù).
Evezhiañ un ijinenn hag emellout adal ar c'heladoù muzuliañ treuzkaset diwar enankerioù ha dezrannet gant un urzhiataer.
Gerienn o teanviñ teskad an hentennoù mezegel amkanet da gevaraezañ an engehentiñ : fraouaat hormonel, ensperiañ kalvezadel, frouezhigiñ in vitro, h.a.
Sl. [productique, kenster]
Rizh gouleviñ ma ra ar goulever gant skoazell ur riñverez, da skouer evit gwiriañ reizhded ar skrivadur e-keñver ar prezegadoù kinniget.
Sl. [édition électronique]
E-doug an dieraeziñ hollek en amred kloz ha gant kurariñ, kresk ampled loc'hadoù analañ ar c'hlañvour diwar-bouez gwaskadennoù gwezhiet gant an dieraezour war ar sac'h analañ, ent reoliek ha diouzh korvez piaouel ar gouzrec'h. An amkan zo kevaraezañ ur gwenterezh skeventel spirus.
Euvriñ diwar-bouez un dermenell gennasket pe un dermenell naouek, ar roadennoù euvret o vezañ gwiriet diouzhtu hag an oberataer o vezañ heñchet en e wezhiadurioù.
Diskiblezh ar bonekaat pezhioù treloc'hel bodet ha renket e familhoù hervez o naouusterioù evit bezañ lakaet e kerz an arveriaded.