1. Termen damgevatal da fardañ, gant muioc'h a aked avat. 2. Meskañ, kemmeskañ.
Aozañ ar boued zo reiñ un neuz dezhañ – hag unan dereat –, graet gant urzh ha luniet mat. Ha petra a lakaer en aoz-se ? Moarvat heberzh an aozennoù, ar c'heginañ, betek an erouezadur dirak an hini azezet ouzh taol.
Le faseyement est néfaste particulièrement pour les tissus apprêtés ou complexés.
Drastus eo ar froual dreist-holl d'ar gwiadoù stroget pe kendoueziet.
Durc'haet eo ster an termen etrezek an aozañ, an trevnañ, ar fichañ e sell d'an dazont ; a se, alej boued zo ober war e dro e sell d'ar pred (ma vo debret) pe, alej ub. d'ober udb. zo e zougen, e brientiñ d'ober udb.
A-fet steriegezh, n'emañ ket pell diouzh aveiñ, hag en troiennoù evel ``reiñ un terk da'', ``bezañ e terk'', ``terket mat diouzh ho plaz'' ez anad un durc'hadur ster etrezek ur pred aozet a-zoare, gant kement danvez a zo ret : an aozennoù pennañ, met ivez an terkennoù a zegas an draig bennak ouzhpenn.
Lakaat boued da vezañ prest.
Prientiñ boued buan a-walc'h, aozañ ur pred eeun.
Aozañ, lakaat war an daol kement a zo rekis evit debriñ.
Anat un tuadur hefiloc'h, danzeetoc'h evit ar boued graet en doare-se, e-sell d'ur pal resis : danzen bara n'eo ket un argerzh ken eeun ha parediñ ur vi da skouer. Keal zo a “danzen” ar bara, pa c'houl ur brientidigezh aketus, un trevnadur pervezh eus al lankadoù, un treuzfurmadur eus an danvezioù (ar goiñ, an elfennoù ouzhpennet, h.a.), betek an hini diwezhañ “pobañ”.