Preder
anticipationlook aheadarlañsg. ― Geriadur ar stlenneg

Pennaenn arveret da wellaat digonusted ar gwikefreoù kemalat, anezhi deraouiñ erounit un tennad kent ma'z eo peurechu erounit an tennad a-raok. Dedalvezet e vez ar bennaenn-se, da skouer, e par unvez kreiz ur riñverez da geñver an arglask stlennadoù e sell d'an ditouroù o tont war-lerc'h an hini dindan erounit ; heñveldra, en ur sammer a-stur, e-keñver keweriañ an dalc'hadenn ; pe c'hoazh, e par un arc'hwel reoliñ al lanv war un amred galloudel, un duilh o vezañ kaset kent ma'z eo degouezhet kesouen degemer an duilh a-raok.

anticipation ― Geriadur ar stlenneg
  • principe d'― pennaenn an arlañs [fenêtre]
anticipation ― Geriadur an armerzh
  • (prévision) ragarveziad g. ; rakwelad g.
  • (paiement) raktaladur g.
anticipation expliciteexplicit look aheadarlañs ezpleg ― Geriadur ar stlenneg

Doare arlañs ma vez meneget ezpleg ar stlennadoù a zo arglask arlañset dezho.

anticipation impliciteimplied look aheadarlañs ampleg ― Geriadur ar stlenneg

Doare arlañs ma vez astennet an arglask da stlennadoù amezek d'ar stlennad talvoudus raktal, dre ma'z eo gwirheñvel e vint danvezet hep dale.