Stad askre a zeskriver evel santad moustrus ur gourdrouz, hogen evel pep keal diazez ne gav an enkrez despizadur ebet ; aozerion c'hallek 'zo, heuliet gant aozerion saoznek, a laka kemm etre div furm : an angoisse ma sour an azonoù kreudel (amwask ar c'harloc'henn hag ar bruched, keflusk kalongwazhiedel, koazhadel hag analadel) hag an anxiété ma ren an azonoù bredel (nec'h, anken, ankalez).
Erwezhiad ar gouzrec’h bewech ma vez en ur blegenn daraezek, eleze dindan ur strumm broudadoù a-ziabarzh pe a-ziavaez ez eo divarrek da vestroniañ. En arlakadenn Freud ez eo an enkrez heulret kevenep d’an enkrez arhent.
Enkrez rak un dañjer diavaez a zo ur gourdrouz beziat evit ar gouzrec’h. En arlakadenn Freud ez eo an enkrez traek kevenep d’an enkrez rak al luzad.
montée de l’angoisse, kresk an enkrez (sl. DÉVELOPPEMENT D’ANGOISSE) ; angoisse de l’abandon, enkrez rak bezañ dilezet (sl. NÉVROSE D’ABANDON).
Keal bredelfennadel : goude dizoleiñ ar c'hemm etre an div rev, e sav er paotr bihan an amgren da goll e galc'h, er plac'h vihan ar mantr da vezañ e gollet.