Anvad genadel strafuilhoù ar c'hounerezh, anezho diaested pe dic'halloud da enskrivañ (enkounañ), da zerc'hel (argounañ) ha da zaskoriñ (daskounañ) ar stlenn ; kemm a lakaer etre an ankounioù bloc'hel, o tizhout holl rummoù merzhadel ar stlenn, hag an ankounioù skiantennel, dibaot, o tizhout ur rumm skiantennel hepken : an ankoun gwelout, an ankoun klevout ; diforc'h a reer ivez an andaskoun eus an eñvorioù a-gozh (ankoun diabellat) hag an andaskoun eus an eñvorioù a-nevez (ankoun dianesat) ; dav eo notañ e vez ar c'hounerezh e dalc'h stad vevedel an empenn hag ivez levezonet gant dialusk bredel, kantaezel pergen, ar gouzrec'h : ar Vredoniezh a zeskriv an ankoun hanbarus pe ezkounañ pe c'hoazh ankoun darfellel, ma 'z a ar gouziviad dieñvor ouzh prantadoù eus ar vuhez pe ouzh arvezioù eus ar buhezadur.
Ezvezañs ar vemor hangaeel : ar bevedeg ne furm ket antikorfoù, alese, e diouer difennoù, e c'hoarvez poreoù adfeilhus o kas ar vagadell d'ar marv.
Ankounañ bloavezhioù kentañ ar vuhez. Ne c’hoarvez ket diwar an divarrek e ve ar bugel da zerc’hel koun eus e santadoù, hogen diwar an arvoustrañ o werediñ war ar revelezh vugel hag oc’h emastenn da hogos holl zarvoudoù ar bugelvezh. Ar vaezienn dindan ankounañ bugelvezh a yafe betek mare diskar kemplezh Edip ha derou an enkelvezh.
N’eo ket Freud a zizoloas an ankounañ bugelvezh. Hogen ne gavas ket bastus displegañ an anadenn dre an anazvedigezh arc’hwelel : un displegadur spesadek a ginnigas, o tiskouez ez eo an ankounañ bugelvezh, evel an ankounañ darfellel, un ezkounañ en araez da vezañ direet. Lakaet en deus war wel ivez ez eo an ankounañ bugelvezh amplegad an arvoustradurioù diac’houde, an ankounañ darfellel pergen.
de même que l’amnésie hystérique, l’amnésie infantile peut en droit être levée, ez eo an ankounañ bugelvezh, evel an ankounañ darfellel, un ezkounañ en araez da vezañ direet (sl. AMNÉSIE INFANTILE).
∆ En neurologiezh e reer kentoc’h gant ar furm ankoun g.ls. :-ioù pa’z eus anv da venegiñ un azon. Er vredoniezh, ouzhpenn menegiñ un azon e kinniger un displegadur : an anadenn a stader zo disoc’h ur realañ, alese an arver eus ar pennanor ankounañ. Sl. LAVAR 07, Preder, 1979, p. 50.
Seurtad anenluz, anezhañ koll ar galloud da zec'havaelañ ster ar gerioù pe ar c'healioù eztaolet gant al lavar enodet (sl. aphasie de Wernicke).
Seurtad gwelankoun, anezhañ koll ar galloud da zec'havaelañ an arouezioù gwelet (sl. cécité verbale).