Kanol volbosek o tont da heul ur gorrvronkezenn hag o tifourkañ en ul logig skevent.
Kleñved hêrezhel dibaot treuzkaset er mod aotozomek enkilek, naouus, ent neuziadurel, dre ar vezañs en holl logigoù ar skevent eus grouan bihan (100-200 mm) haenek, ouzh o ober ur mukoprotein intret gant kalkiom ; dre ar skinluniñ e stader un arvez graeek doues oc'h aloubiñ an div vaezienn ; ent klinikel, goude menel diazon e-pad pell amzer, dre un dedro d'ar skorted analadel ha d'ar falladur kalon dehou.
Skeventanaez dibaot, dianav e arbenn, o tedreiñ war-du fibroz ar skevent, o naouiñ dre hogennadur el logigoù eus un danvezenn c'hreunek eozinofil a natur lipoproteek. Lies dedro zo : pe ar pare, pe an andizh da heul ur fibroz dieiltro.
Kementad aer dre vunud en araez da zasperzhiañ en eskemmoù aezhennoù e par logigoù ar skevent. Jediñ a reer ar gwentadur logigel diouzh arv reollun-mañ :
GL = (ER − ES) × TA
GL = gwentadur logigel = gwentadur logigel ER = ec'honad red = ec'honad red ES = ec'honad soc'h (150 mL) = ec'honad soc'h (150 mL) TA = tead an anal (war-dro 12 -16 kor) = tead an anal (war-dro 12 -16 kor)
Ent keitat ez eo par ar gwentadur logigel reol da 4 L /min, gant an oadour er paouez.