• bronchopneumopathie aiguë ou subaiguë bronkezskeventad lemm pe goulemm • intoxication aiguë pistriadur lemm • phase aiguë pazenn lemmded, pazenn lemm • rhumatisme articulaire aigu remm lemm an arzoù (sl. acuité).
Gwaskad gourlemm grevus diwar ur frapad gwadusvec'h tiroksin o c'hoarvezout e-kerz kleñved Basedow da geñver un oberatadenn, ur pore pe ur skoedennezvenañ, naouus dre remortad an holl azonoù hag un angremm o tedreiñ, en ezvezañs mezegadur, betek ar fallezh, ar c'homa hag ar marv (sl. parabasedowien : syndrome ∼ ).
Kleñved ar vugale hag ar grennoadourion, o tarvezout da heul ur gorank diwar strepokok gwadloezus A ; da arouezioù dezhañ ul liesarzfo laurek dilec'hiat, terzhienn, c'hwezennoù, ozvennoù kroc'hen, eritem gwrimennek, tizhadoù a 'r flugez, a 'r galon pergen, tuadur d'an adfeilhañ (sl. cardiopathie rhumatismale).
Anaez kroc'hen kuñv o reuziañ er broezioù etretrovanel, hogos bepred gant Europiz, diwar steviad ar savnigoù c'hwezpar, naouus dre eritem, debron hag un dispuilhad krugennoù ha nozelanoù c'hwezigennek.
Anaez grevus kenan, dibaot, o c'hoarvezout eus 1) un azoniad bredel : arluz don, kefroù bredloc'hadel muiek, enkrez brevus, trezerc'hioù, 2) un azoniad kreudel garv : dizurzhioù nervstruzhel bras, uswrester a-serzh, poulz herrek tre, dourisvec'h, teuz ar c'higennoù, gwadusvec'h urea ; hep mezegadur ez a an dedro d'ar c'hoempad ha d'ar marv dindan un nebeut devezhioù ; un orin pistriboreel a c'houlakaer d'an alfo lemm.
Empennaoued lemm diwar an alkoolegezh henek, naouus dre un daolenn glinikel a bistriadur grevus : ambren errizhek ha trezerc'hioù, terzhienn, c'hwezadur puilh, kefroù, krenerezh taer, dourisvec'h, daralladur bras ar stad hollek hag, en degouezhioù grevusañ, hep mezegadur, dedro d'ar marv.
Furm ekzema diarstok naouus dre anafoù c'hwezigennek, debronek ha dourasennus ledan, muiek e tachad ar stekiñ ouzh an aozad allergenek (sl. dermite de contact).
Koeñvadur ar skoedenn o tarvezout e rezh darreuziadoù bihan er broezioù ma revez ar pennsac'h broreuziat, o steuziañ buan pa zivro ar glañvourion.
Anaez naouus dre un dispuilhad plakadoù eritematus persvouk warno gourc'hennoù munut, kevret gant arzostoù, terzhienn, asikted ha treutadur, lec'hiadurioù liesel er flugez : lounezh, kalon (sl. syndrome de Libman-Sacks), nerveg, krezoù-skevent, teskad anafoù oc'h anataat reizhiadelezh ar c'hleñved ; hiziv e renker al lupuz e-touez ar c'hleñvedoù unanhangaeel, ar c'hleñvedoù a 'n hangaegemplezhioù hag ar c'hollagenozioù ; dre ar c'hortikoidoù hag an hangaeastalerioù e c'hevenner dedro ar c'hleñved hag ez ampeller an andizh.
Anaez grevus e dianlen ur gloazad gant tud a vez dre vicher o tornata kelanoù loened ; deraouiñ a ra dre un impetigo nebant el lec'h enkorañ, heuliet trumm gant un dispuilhad gloevennoù war blakadoù eritematus, tra ma falla ar stad hollek ha ma tarvez peurliesañ ar marv.