Preder
affectationassignmentdeverkañ ― Geriadur ar stlenneg

Ardaoliñ ur werzhad d'un argemmenn. An ditour deverkañ a noter diwar-bouez un arouez dibarek evel =, :=, ← h.a. Gwerzh ar riñvenn loet a-zehou d'an deverkad a vez renket en argemmenn a zo he anv loet a-gleiz.

affectation ― Geriadur ar stlenneg
  • ― des ressources deverkañ al loazioù [système d'exploitation]
  • équilibre des ―s kempouez etre an deverkadoù [système d'exploitation]
  • problème d'― kudenn deverkañ [combinatoire]
  • la valeur de l'expression située à droite de l'― gwerzh ar riñvenn loet a-zehou d'an deverkad [affectation]
affectation d'un périphériqueperipheral assignmentdeverkañ un drobarzhell ― Geriadur ar stlenneg

Gwezhiañ renet gant oberataer pe gourseller reizhiad korvoiñ un urzhiataer war-benn mirout arver un drobarzhell evit un arveriad e-doug un amzer lavaret. An deverkañ a c'haller ober a-raok luskañ ar c'heweriad - tro rizhek al labour e rezh ar c'heweriañ dre lodoù -, pe d'an ampoent dik ma vez ret - tro rizhek al labour e rezh ar rannañ amzer.