À mesure que l'on s'approche des continents, la mer se peuple de signes et de rencontres : changement habituel de la couleur de l'eau, présence de navires convergeant vers les détroits et les grands ports, activité des bateaux de pêche et des bâtiments de guerre, etc.
Dre ma tostaer d'ar c'hevandirioù, e fonn war ar mor an arouezioù hag ar c'hejadennoù : kemmoù boas e liv an dour, listri o skeiñ etrezek ar c'hulvorioù hag ar perzhier bras, oberiantiz ar bigi pesketa hag ar batimantoù brezel, h.a.
Le balisage des plages a pour but d'assurer la sécurité des baigneurs et des utilisateurs d'engins de plage en période estivale : il permet de limiter une bande de 300 m de large parallèle à la côte.
Des chenaux traversiers, balisés, permettent le départ et l'arrivée des usagers pratiquant des activités nautiques au-delà de la zone des 300 m.
Evit gwareziñ ar gouronkerion hag an arveriaded ijinoù aod ez argoaler an traezhennoù e-pad an hañv. E se e vevenner ur rizenn 300 m led kenstur d'an aod.
Trepasoù treuz, argoalet hag amberzet evit an doursportourion, a araez dezho da vont-dont en tu all d'ar rizenn 300 m.
• activité électrique auriculaire gwerederezh tredanel ar c'hentez • activité contre l'antigène gweredusted ouzh an antigen • activités courantes des handicapés oberiezh pemdeziek an nammidi • activité d'un élément radioactif oberiegezh un elfenn skinoberiek • activité de palpation et de recherche incessante dans les états confusionnels oberiezh teuta hag ardapout dizehan er stadoù arluzegezh • activité de synthèse protéique de la cellule enaozerezh ar protid gant ar gellig • activité des oreillettes gwerederezh ar c'hentezioù • activité électroencéphalographique gwerederezh empennvarrwezadel • activité exercée par certaines substances perzh danvezennoù 'zo • activité immunitaire excessive ou inappropriée gwerederezh hangaeel reñverek pe diazas • activité mécanique ventriculaire gauche gwerederezh treloc'hel ar c'hofig kleiz • activité motrice involontaire fiñverezh andiarvenn • activité pharmacologique gwezhusted liael • activité toxique pistrierezh • agissant en inhibant l'activité de la plasmine o werediñ dre skoilhañ gwezhusted ar plasmin • coefficient d'activité gwezhiader gweredegezh • dépourvu d'activité enzymatique hep perzh enzim • diminution de l'activité d'une source radioactive leiadur gwerediñ ur vammenn skinoberiek • le barrage est un arrêt brusque de l'activité chez le psychotique ar c'haelad zo un astal trumm a 'n niñvañ gant ar psikozeion • propagation de l'activité électrique treled ar gwerederezh tredanel • période d'activité génitale hoal ganadel • radioactivité skinoberiegezh.
Perzh danvezennoù 'zo dilaosket gant ar pladanoù diwar wered kentrigennoù diseurt hag en araez da zec'han d'o zro dazadur un arlugad pladanoù.
Unan eus ar c’houbladoù keveneboù-diazez e buhez ar bred. Diouzh ar savboent dedarzhel e ve ar gevenebiezh oberiat-gouzañvat an hini gentañ, o c’hoarvezout a-raok an div gevenebiezh all ma’z a da c’hougevaniñ outo : kastrel-spazhet ha gourevel-benevel.
Oberiadezh ha gouzañvadezh zo doareoù eus pal al luzad ha n’eo ket eus al luzad e-unan. “Un tamm oberiadezh eo pep luzad ; pa gomzer, en ul lavar laosk, a luzadoù gouzañvat, ne c’haller nemet ober anv a luzadoù gant ur pal gouzañvat” (Triebe und Triebschicksale).
Gouzañvadezh ar pal a stader er skouerioù brientek ma fell d’ar gouzrec’h bezañ gwallgaset (mazoc’hegezh) pe gwelet (diskorataerezh). Kemplezh a-walc’h eo ar gudenn avat. Daou live zo da ziforc’hañ : diouzh un tu ar realañ diskelat, diouzh an tu all an eriunelloù a zo dindan. En e realañ, e respont ar mazoc’heg da ziarc’h al luzad dre un oberiezh a ro tro dezhañ da ziraez boziañ. Ne ziraez ar gouzrec’h boziañ avat nemet mar kav ur savlec’h en lak e youl an amgen. E par an eriunellañ e tiskouezer penaos pep savlec’h gouzañvat zo dizisrannadus diouzh e geveneb : er vazoc’hegezh, “ar me gouzañvat en em lak, ent eriunellel, el lec’h ma edo a-raok [er prantad m’en em lakae e-unan da c’houzañv], lec’h a zo bremañ lezet e kerz an amgen” (Triebe und Triebschicksale). E-se e c’hallfed bepred adkavout, e par an eriunell, ar vezañs a-gevret pe a-bebeil, eus an daou dermen oberiadezh ha gouzañvadezh. Evelkent, evit a sell doare ar boziadur klasket koulz hag ar savlec’h eriunellel, ne zle ket seurt kenglokadur kuzhat pezh a zo dizireadus er glenadur ouzh ur roll revel oberiat pe gouzañvat.
actif-passif, oberiat-gouzañvat (sl. ACTIVITÉ — PASSIVITÉ) ; activité sexuelle, oberiezh revel (sl. ALLO-ÉROTISME ; NEURASTHÉNIE) ; activité mentale, consciente et inconsciente, oberiezh emouez ha diemouez ar bred (sl. AUTOPLASTIQUE — ALLOPLASTIQUE) ; activité de succion, oberiezh-sunañ (sl. BUT PULSIONNEL ; ZONE ÉROGÈNE) ; activité orale, oberiezh c’henaouel (sl. CANNIBALIQUE ; ÉTAYAGE) ; la crainte que son père ne vienne le castrer à cause de ses activités sexuelles, an aon na zeufe e dad d’e spazhañ en abeg d’e oberiezh revel (sl. COMPLEXE DE CASTRATION) ; idées qui restent séparées de la conscience en dépit de leur intensité et de leur activité, mennozioù o chom disparti diouzh an emouezañ en desped d’o c’hreñvder ha d’o niñvegezh (sl. DYNAMIQUE) ; activité érogène, oberiezh erogen (sl. ÉROGÈNE) ; activité de défense, oberiezh-difenn (sl. HYSTÉRIE DE DÉFENSE) ; une inhibition plus ou moins généralisée de l’activité du sujet, un heudadur don pe donoc’h eus obererezh ar gouzrec’h (sl. NÉVROSE TRAUMATIQUE) ; activité psychique, oberiezh vred (sl. PRINCIPE DE PLAISIR) ; activité d’épreuve, oberiezh-arnodiñ (sl. PRINCIPE DE RÉALITÉ) ; activité [≠ inertie], niñv ; niñvegezh [≠ anniñv] (sl. REJETON DE L’INCONSCIENT) ; activité-passivité, oberiadezh-gouzañvadezh (sl. SADISME-MASOCHISME) ; une activité délirante, ur realañ ambreek (sl. SCHIZOPHRÉNIE) ; activité [= pragmatisme], gwerc’hañ (sl. SCHIZOPHRÉNIE) ; activité musculaire, oberiezh kaherel (sl. SOURCE DE LA PULSION) ; les activités et les affects, ar realoù hag ar c’hantaezadoù (sl. TECHNIQUE ACTIVE) ; technique active, méthode active, kalvezerezh oberiat, hentenn oberiat (sl. TECHNIQUE ACTIVE).
Muzuliañ borc'hidigezh ar renin gant al lounezh diwar-bouez dezventadurioù skinhangaeel ha dewerzhet e kementad angiotensin dilaosket dre litr plasma ha dre vunud. Ar gwerzhadoù reol a vez 1, 1 ± 0, 8 ng/mL/h pe 0, 9 nmol/L/h, evit ur gouzrec'h gourvezet abaoe 10 eurvezh ha diret d'un hanren sall reol. Uhel e vezont en uswask yud hag en uswask dre heskwal al lounezh, hag izel kenan en azoniad Conn.