Preder
audition active, passive ◊ ◊ kleved oberiat, gouzañvat ― Geriadur ar vezekniezh

Kemm lakaet etre selaou ha klevout hep evezh.

charbon activéactivated charcoalglaou g. blivaet ― Geriadur ar vezekniezh

Glaou apotikel bet danzeet e doare da vuiaat e zesunusted ; erskrivet da gentañ ouzh an aerlonk, en en arverer dreist holl da vezegañ pistriadurioù lemm, da skouer da heul euvradoù fonnek morfin pe atropin.

fluxion, congestion activefluxionary hyperaemia, fluxiondarwazh g. oberiat ― Geriadur ar vezekniezh

Tanijenn lemm gant gourwad (sl.  congestion).

NOTENN : Gl.  fluxion a denner da arverañ hepken er c'herienn fluxion dentaire, koeñvadur foel gwiad kellaouek ar jod hag ar vunsun diwar un danijenn dent.

Technique active.aktive Technik.active technique.kalvezerezh oberiat. ― Geriadur ar bredelfennerezh

Teskad kalvezderioù erbedet gant Ferenczi : en tu all d’an dieuladurioù, e ro an elfenner gourc’hemennoù ha gourzhiunadoù d’an elfennadour da-geñver ersavioù arreadek e-barzh ar gur pe er-maez anezhi pa zegasont boziadoù en araez da skoilhañ ar c’hounaat hag araokaat ar gur.

Dave a ra Ferenczi da Freud e-unan pa hañvale terriñ reolenn an emvirout oc’h enderc’hel an arureion, en un ampoent eus o elfennadur, da dalañ ouzh ar blegenn arureiat.

Kentañ prantad ar c’halvezerezh oberiat eo hini ar gourc’hemennoù, a zo o fal treuzfurmiñ al luzadennoù arvoustret en ur boziadur diskelat hag ober anezho furmadurioù emouez. An eil prantad a c’hoarvez a c’hourzhiunadoù o tougen war ar furmadurioù-se : gouest eo neuze an elfenner da zestagañ ar realoù hag ar c’hantaezadoù lakaet a-wel er prantad kentañ ouzh plegennoù eus ar bugelvezh.

Er c’hontrol d’an hentenn gatartek (sl. CATHARTIQUE) ma vez diflukadur an eñvorad o teren un erwezhiad from, an hentenn oberiat, o tevoudañ ur gweshaat hag erzerc’hadur ar c’hantaezad, a aesa da zistro an arvoustred. “Bez’ e vez marteze endalc’hedoù mabanvezhel na c’hellont ket bezañ daskounet, hepken dazbuhezet.”

vie active, La. vita activabuhez wezhiat ― Gerva an brederouriezh
vie active, La. vita activagwezhiat : buhez w– ― Gerva an brederouriezh