A-zave d'al luc'hskinoù a zo dezho ur gwered kimiek.
Anaf kroc'hen a 'r parzhioù dizolo an henaded, rouestlad da isteñv kozhiadel a 'r c'hroc'hen, o c'hoarvezout a vrizhennoù azgell sec'h ha garv a-wechoù, sterniet er c'hroc'hen, goloet tamm ha tamm gant ur furmadur kornin o valirañ, ar c'heratom kozhiadel, o vont a-wechoù betek amparañ ur c'horn kroc'hen (sl. corne cutanée).
Luc'hsaefo devoudet gant an ardizh hirbad ouzh luc'hskinoù kreñv.