acte manqué : acte où le résultat explicitement visé n’est pas atteint, mais se trouve remplacé par un autre, goustaol : real na dizh ket an disoc’h mennet, hogen unan all en e lec’h (sl. ACTE MANQUÉ) ; tout (acte) raté n’est pas un acte manqué, pep ober c’hwitet n’eo ket ur goustaol (sl. ACTE MANQUÉ) ; des actes du corps, gwezhioù korf (sl. AUTOPLASTIQUE — ALLOPLASTIQUE) ; Freud, par le terme d’action spécifique, désigne tantôt l’ensemble des actes-réflexes par lesquels l’acte est consommé, tantôt l’intervention extérieure, e lak Freud an termen gwered spesadek da aroueziñ ken teskad ar gwezhiadoù ez eo drezo kaset an ober-gwalc’hañ da benn, ken an emell diavaez (sl. ACTION SPÉCIFIQUE) ; actes compulsionnels, compulsion des actes, realoù mac’hennek, mac’henn-realañ (sl. COMPULSION, COMPULSIONNEL) ; acte sexuel, gread revel (sl. PERVERSION ; PULSION PARTIELLE) ; kediadenn (sl. PERVERSION) ; c’est dans un seul et même acte que la pulsion se fixe à un représentant et que l’inconscient se constitue, dre ur gwezhiañ hep-mui eo e vez glenet al luzad ouzh ul leuriad hag e vez amparet an diemouez (sl. REPRÉSENTANT-REPRÉSENTATION) ; le contenu concret d’un acte de pensée, endalc’hed fetis un taol dezevout (sl. REPRÉSENTATION) ; un acte de violence, un taol feulster (sl. SCÈNE ORIGINAIRE) ; un acte que le sujet tient pour répréhensible, ur real sellet gant ar gouzrec’h evel tamalladus (sl. SENTIMENT DE CULPABILITÉ) ; sans relation avec un acte précis dont le sujet s’accuserait, hep keñver gant ur real resis a ve da damall (sl. SENTIMENT DE CULPABILITÉ) ; la mise en acte, ar gweshaat (sl. TECHNIQUE ACTIVE).
Sl. ACTION ; ACTIVITÉ ; ACTUEL ; AGENT ; AGIR ; AGITATION.
• acte chirurgical gwezh g. surjianel, gwezhiañ surjianel • acte compulsionnel real g. mac'hennek • acte sexuel gread g. revel • effectuer un acte, opérer gwezhiañ
Real na dizh ket an disoc’h mennet, hogen unan all en e lec’h, — furmadur treuzvarc’had etre ar mennad emouez hag an arvoustred. Pep ober c’hwitet n’eo ket ur goustaol ; er goustaol, ez eur gouest ha boas da zont a-benn ha, daoust ma klasker alies displegañ ar fazi dre an dievezh pe an dargouezh, e c’hoarvez evit gwir dre berzh ur c’hoant diemouez, ken ma’z eo ar goustaol un taol e-biou e-keñver an diviz emouez, hogen dreist-holl un taol e-barzh evit ar c’hoant diemouez.
Ar goustaoliñ a c’hoarvez en holl dachennoù eus arc’hwelerezh ar bred : el lavar (linkadennoù teod ha pluenn — gouskomz, gousskriv, gouslenn), en dezevout (gouskeal, gouskoun), er merzout (gouskantvout), en ober (gousreal) ; pa c’hoarvez ar goustaol a ziankañ un dra bennak (gouskoll), h.a.
E-se e kinnigomp arverañ ar rakger gous- (<*uo-eks-) er vredoniezh da verkañ gwariadur un elfenn emouez dre berzh un danwered diemouez. Arveradus e chom evel just termenoù ar yezh voutin : linkadenn, treuzvieziñ, treuzviezadenn, h.a.
Buhezañ er bremañ c’hoantoù hag eriunelloù diemouez en ur zianaout o orin hag o arreadegezh.
Gweshaat (Al. agieren) a vez hogos bepred koublet gant kounaat (Al. erinnern) ha kevenebet int evel an daou zoare da zegas an tremened er bremañ. Freud en doa merzet seurt kevenebadur da-geñver ar gur, ken ma lakae peurliesañ an termen Agieren da genster da Wiederholung (“arreata”) en treuzdoug : ar gouziviad a wesha [agiert] dirazomp koulz lavarout e-lec’h hon stlennañ”. Hogen kavet e vez ar gweshaat er-maez eus ar blegenn elfennadel hag eus an treuzdoug : “Engortoz e tleomp bezañ enta en em rofe an elfennadour d’ar vac’henn-arreata o kemer lec’h al luskenn-gounaat, ha kement-se n’eo ket hepken en e geñverioù personel gant ar mezeg, hogen ivez en holl oberoù ha darempredoù eus e vuhez, da skouer o tebarzh, e-doug ar gur, un ergerc’henn garantez, o sammañ ur gefridi, oc’h engouestlañ en un embregadenn.”
Sl. ACTING OUT ; COMPULSION DE RÉPÉTITION.