1 Engwezhiañ nerzh da embreger un arc'hwel. 2 Strivad renet da stourm ouzh un harz.
• angor d'effort kevenkez diwar strivañ, kevenkez strivañ • blocpnée d'effort sac'hanal strivañ • défaillance cardiaque survenant après un effort violent falladur kalon o tarvezout da heul ur strivad taer • incontinence urinaire d'effort troazhandalc'h diwar striv.
Arnod amkanet da andalañ talvoud arc'hwelel ar skevent hag ar galon, anezhañ ober d'ar gouziviad ren un embregad lavaret ha studiañ e vonedigezh analadel (gwentwezad) ha kalongwazhiedel (korvez ar galon, gwask talmerel, kalonvarrwezad) e-doug ha goude ar strivad ; da skouer, dre zec'han un heskwad tremeniat er c'haher kalon, ez anata ar prouad ur skorted kurunerel enkelat dre zec'han ezreolderioù barrwezadel (izeladur an arroud ST) ; kevrediñ a reer ar prouad strivañ gant skingannluniñ ar c'haher kalon dre an talliom 201, bihanoc'h an delenañ anezhañ e tro an heskwad.