Pore diwar ar viruz Coxsackie B, o teraouiñ trumm dre ul laur kriz e diaz ar brusk o skoilhañ an anal, kevret gant terzhienn, klopennost, a-wechoù gant amgalonennfo, skouarnfo krenn, empennfo, o pareañ hep arlenad ; ouzhpenn ar re roet a-zioc'h e kaver un daouzek anvad all : glaz tremeniat ar gelc'hspeurenn, pilhennfo kaherostus, louetvelfo hep seizi, grip an Diaoul, h.a. ; Bornholm zo an enezenn danat ma voe deskrivet ar c'hleñved evit ar wech kentañ.
Pore deskrivet e 1917 ha steuziet e 1925, darreuziat pe skignek, o tizhout ar c'hrennempenn dreist holl hag oc'h emastenn a-wechoù d'ar mel ha d'an nervennoù trobarzhel ; ent klinikel e veze notet terzhienn, morvor, seizi nervennoù loc'hañ al lagad, laurioù berius ha kridoù, strafuilhoù bred ; etre 30 ha 40 % edo feur ar varvusted ; pa baree, e tisoc'he gwechoù 'zo goude un didorr hir pe hiroc'h gant kleñved Parkinson ; gwezher ar c'hleñved oa ur viruz nervgerc'h nes da viruz an eror.
1 A-zivout ur c'hleñved, o tarreuziañ, oc'h erzerc'hañ e rezh darreuziadoù. 2 A-zave d'an darreuziañ pe d'an darreuziadoù.
Dregantad a 'r boblañs tizhet gant un anaez darreuziadek war un tiriad lavaret d'an ampoent-mañ ampoent a rank bezañ diraezet evit ma ve diskleriet un darreuziad, sk. : 166 degouezh dre 100 000 annezad eo gwehin darreuziadel ar grip, 185 dre 100 000 gwehin darreuziadel an darc'hoal lemm.
Anvad rumm ar c'hleñvedoù darreuziat diwar viruz (Arenavirus, Filovirus, Flavivirus, Bunyaviridae) da azon dezho ar gwadliñvañ (deng, kleñved diwar viruz Ebola, kleñved koadeier Kyasanur, terzhienn draoñienn ar Rift, terzhienn diwar viruz Marburg, terzhienn Lassa, terzhienn velen, terzhienn wadliñvus Suamerika, h.a.).
Koeñvadur ar skoedenn o tarvezout e rezh darreuziadoù bihan er broezioù ma revez ar pennsac'h broreuziat, o steuziañ buan pa zivro ar glañvourion.
Ikter poreel kuñv, tredizhus, o teraouiñ dre ur stad gripel, o padout un dek devezh, oc'h azkouezhañ lies gwech er sizhunvezhioù da heul, kevret gant usvent an avu hag ar felc'h hag o tedreiñ etrezek ar pare dindan un nebeut mizvezhioù ; ur furm eo eus an avufo A (sl. hépatite A).
Rouestladoù goulerc'hat d'ar poreadur gant ur retroviruz eus an iskerentiad Lentivirus, ar VIHAD (viruz an hangaezivig arzeuat denel, Gl. virus de l'immunodéficience acquise humaine, HIV, VIH, Sz. human immunodefi-ciency virus, HIV), oc'h enteiñ dre geraez glaourgennel pe drewanel, treuzkaset dre an darempredoù revel, ar gwad, ar sankadennoù pe gant ar vamm d'ar bugel (e-kerz ar vec'hiegi, ar gwilioud pe al laezhañ) ; dre boreañ ha distrujañ al limfokit T harper (sl. cellules T auxiliaires) T4 pe CD4, e tevoud isniver al limfokit ha divig an hangae kelligel, dre se e laka da zinodiñ poreadurioù koulzataer grevus ha kankroù ; bez' e vez un entremez hir pe hiroc'h (10 bloavezh ent keitat) etre an tredizhañ hag an ampoent ma tiskenn feur al limfokit T CD4 dindan ar gwehin a 200/mm³ gwad ha ma krog erzerc'hadoù eilvedel an hangaezivig da anadiñ — an haza ent strizh eo ; e 1993 e voe savet ur reizhiad rummañ erzerc'hadoù klinikel ar poreadur dre VIHAD : rummad A : kentporead azoniek, poread diazon, c'hwarrenn hollek trebadek ; rummad B : angiomatoz bazhellel, miwe gouzoug ar grozh, terzhienn 38,5°C pe darc'hoal e-doug ouzhpenn miz, kandidiaz adfeilhus ar genoù, ar c'hargadenn pe ar gouin, senkl arreadek pe aloubus, leukoplaziezh kreoñek an teod, purpura olpladanel hennadek, korzennfo gant pugnezioù, nervennaoued trobarzhel, h.a. ; rummad C (darbennet evel despizadur haza an oadour) : kandidiaz ar bronkez, ar vriant, ar skevent, an treizher, kankr aloubus gouzoug ar grozh, kriptosporidioz ar pervez e-doug ouzhpenn miz, poread dre CMV (kitomegaloviruz) al luc'hsae ha dallder, poreadoù dre CMV a lec'hiadurioù all, poread dre empennaoued dre VIHAD, eror strewek : angreizhoù henek er skevent hag en treizher, sarkom Kaposi, limfom immunoblastek, poread dre vikobakteri strewek skeventel pe ezskeventel, skeventfo bakteriel arreadek dre Pneumocystis carinii, gwennempennaoued liesannon argammedek, gwadlestegezh arreadek dre Salmonella, toksoplasmoz en empenn, fallezh a 'r VIHAD ; viruz an haza a ra d'ar bevedeg parañ antikorfoù na spiront ket d'e neptuiñ ; ar vezañs anezho a lakaer war wel dre ar gwadveizprouad, alese an termenoù gwadveizyaek, gwadveiznac'hek (Gl. séropositif, séronégatif) arveret da aroueziñ ar c'houziviaded hervez ma tinoer pe get antikorfoù VIHAD en o gwad ; evit c'hoazh ne bareer ket an haza, gevennañ ne reer ken an dedro anezhañ dre ziounit enepviruzeier (triyac'hadur), hangaearoulevieroù, bevastalerioù, mitozastalerioù ; e diouer ur prederiadur pareañ, ez arbouezer an diarbennoù ergurañ : stummañ ar c'hoskor arouelañ, koulzadoù stlennañ dre ar mediaoù ; amkan pennañ an imbourc'hioù hiziv e chom kevrikaat ar vaksin enephaza.
Kleñved broreuziadek en India hag er Reter Pellañ war emastenn en Diazad morkreizel, naouus dre un derzhienn direoliek, un avufelc'husvent, ul livrezh staenek a 'r c'hroc'hen, un amvad gant tuginad ar gwennrestrad, un azoniad dizenterek alies hag, a-wechoù, nozelennoù kroc'hen ; ent emdarzh, e tedro d'ar marv dindan un nebeut mizioù, daou vloaz d'ar muiañ ; kiriek dezhañ eo Leishmania donovani, protozoenn a gaver o paoteriñ er felc'h hag e mel an eskern ; hervez ar broezioù e vez ar mirvaoù anezhi ar c'hrignered, ar chas, al lern hag an denion o unan, an trezouger o vezañ Phlebotomus argentipes ; prederiet e vez dre an halioù stibiom hag ur foueastaler, an amfoterikin B.
Kevresaefo poreel ha tredizhus diwar un adenoviruz ; en ur prantad kentañ e stader ur poreadur bolc'hennel gant brizhlienennoù hag a-wechoù envezfo ; da c'houde e vez tizhet ar gornsae gant un danijenn laurus hag un dluzhadur demerennoù ; pareañ a ra hep arlenadoù.
Kleñved tredizhus darreuziat, eus stroll an terzhiennoù dispuilhat, kevredet peurliesañ ouzh un darreuziad ruzell pe ruzig, naouus dre un dispuilhad maelennoù o taskantañ e par an dremm, astennet d'an izili, hebiat d'ar c'hef, hep enantem, gant azonoù hollek leiek ; devoudet e ve gant ur parvoviruz (ar parvoviruz B 19).
Pore darreuziadek diwar ar meningokok (eus ar stroll B e Breizh) o tizhout pilhon an empenn hag ar mel a-livenn, naouus dre drummded an deroù, kreñvder an derzhienn ha feulster an erwezhioù pilhonel : dargrez ar c'hilpenn hag ar c'hein, arouez Kernig, alfo ha koma ; herrek ha marvus e veze hogos bepred an dedro kent oadvezh ar bevastalerioù.
Kleñved kiriek dezhañ viruz Coxsackie B, o reuziañ e Norzamerika hag e broezioù Norzeuropa, bet deskrivet evit ar wech kentañ en enezenn danat Bornholm ; goude un deroù trumm dre laurioù kriz e diaz ar brusk o skoilhañ an analañ, ez anad taolenn glinikel ur pore : terzhienn, klopennad, erwezh pilhonel, rouestlet alies gant erzerc'hadoù krezennskeventel, amgalonennfo, skouarnfo krenn, empennfo zoken ; dedreiñ a ra etrezek ar pare, a-wechoù goude un pe zaou adfeilh (sl. Bornholm : maladie de ∼ ).
Kleñved naouus, goude un deroù gripvanek, dre erzerc'hadoù koazhadel ha troazhadel (gwentl al lounezh, troazhproteinegezh, troazhisvorc'h, troazhwadegezh), o tedreiñ an aliesañ, a-benn ur sizhun, d'ar pare ; kiriek e ve dezhañ ar viruz Puumala treuzkaset gant ar c'hrignered.
Amgalonennfo o tarvezout gant an oadourion yaouank, naouus dre un deroù lemm, laurus kenan, terzhiennek hag o tedreiñ etrezek ar pare, a-wechoù oc'h adfeilhañ ; e kevarguz e chom un orin viruzel.
Azoniad a orin dianav hag o pareañ ent emdarzh, a stader en Okeania, ouzh e ober ul liesarzfo lemm terzhiennek, c'hwarrennoù hag un dispuilhad maelennkrugennek.